Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/623

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
589
levr judit.

33. Na fell két d’in é teûfac’h da en̄klaskout ar péz a fell d’in da ôber ; ha kén na zistrôinn étrézeg enn-hoc’h, na raed nétrâ némét pédi ann Aotrou, hon Doué, évid-oun.

34. Hag Ozias, prin̄s Juda, a lavaraz d’ézhi : Kéa é péoc’h, ha ra vézô ann Aotrou gan-éz évid en em ven̄ji eûz hon énébourien. Hag hî, ô véza hé lézet énô, a iéaz-kuît.


————


IX. PENNAD.


Péden Judit.


1. Pa oé éat ar ré-man̄ kuît, Judit a iéaz enn hé féden-léac’h ; hag ô véza gwisket eur zaé-reûn, é lékéaz ludu war hé fenn ; hag oc’h en em deûrel d’ann douar dirâg ann Aotrou, é c’harmé out-han̄, ô lavarout :

2. Aotrou, Doué va zâd Siméon, péhini éc’h eûz rôet d’ézhan̄ ar c’hlézé évid en em ziwallout diouc’h ann diavésidi, péré enn hô gwall-ioul hô dôa gwâllet eur werc’hez, hag hô dôa hé gôlôet a véz :

3. Ha té péhini éc’h eûz lékéat hô gragez é preiz, hag hô merc’hed é sklavérez ; hag éc’h eûz rannet hô holl ziwisk étré da zervicherien, péré a zô bét leûn a oaz évid-oud ; va skoazel-mé, in̄tan̄vez, mé az péd, ô Aotrou, va Doué.

4. Râk té eo éc’h eûz gréat ar burzudou ken̄ta, hag éc’h eûz hô mén̄net ann eil goudé égilé : ha n’éc’h eûz gréat néméd ar pez a fell d’id da ôber.

5. Da holl hen̄chou a zô aozet, hag enn da râg-gwél éc’h eûz lékéat da varnédigézou.

6. Sell bréma out kamp ann Assiried, ével ma éc’h eûz sellet out kamp ann Éjiptianed, pa réden̄t, hag hî armet, war-lerc’h da zervicherien, ô fisiout war hô c’hirri, ha war hô marc’heien, ha war ann niver brâz eûz hô brézélidi.

7. Selloud a réjoud hép-kén oud hô c’hamp, hag ann dévalien a c’hôlôaz anézhô.

8. Gwéled ar môr a zalc’has hô zreid, hag ann douréier a c’hôlôaz anézhô.

9. Ra c’hoarvézô kémen̄t-sé, ô Aotrou, gan̄d ar ré-man̄ péré a laka hô fisian̄s enn hô niver brâz, hag enn hô c’hirri, hag énn hô daredou, hag enn hô zirennou, hag enn hô saésiou, hag enn hô goafiou,

10. Ha péré na ouzon̄t két pénaoz eo té hon Doué, péhini adaleg ar penn-ken̄ta éc’h eûz tréc’het ann arméou, ha pénaoz ann Aotrou eo da hanô.

11. Sâv da vréac’h ével ma éc’h eûz gréat adaleg ar penn ken̄ta, ha torr hô ners gan̄d da ners ; ra ziskarô da vuanégez rôgoni ar ré péré a laka enn hô fenn gwalla da zan̄tuar, ha saotra tabernakl da hanô, ha diskara gan̄d hô c’hlézé korn da aoter.

12. Grâ, Aotrou, ma kouézô hé rôgoni dindân hé glézé hé-unan.

13. Ra vézô paket gan̄d hé zaoulagad hé-unan, ével gan̄d eul lindag, ô selloud ouz-in ; ha skô war-n-ézhan̄ gan̄d ann dudi eûz ar geriou a zeûi er-méaz eûz va génou.

14. Laka ken̄dalc’h em c’haloun évit ma tisprizinn anézhan̄, ha rô d’in nerz évit ma tiskarinn anézhan̄.

15. Eunn dra eo hag a vézô én̄varaz évid da hanô, pa vézô diskaret gan̄d dourn eur vaouez.

16. Râk n’éma két, ô Aotrou, da ners enn niver brâz, na da ioul é ners ar c’hézék ; hag ar ré rôk adaleg ar penn-ken̄ta n’hô deûz két hétet d’id ; hôgen bépréd eo bét kavet mâd gan-éz péden ar ré vuel hag ar ré habask.

17. Doué ann én̄vou, krouer ann douréier, hag Aotrou ann holl grouadurien, sélaou out va féden pégen dister-bennâg ma-z-ounn, pa lakaann va fisian̄s enn da drugarez.

18. Az péz koun eûz da gévrédigez, ha laka ar geriou em génou, ha kréva herder va c’haloun, évit ma choumô da dî enn hé zan̄télez ;

19. Ha ma anavézô ann holl boblou pénaoz oud Doué, ha n’éûz hini all néméd-oud.


————