1. Pa glevaz holl armé ann Assiried pénaoz é oa bét dibennet Holofern, é kolchon̄t hô spéred hag hô skian̄t ; hag aliet gan̄d hô aoun ha gan̄d hô spount hép-kén, na glaskchon̄t mui néméd ann tec’h.
2. Enn hévélep doaré na gomzé hini gan̄d hé amézek ; hôgen ô soubla hô fenn, hag ô tilézel pép-trâ, é hasten̄t da dec’hout diouc’h ann Hébréed, a gleven̄t ô ton̄t war hô lerc’h gan̄d hô armou ; hag hî a dec’hé a dreûz d’ar parkou ha dré wénôdennou ann tuniou.
3. Bugalé Israel éta oc’h hô gwélout ô tec’hout a iéaz war hô lerc’h, hag a ziskennaz ô seni gan̄d ar c’hornou-boud, hag ô c’harmi war hô lerc’h.
4. Hag ével n’az éa két ann Assiried enn eur stroll, é tec’hen̄t hép reiz ; hôgen bugalé Israel a iéa enn eur stroll, war hô lerc’h ; hag hî a zispenné kémen̄d hini anézhô a hellen̄t da dizout.
5. Hôgen Ozias a gasaz kannaded étrézég ann holl geriou hag ann holl brovin̄sou eûz a Israel.
6. Ével-sé pép provin̄s ha pép kéar, ô véza dilennet hag armet hô zûd-iaouan̄k, hô c’hasaz a-éneb ann Assiried, péré a oé heskinet gan̄t-hô, kén na oen̄t kaset bétég harzou hô brô.
7. Koulskoudé ar ré a oa choumet é Bétulia, a iéaz da gamp ann Assiried ; hag hî a géméraz ar preiz hô dôa lézet ann Assiried, hag a oé sammet-brâz.
8. Hôgen ar ré a zistrôaz da Vétulia goudé béza trec’het ann Assiried, a zigasaz gan̄t-hô kémen̄t ha ma oa bét d’ézhô ; ha na oé hini anézhô, adaleg ar bihana bétég ar brasa, na zeûaz da véza pinvidik gan̄d hé breiz, kenn é dén̄ved, kenn é saout, kenn é holl binviou.
9. Hôgen Joakim, ar Bélek-brâz, a zeûaz eûz a Jéruzalem da Vétulia gan̄d hé holl hénaoured, évit gwélout Judit.
10. Hou-man̄ ô véza éat er-méaz evid hé ziambrouga, hî holl a vennigaz anézhi enn eur vouéz, ô lavarout : Té a zô gloar Jéruzalem, té a zô lévénez Israel, té a zô énor hor pobl.
11. Râg ével eur goaz oud en em rénet, hag en em grévéet eo da galoun ; ô véza ma éc’h eûz karet ar glanded, ha goudé ma éc’h eûz diouéret da ozac’h, n’éch eûz két kéméret eunn ozac’h all ; dré-zé dourn ann Aotrou en deûz da grévéet, hag é vézi benniget da-vikenn.
12. Hag ann holl bobl a lavaraz : Bézet gréat, bézet gréat.
13. A-héd trégon̄t dervez, a véac’h ma oé dastumet gan̄t pobl Israel holl ziwiskou ann Assiried.
14. Rôet é oé gan̄d ar bobl da Judit kémen̄d a oé anavézet évit béza bét da Holofern, hag enn aour, hag enn arc’han̄t, hag é diḻad, hag é mein talvouduz, hag enn arrébeûri é pép doaré.
15. Hag ann holl oazed, hag ar merc’hed, hag ar plac’hed-iaouan̄k hag ar baotred-iaouan̄k en em laouénée, ô seni gan̄d ann télennou hag al lirennou.
1. Neûzé Judit a ganaz eur ganaouen d’ann Aotrou, ô lavarout :
2. Kanit d’ann Aotrou gan̄t taboulinou, kanit d’ann Aotrou gan̄t simbalou ; kanit eur ganaouen névez d’ézhan̄, meûlit ha pédit hé hanô.
3. Ann Aotrou eo a dorr ar brézellou, ann Aotrou eo hé hanô.
4. Lékéat en deûz hé gamp é-kreiz hé bobl, évid hon tenna eûz a zaouarn hon holl énébourien.
5. Penn ann Assiria a zô deûet eûz ar ménésiou, diwar-zû ann han̄ter-nôz gan̄d eunn niver hag eunn ners vrâz ; hag al lôd brâz anézhô hô deûz leûniet ar froudou, hag hô c’hézek hô deûs gôlôet ann traon̄iennou.
6. Lavaret en dôa é tevché va douarou, é lazché gan̄d ar c’hlézé va zûd-