Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/627

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
593
levr judit.

kréva ac’hanoun, ha sell bréma oud ar pez a ia da ôber va dourn, évit, ével ma éc’h eûz hé lavaret, ma assavi da géar a Jéruzalem ; ha ma peûr-c’hrinn ar pez em eûz mennet a helfenn da ôber dré-z-oud.

8. Ha pa é dôé lavaret kemen̄t-sé, é tôstaaz oud ar peûl a oa é penn hé wélé, é tistagaz hé c’hour-glézé a oa a-ispiḻ out-han̄.

9. Ha goudé ma é dôé hé zic’houinet, é krogaz é bleô penn Holofern, hag é lavaraz : Aotrou Doue, kréva ac’hanoun bréma.

10. Hag hî a skôaz diou wéach war hé c’houzoug, hag a drouc’haz hé benn ; hag ô véza tennet eur gwél er-méaz eûz ar peûliou, é tirodellaz hé c’horf dibenn.

11. Ha nébeût goudé éz eaz er méaz eûz ar gampr, hag é rôaz penn Holofern d’hé flac’h, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhi m’hé lakajé enn hé sac’h.

12. Hag hî hô diou a iéaz er-méaz, hervez ma oan̄t boazet da ôber, ével m’az ajen̄t da bédi ; hag hî a dreûzaz ar c’hamp, hag a réaz ann drô eûz ann draon̄ien, hag a zeûaz out porz kéar.

13. Ha Judit a lavaraz a bell d’ar ré a ziwallé muriou kéar : digorit ann ôriou, râg gan-é-omp éma Doué, péhini en deûz diskouézet he ners enn Israel.

14. Ha pa glevaz ann dûd-man̄ anézhi, é c’halvchon̄t hénaoured kéar.

15. Hag hi holl a zeûaz étrézég enn-hi, adaleg ar bihana bétég ar brasa ; râk na gréden̄t mui é teûje hî.

16. Hag ô véza énaouet goulaouennou, en em lékéjon̄t holl enn-drô d’ézhi ; hag hî ô piña war eur grec’hien, a c’hourc’hemennaz ma vijé tavet. Ha pa oé tavet ann holl,

17. É lavaraz Judit : Meûlit ann Aotrou, hon Doué, péhini n’en deûz két dilézet ar ré a fisié enn-han̄ ;

18. Péhini en deûz peûr-c’hréat dré-z-oun ann drugarez en dôa touet da dî Israel, ha péhini en deûz lazet enn nôz-man̄ gan̄t va dourn énébour hé bobl.

19. Hag ô tenna penn Holofern eûz ar zâc’h, é tiskouézaz anézhan̄ d’ézhô, ô lavarout : Chétu penn Holofern, prin̄s armé ann Assiried, ha chétu ar wél é péhini é oa gourvézet enn hé vezven̄ti, é péléac’h en deûz ann Aotrou, hon Doué, skôet gan̄t-han̄ dré zourn eur vaouez.

20. Ével ma eo béô ann Aotrou, hé Éal en deûz va diwallet, ha pa ounn éat ac’hann, ha pa ounn choumet énô, ha pa ounn distrôet aman̄; hag ann Aotrou n’en deûz két va lézet, mé hé vatez, da véza saotret ; ha va lékéat en deûz da zistrei étrézég enn-hoc’h dinam a béc’hed, laouen eûz hé dréac’h, eûz va zéac’h, hag eûz hô tieûb.

21. Meûlit-hén̄ holl, ô véza ma eo mâd, ô véza ma pâd hé drugarez bétég ar c’han̄tvédou.

22. Neûzé hî holl oc’h azeûli ann Aotrou, a lavaraz d’ézhi : Da venniget en deûz ann Aotrou gan̄d hé ners, ô kâs-da-gét dré-z oud hon énébourien.

23. Ozias, prin̄s pobl Israel, a lavaraz ivé d’ézhi : Benniget oud, va merc’h, gan̄d ann Aotrou, ann Doué uc’hel-brâz, dreist ann holl c’hragez a zô war ann douar.

24. Benniget ra vézô ann Aotrou, krouer ann en̄v hag ann douar, péhini en deûz da reizet évit trouc’ha hé benn da brin̄s hon énébourien.

25. Râk lékéat en deûz hiriô da hanô da véza ker brudet, ma vézô bépréd da veûleûdi é génou ann dûd, péré hô dévézô koun da-vikenn eûz a ners ann Aotrou ; ô véza n’éc’h eûz két espernet da vuez, é-kreiz ann an̄ken hag ar glac’har eûz da bobl ; hôgen ma éc’h eûz miret oud hé zisman̄tr, dirâg ann Aotrou.

26. Hag ann holl bobl a lavaraz : Bézet great, bézet gréat.

27. Hôgen Akior ô véza bét galvet a zeûaz, ha Judit a lavaraz d’ézhan̄ : Doué Israel da béhini éc’h eûz rôet testéni pénaoz é hell en em ven̄ji eûz hé énébourien, en deûz trouc’het hé-unan, enn nôz-man̄ dré va dourn, penn prin̄s ann holl ré ziskrédik.

28. Hag évit ma wézi heb arvar pénaoz eo gwîr, chétu aman̄ penn Holofern, péhini gan̄t faé hé rogoni a réaz