1. Hôgen pa é dôé éhanet Judit da c’harmi oud ann Aotrou, é savaz eûz al léac’h é péhini é oa en em daolet d’ann douar dirâg ann Aotrou.
2. Hag hî ô véza galvet hé flac’h, a ziskennaz d’hé zî, a dennaz hé saé-reûn, hag a guitaaz hé diḻad in̄tan̄vez ;
3. Gwalc’hi a réaz hé c’horf ; en em larda a réaz gan̄t louzou-c’houés-vâd ; rodella a réaz hé bléô ; eur c’hoéf kaer a lékéaz war hé fenn ; hag é lékéaz diḻad hé lévénez ; boutou koan̄t a lékéaz enn hé zreid, kémérout a réaz lagadennou-bréac’h, ha lili, ha lagadennou-skouarn, ha bizéier ; ha gan̄d hé holl gin̄klou en em gin̄klaz.
4. Ann Aotrou hé-unan a daolaz war-n-ézhi eur sked brâz, ô véza na zeûé két ann holl gin̄klerez-ze eûz a wall-ioul, hôgen eûz ar furnez. Evel-sé ann Aotrou a greskaz hé c’haerded, enn hévélep doaré ma oé kavet souézuz hé c’héned gan̄d ann holl.
5. Rei a réaz d’hé flac’h da zougen eur pôdad gwîn, hag eul léstrad éôl, ha bleûd, ha fiez séac’h, ha bara, ha fourmach ; hag hî a ieaz-kuît.
6. Ha pa oen̄t deûet da bors kéar, é kéfchon̄t énô Ozias hag henaoured kéar, péré a c’hortozé anézhi.
7. Pa wélaz ar ré-man̄ anézhi, é oen̄t souézet-brâz gan̄d hé c’haerded dreist-men̄t.
8. Na réjon̄t koulskoude goulenn é-béd out-hi, hag é lézchon̄t anézhi da von̄d-ébiou, ô lavarout : Ra rôi Doué hon tadou hé c’hrâs d’id, ha ra grévai gan̄d hé ners holl vénosiou da galoun, évit ma en em veûlô Jéruzalem enn-oud, ha ma vézô da hanô é-touez ar zen̄t hag ar ré wirion.
9. Hag ar ré a oa énô a lavaraz enn eur vouez : Bézet gréat, Bézet gréat.
10. Hôgen Judit enn eur bédi ann Aotrou, a iéaz ébiou d’ann ôriou, hi hag hé flac’h.
11. Hôgen ével ma tiskenné eûz ar ménez war-drô goulou-deiz, gwarded ann Assiried a gavaz anezhi, hag a grapaz enn-hi, ô lavarout : A béléac’h é teûez-té, ha péléac’h éz éz-té ?
12. Hag hî a lavaraz : Merc’h d’ann Hébréed ounn ; tec’het ounn diout-hô, ô véza ma em eûz anavézet pénaoz é tléon̄t béza rôet é preiz d’é-hoc’h, dré ma hô deûz hô tisprizet, ha né két fellet d’ézhô en em rei d’é-hoc’h a galoun vâd, évit kaout trugarez enn hô kén̄ver.
13. Râk-sé em eûz mennet enn-oun va-unan, ô lavarout : Mon̄d a rinn da gavout ar prin̄s Holofern, évit rei da anaout d’ézhan̄ hô sékrédou ; hag é tiskouézinn d’ézhan̄ é pé zoaré é hellô hô c’hémérout, hép ma kouézô hini é-béd eûz hé arme.
14. Pa glevaz ar ré-man̄ ar geriou-zé, é selchon̄t oud hé dremm ; hag hô daoulagad a oa saouzanet-brâz, ker souézet é oan̄t gan̄d hé c’haerded.
15. Hag é léverchon̄t d’ézhi : Miret eo da vuez gan-éz, gan̄d ann dézô éc’h eûz kéméret da zon̄d da gavout hor prin̄s.
16. Gwéz éta pénaoz pa en em ziskouézi dira-z-han̄, é vézi digémeret-mâd gan̄t-han̄, hag é vézi hétuz-brâz d’ézhan̄. Hé c’hâs a réjon̄t éta da delt Holofern, hag é rôjon̄t da anaout d’ézhan̄ pénaoz é oa-hî énô.
17. Ha pa oé eat-hî dirâg Holofern, é oé râk-tâl kémeret hé-man̄ gan̄d hé zaoulagad.
18. Hag hé ovisérien a lavaraz d’ézhan̄ : Piou a zispriz pobl ann Hébréed, péré hô deûz merc’hed ker kaer, ma tellézon̄t é stourmfemp out-hô évit-hî ?
19. Pa wélaz Judit Holofern azézet dindân hé delt péhini a oa broudet gan̄t limestra, gan̄d aour, ha smaragd, ha mein all talvouduz-brâz :
20. Ha pa wélaz-hî anézhan̄, en em daolaz d’ann douar, hag éc’h azeûlaz anézhan̄. Ha tûd Holofern a savaz anézhi dré c’hourc’hémenn hô Aotrou.
1. Neûzé Holofern a lavaraz d’ézhi :