Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/613

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
579
levr tobias.

hor chén̄ver, hag an̄savit anézhan̄ gan̄d douj ha gan̄t krén ; ha meûlit dreist penn enn hoc’h ôberiou Roué ar c’han̄tvedou.

7. Évid-oun-mé a an̄savô anézhan̄ é douar va sklavérez ; ô véza ma en deûz diskouézet hé veûrdez é-kén̄ver eur vrôad, hag hi péc’hérez.

8. Distrôit éta, péc’herien ha grît reiz dirâk Doué, ha krédit pénaoz é rai trugarez enn hô kén̄ver.

9. Évid-oun-mé ha va éné, en em laouénaimp enn-han̄.

10. Bennigit ann Aotrou, c’houi holl hé zûd-dilennet ; bézet d’é-hoc’h deisiou a lévenez, hag an̄savit-hén̄.

11. Jéruzalem, kéar Doué, da gastizet en deûz ann Aotrou enn abek da ôberiou da zaouarn.

12. An̄sav ann Aotrou enn da vadou, ha bennig Doué ar c’han̄tvédou, évit ma assavô hé dabernakl enn-oud, ha ma lakai ann holl sklaved da zistrei étrézég enn-oud, ha ma en em laouénai é holl gan̄tvédou ar c’han̄tvédou.

13. Eûz a eur goulou skéduz é luc’hi ; hag ar boblou eûz a holl harzou ann douar a azeûlô ac’hanod.

14. Ar brôadou a zeûi a bell-brâz étrézég enn-oud ; hag ô tigas rôou, éc’h azeûlin̄t enn-oud ann Aotrou, hag é sellin̄t da zouar ével eunn douar san̄tel.

15. Râg ann hanô brâz a bédin̄t enn-oud.

16. Ar ré az tisprizô a vézô milliget ; ar ré a zrouk-prézégô diwar da benn a vézô barnet ; hag ar ré a zavô ac’hanod a vézô benniget.

17. Évid-oud, té en em laouénai enn da vipien, ô véza ma vézin̄t holl benniget, ha ma vézin̄t strollet war-drô d’ann Aotrou.

18. Gwenvidig eo ar ré holl a gâr ac’hanod, hag en em laouéna enn da béoc’h.

19. O va éné, bennig ann Aotrou, ô véza ma en deûz dieûbet Jéruzalem, hé géar, eûz hé holl en̄krézou, hén̄ péhini eo ann Aotrou, hon Doué.

20. Gwenvidig é vézinn, mar choum c’hoaz eur ré-bennâg eûz va gwenn évit gwélout skéd Jéruzalem.

21. Persier Jéruzalem a vézô gréat gan̄t safer ha smaragduz ; hag hé muriou trô-war-drô a vézô gréat gan̄t mein talvouduz-brâz.

22. Hé leûriou-ker a vézô pavéet gan̄t mein gwenn kann ; hag a-héd hé ruiou é vézô kanet, alléluia.

23. Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini en deûz hé savet kenn uc’hel, ha rénet war-n-ézhi é-pâd kan̄tvédou ar c’han̄tvédou. Amen.


————


XIV. PENNAD.


Geriou divéza Tobias. Marô hé vâb.


1. Chétu geriou divéza Tobias. Ha goudé ma oe distrôet ar gwéled d’ézhan̄, é vévaz daou vloaz ha daou-ugen̄t ; hag hén̄ a wélaz mipien hé nized.

2. Ha goudé ma oé marô da zaou vloaz ha kan̄t, é oé bésiet gan̄d énor é Niniv.

3. C’houec’h vloaz hag han̄ter-kan̄t en dôa pa gollaz ar gwéled, ha da dri-ugen̄t é oé asrôet d’ézhan̄.

4. Ann dilerc’h eûz hé vuez a dréménaz el lévénez, ha goudé béza kerzet é douj Doué, é varvaz é péoc’h.

5. Pa oé daré da vervel, é c’halvaz Tobias hé vâb, ha seiz mâb bihan da hé-man̄, péré a oa nized d’ézhan̄, hag é lavaraz d’ézhô :

6. Diskar Niniv a zô tôst ; râk na gouézô két gér ann Aotrou ; hag hor breûdeûr péré a zô bét skiñet eûz a vrô Israel, a zistrôi enn-hi.

7. Holl zouar Israel goudé béza bét dizud, a vézô poblet a-névez, ha tî Doué péhini a zô bét devet, a vézô savet a-névez : ha kémen̄d hini a zouj Doué a zistrôi dî.

8. Ar brôadou a zilézô hô idolou, a zeûi da Jéruzalem, hag a choumô énô.

9. Hag holl rouéed ann douar en em laouénai enn-hi, oc’h azeûli roué Israel.

10. Sélaouit éta hô tâd, va mipien : servichit ann Aotrou er wirionez, ha likiit hô poan da ôber ar péz a zô hétuz d’ézhan̄.

11. Gourc’hémennit d’hô mipien ma