gan̄d ann holl, ar roué Nabukodonosor a c’halvaz Holofern, prin̄s eûz hé armé,
5. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa da stourmi oud ann holl rouan̄télésiou eûz ar c’hûs-héol, ha dreist-holl oud ar ré hô deûz disprizet va béli.
6. Da lagad na espernô rouan̄télez é-béd, hag é likii da bléga d’in ann holl geriou kré.
7. Neûzé Holofern a c’halvaz ann duged hag ann oviserien eûz a armé ann Assiried, hag évit mon̄t d’ar stourm, ével m’en dôa ar roué hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, é tilennaz c’houec’h-ugen̄t mil dén war-droad ; ha daouzék mil gwaréger war-varc’h.
8. Lakaad a réaz da gerzout enn hé raok hé holl dron̄sadou gan̄d eunn niver ar brasa a gan̄valed, gan̄t kémen̄d a oa réd évit bividigez ann armé, gan̄t tropellou éjenned ha dén̄ved diniver.
9. Lakaad a réaz da zastumi éd enn holl Ziria, évid hé gavout pa drémenché.
10. Kémérout a réaz ivé kalz a aour hag a arc’han̄t eûz a dî ar roué.
11. Hag hén̄ en em lékéaz enn hen̄t gan̄d hé holl armé, gan̄d hé girri, gan̄d hé varc’heien hag hé warégerien, péré a c’hôlôé gorré ann douar, ével kiḻeien-raden.
12. Ha goudé m’en dôé tréménet harzou ann Assiried, é teûaz da vénésiou brâz Angé, péré a zô a gleiz d’ar Silisia, hag é piñaz enn hô holl gistilli, hag é kéméraz hô holl geriou kré.
13. Dré stourm é kéméraz ar géar brudet eûz a Véloti ; preiza a réaz holl vipien Tarsis, ha mipien Ismael, péré a oa é penn ann distrô, hag oud ar c’hrésteiz eûz a zouar Sellon :
14. Treûzi a réaz ann Eufrat, hag é teûaz er Mésopotamia ; dré stourm é kéméraz ann holl geriou uc’hel a oa énô, adalek froud Mambré bétég ar môr.
15. Kémérout a réaz ar vrô, adaleg ar Silisia, bétég harzou Jafet, a zô oud ar c’hrésteiz.
16. Holl vipien Madian a gasaz gan̄t-han̄, hô holl vadou a breizaz, hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a énébé out-han̄.
17. Goudé-zé é tiskennaz é parkou Damas é préd ar médérez, hag é lékéaz ann tân enn holl édou, hag é lékéaz da drouc’ha ann holl wéz hag ann holl winiennou.
18 Hag ar spoun̄t anézhan̄ a gouézaz war ann holl vipien eûz ann douar.
1. Neûzé ar rouéed hag ar brin̄sed eûz ann holl geriou hag eûz ann holl brovin̄sou eûz ar Siria, eûz ar Mésopotamia, eûz ar Siria, eûz al Libia, hag eûz ar Silisia a gasaz kannaded étrézég Holofern, péré a lavaraz d’ézhan̄ :
2. Éhanet da zroug ouz-omp ; râg gwell eo d’é-omp béva ô servicha Nabukodonosor, ar roué brâz, ha pléga dindân-oud, éget mervel enn eunn doaré reûzeûdik, pé béza taolet er sklavérez.
3. Hon holl geriou, hag hon holl zouarou, hon holl vénésiou, hag hor c’hrec’hiennou, hag hor parkou, hag hon tropellou éjenned, ha dén̄ved, ha gevr, hag hor c’hézek, hag hor c’han̄valed, hag hon holl vadou, hag hon tadou, a zô dira-z-oud.
4. Bézet kémen̄d hon eûz dindân da véli.
5. Nî hag hor mipien a vézô da zervicherien d’id.
6. Deûz da aotrou péoc’huz d’é-omp, ha grâ eûz hor servich ével ma kiri.
7. Neûzé é tiskennaz eûz ar ménésiou gan̄d hé varc’heien hag hé armé vrâz ; hag hén̄ a lékéaz dindân hé véli ann holl geriou hag ann holl dûd eûz ar vrô.
8. Hag eûz ann holl geriou é kéméraz da skoazel ann dûd kalounéka, hag ar ré wella évid ar brézel.
9. Ha ker brâz é oé ar spoun̄t er brovin̄sou-zé, ma teûaz d’hé ziambrouga prin̄sed hag hénaoured ar vrô gan̄d ar boblou,
10. Péré a zigéméré anézhan̄ gan̄t