Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/618

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
584
levr judit.


V. PENNAD.


Bugalé Israel a fell d’ézhô énébi oud Holofern.


1. Rôet é oé da anaout da Holofern, prin̄s armé ann Assiried, pénaoz bugalé Israel en em aozé évid énébi, ha pénaoz hô dôa serret hen̄chou ar ménésiou :

2. Hag ô véza savet enn-han̄ eunn droug hag eur frouden ar brasa, é c’halvaz holl brin̄sed Moab, ha duged Ammon,

3. Hag é lavaraz d’ézhô : Livirit d’in piou eo ar bobl-zé péhini a zalc’h ar ménésiou ; péré eo hô c’heriou, pétrâ eo ann ners hag ann niver anezhô : pétrâ eo ar galloud hag ann niver eûz ar bobl-zé, ha piou eo ar prin̄s eûz hô armé :

4. Ha pérâg é-touez ar ré holl a choum er sâv-héol, n’eûz némét-hô a gémen̄t hô deûz disprizet ac’hanomp, na n’in̄t két deûet d’hon diambrouga, évid hon digémérout é péoc’h ?

5. Neûzé Akior, dûg holl vipien Ammon, a respoun̄taz hag a lavaraz : Mar prizez va sélaoui, ô va aotrou, é livirinn ar wirionez dira-z-oud diwar-benn ar bobl-zé a choum er ménésiou, ha gér gaou é-béd na zeûi er-méaz eûz va génou.

6. Eûz a wenn ar C’haldéed eo ar bobl-zé.

7. Da gen̄ta é choumaz er Mésopotamia, ô véza na fellaz két d’ézhô heûlia douéed hô zadou, a oa é brô ar C’haldéed.

8. O véza éta dilézet gan̄t-hô lidou hô zadou, péré a azeûlé kalz douéed,

9. É kéelchon̄t eunn Doué hép-kén, Doué ann én̄v péhini a c’hourc’hémennaz d’ézhô m’az ajen̄t er-méaz eûz ar vrô-zé, ha m’az ajen̄t da choum é Karan, ha pa zeûaz ann naounégez da c’hôlei ann holl vrô-zé, é tiskenchon̄t d’ann Éjipt ; hag énô é kreskchon̄t kémen̄t é niver a-héd pévar c’han̄t vloaz, na helled két da nivéri hô armé.

10. Hag ével ma oan̄t heskinet gan̄t roué ann Éjipt, péhini hô redié da ôber labouriou prî ha brikennou évit sével hé geriou, é c’harmchon̄t étrézég hô Doué, péhini a skôaz war ann Éjipt gan̄t meûr a c’houli.

11. Ha goudé m’hô dôé ann Éjiptianed hô c’haset-kuît diout-hô, éc’h éhanaz ar gouliou war-n-ézhô ; hôgen pa fellaz d’ézhô hô faka, hag hô lakaad a-névez é sklavérez dindan-hô,

12. Doué ann én̄v a zigoraz d’ézhô ar môr pa dec’hen̄t, enn hévélep doaré ma en em stardaz ann douréier enn daou dû ével muriou ; hag hî a dreûzaz gwéled ar môr, hép glépia hô zreid.

13. Ha p’az éaz war hô lerc’h enn hévélep léac’h ann armé diniver eûz ann Ejiptianed, é oé gôlôet gan̄d ann doureier ; ha na choumaz hini anézhô, évit rei da anaout ann dra-zé d’ar ré hô-goudé.

14. Goudé ma oé deûet ar ré all er-méaz eûz ar môr Rûz, éz éjon̄t é distroiou ménez Sina, é péré na oa éat, ha na oa choumet c’hoaz dén é-béd.

15. Enô ar feun̄teuniou a oa c’houerô a zeûaz da véza c’houék évit-hô, évit ma helchen̄t éva anézhô ; hag a-héd daou-ugen̄t vloaz é teûaz d’ézhô hô boéd eûz ann én̄v.

16. É pé léac’h-bennâg m’az éjon̄t, hép gwarek na saésiou, hép tiren hag hép klézé, hô Doué a stourmaz évit-hô, hag a drec’haz.

17. Ha n’en deûz dén faézet ar bobl-zé, némét pa eo pelléet eûz a géelidigez ann Aotrou, hé Zoué.

18. Hôgen kenn aliez gwéach m’hô deûz kéélet eunn doué all ha na oa két hô Doué, in̄t bét rôet d’ar preiz, d’ar c’hlézé, d’ar vézégez.

19. Hôgen kenn aliez gwéach ma hô deûz bét keûz da véza dilézet kéélidigez hô Doué, Doué ann én̄v en deûz rôet d’ézhô ann ners da énebi.

20. Ével-sé eo hô deûz trec’het rouéed ar C’hananéed, ar Jébuséed, ar Féréséed, ann Hétéed, ann Hévéed, ann Amorréed, hag ar re c’halloudusa eûz a Hésébon, hag hô deûz bét é kers hô holl geriou.

21. Ha keit ha ma n’hô deûz két péc’het a éneb hô Doué, eo bét ervâd pép-trâ gan̄t-hô : râg hô Doué a gasa ar fallagriez.

22. Dré-zé n’eûz két pell amzer,