Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/617

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
583
levr judit.

kurunennou, ha gan̄t kleûzeûriou, ô tan̄sa gan̄t taboulinou ha gan̄t c’houitellou.

11. Ha pétrâ-bennâg ma réan̄t kémen̄t-sé, na helchon̄t ket habaskaat fervder hé galoun :

12. Râg diskara a réaz ho c’heriou, hag hô c’hoajou-sakr a drouc’haz.

13. Râk ar roué Nabukodonosor en dôa gourc’hémennet d’ézhan̄ kâs-da-gét holl zouéed ann douar, évit na vijé galvet Doué német-han̄ gan̄d ann holl vrôadou en dôa gellet Holofern lakaad da bléga dindân hé véli.

14. Neûzé é treûzaz ar Siria-Sobal, hag ann Apaméa holl, hag ar Mésopotamia holl, hag é teûaz enn Iduméa, é douar Gabaa ;

15. Hag hén̄ a géméraz hô c’heriou, hag a choumaz énô a-héd trégon̄t dervez, é-pâd péré é c’hourc’hemennaz é vijé strollet hé holl armé.


————


IV. PENNAD.


Éliakim ar bêlek-brâz a ali ar bobl da c’houlenn skoazel digan̄d ann Aotrou.


1. Neûzé bugalé Israel péré a choumé é douar Juda, hô dôé aoun na gouézchen̄t dindân galloud Holofern.

2. Ar spoun̄t hag ann heûz a grogaz enn-hô, gan̄d aoun na râjé é-kén̄ver Jéruzalem ha templ ann Aotrou, ével m’en dôa gréat é-kén̄ver ar c’heriou all hag hô zemplou.

3. Hag hî a gasaz trô-war-drô da Zamaria bété Jériko ; hag é kémerchon̄t holl leinou ar ménésiou.

4. Muriou a zavchon̄t war-drô d’hô bourc’hiou, hag é tastumchon̄t éd évit en em aoza d’ar brézel.

5. Ar bélek Éliakim a skrivaz ivé d’ar ré holl a choumé étrézég Esdrélon, a zô râg-énep d’ar gompézen vrâz a zô war harz Dotain, ha d’ar ré holl a hellé en em gavout war ann hen̄t ;

6. Évit ma kémerchen̄t leinou ar ménésiou dré béré é helled mon̄d da Jéruzalem, hag évit ma tiwalchen̄t énô al lec’hiou strîz en em gavé er ménésiou.

7. Ha bugale Israel a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô gan̄d ar bélek Éliakim.

8. Hag ann holl bobl a c’harmaz gan̄t striv étrézég ann Aotrou ; hag hî a vuélaaz hô énéou gan̄d ar iunou hag ar pédennou, hî hag hô gragez.

9. Ar véleien en em c’hôlôaz gan̄t saéou-reûn, ha bugalé a oé lékéat war hô dremm dirâk templ ann Aotrou ; hag aoter ann Aotrou a c’hôlôchon̄t gan̄t eur zae-reûn :

10. Hag hî a c’harmaz a-unan étrézé Doué Israel, évit na vijé két rôet hô bugalé é preiz, hag hô gragez é rann, hag hô c’heriou é disman̄tr, hag hô san̄tuar é saotr ; ha na zeûjen̄t két hô-unan é dismégan̄s é-touez ar brôadou.

11. Neûzé Eliakim, bélek-brâz ann Aotrou, a iéaz war-drô da Israel, hag a gomzaz oud ar bobl,

12. O lavarout : Gwézit pénaoz ann Aotrou a zélaouô oud hô pédennou, mar ken̄dalc’hit er iunou hag er pédennou dirâg ann Aotrou.

13. Hô pézet koun eûz a Voizez, servicher ann Aotrou, péhini a oé tréac’h da Amalek, en em fisié war hé ners ha war hé c’halloud, war hé armé, war hé dirennou, ha war hé girri, ha war hé varc’heien ; a oé tréac’h d’ézhan̄, nann ô stourmi gan̄d ann houarn, hôgen gan̄d ar zantélez eûz hé bédennou.

14. Ével-sé é c’hoarvézo gan̄d holl énébourien Israel, mar ken̄dalc’hit er péz hoc’h eûz déraouet da ôber.

15. Ar bobl éta ô klevout ann ali-zé, a bédé ann Aotrou, hag a choumé bépréd dira-z-han̄.

16. Hag ar ré zô-ken péré a réa sakrifisou-losk d’ann Aotrou, hô c’hennige, hag hî gwisket gan̄t saéou-reûn, hag hô fenn gôlôet gan̄t ludu.

17. Hag holl é péden̄t Doué a greiz hô c’haloun, ma teûjé da visita hé bobl a Israel.


————