Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
ar c’hanédigez.

9. Izaak hag Ismael hé vipien a vésiaz anézhan̄ er c’héô a ioa daou doull enn han̄ (T), péhini a zô é park Éfron, mâb Séor, ann Hétéad, râg-énep da Vambré,

10. En dôa prénet digan̄t mipien Heth. Enô é oé bésiet Abraham, ha Sara hé c’hrég.

11. Goudé hé varô, Doué a vennigaz Izaak hé vâb, péhini a choumé é-tâl ar pun̄s a zô hanvet pun̄s ann hini a vév hag a wél.

12. Chétu aman̄ nésted Ismael, mâb Abraham, a c’hanaz dézhan̄ Agar, ann Ejiptianez, matez Sara.

13. Ha chétu hanvou hé vipien hervez hô hanvou hag hô nésted. Ar c’hen̄ta-ganet eûz a Ismael a oé Nabajot, goudé-zé Sédar, hag Adbéel, ha Mabsam,

14. Ha Masma, ha Duma, ha Massa,

15. Hag Hadar, ha Téma, ha Jétur, ha Nafis, ha Sedma.

16. Ar ré-zé eo mipien Ismael ; hag ar ré-zé eo hanvou hô c’hestel hag hô c’heriou, ô véza bét hî ann daouzek prin̄s eûz hô brôadou.

17. Ha bloasiou buez Ismael a oé eûz a zeiték ha c’houec’h-ugen̄t ; hag ô fata é varvaz, hag é oé lékéat gan̄d hé bobl.

18. Choum a réa adaleg Hévila bété Sur, a zô râg-énep d’ann Éjipt pa’z éeur d’ann Assiria : ha dirâg hé holl vreûdeur é varvaz.

19. Chétu ivé nésted Izaak, mâb Abraham : Abraham a en̄géhen̄taz Izaak.

20. Hé-man̄ pâ en dôé daou-ugen̄t vloaz, a géméraz da c’hrég Rébekka, merc’h Batuel, Siriad eûz ar Mézopotamia, c’hoar Laban.

21. Izaak a bédaz stard ann Aotrou évid hé c’hrég, ô véza ma oa brec’han̄ hî : hag ann Aotrou a glevaz out-han̄, hag a rôaz da Rébekka ar galloud da c’hénel.

22. Hôgen hé bugalé en em stoké ann eil égilé enn hé c’hôf ; hag hî a lavaraz : Ma oa réd é c’hoarvézché kémen̄t-sé gan-én̄, da bétrâ é oa d’in en̄géhen̄ta ? Hag hî a iéaz da c’houlenn ali digan̄d ann Aotrou.

23. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhi : Diou vrôad tud a zô enn da gôf, ha diou bobl en em rannô eûz da gôf ; hag ann eil bobl a vézô tréac’h d’ar bobl all ; hag ann héna a blégô d’ar iaouan̄ka.

24. Deûed é oa d’ézhi ann amzer da c’hwilioudi, ha chétu é oé kavet éz oa mamm da zaou vugel gével. (M).

25. Ar c’hen̄ta a zeûaz er-méaz, a oa gell, ha bleveg holl é-c’hîz eur c’hroc’hen : hag é oé hanvet Ézau. Égilé a zeûaz râk-tâl er-méaz, hag a zalc’hé enn hé zourn troad hé vreûr : ha dré-zé é oé hanvet Jakob.

26. Izaak en dôa tri-ugen̄t vloaz pa oé ganet d’ézhan̄ ann daou vugel-zé.

27. Pa oen̄t deûet da grenn-dûd, Ézau a zeûaz da véza eur chaséer brudet-brâz hag eul labourer douar (T) ; hôgen Jakob a ioa eunn dén didrôidel, hag a choumé dindân ann teltou.

28. Izaak a garé Ézau, ô véza ma tebré eûz hé hemolc’h : ha Rébekka a garé Jakob.

29. Hôgen Jakob en dôa poazet eur géfalen ; hag Ézau ô tistrei eûz ar parkeier hag hén̄ skuîz,

30. A lavaraz d’ézhan̄ : Rô d’in eûz ar boéd gell-zé ; râk skuîz-brâz ounn. Dré-zé eo é oé hanvet Édom.

31. Ha Jakob a lavaraz d’ézhan̄ : Gwerz d’in da hénan̄ded.

32. Hag Ézau a lavaraz : chétu ounn daré da vervel, da bétra é vézo mâd d’in va hénan̄ded ?

33. Ha Jacob a lavaraz : Tou-hén̄ éta d’in. Ézau hen touaz d’ézhan̄, hag a werzaz d’ézhan̄ hé hénan̄ded.

34. Hag ével-sé ô véza kéméret bara hag eur pladad boéd fer, é tebraz, hag éc’h évaz, hag éz éaz-kuît ; hag é réaz nébeûd a stâd eûz ann hénan̄ded en dôa gwerzet.


————


XXVI. PENNAD.


Pinvidigez Izaak.


1. Hôgen naonégez ô véza c’hoarvézet er vrô-zé é c’hîz d’ann hini a c’hoarvézaz é amzer Abraham, Izaak a iéaz da gavout Abimélek, roué ar Filistined, é Gérara.