Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/630

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
596
levr judit.

iaouan̄k, é rôje é preiz va bugalé vunud, hag é sklavérez va flac’hed-iaouan̄k.

7. Hôgen ann Aotrou holl c’halloudek en deûz harzet out-han̄, hag en deûz lékéat da gouéza hé brin̄s étré daouarn eur vaouez, péhini é deûz hé lazet.

8. Râg ar galloudek anézhô né két bét diskaret gan̄d ann dûd-iaouan̄k, né két bét skôet gan̄t mipien Titan : né két lan̄gouinéged brâz-direiz hô deûz énébet out-han̄ ; hôgen Judit, merc’h Mérari, eo é deûz hé ziskaret gan̄t kaerded hé dremm,

9. Tennet é deûz hé diḻad a in̄tan̄vez, ha gwisket é deûz hé diḻad a lévénez évid dazorc’hi bugalé Israel.

10. Lékéat é deûz louzou-c’houés-vâd war hé dremm ; eur c’hoéf kaer é deûz lékéat war hé bléô ; eur zaé névez é deûz kéméret évid hé douella.

11. Hé boutou hô deûz mézévellet hé zaoulagad ; hé c’haerded en deûz trec’het hé galoun ; hag hî é deûz trouc’het hé benn gan̄d hé glézé hé-unan.

12. Ar Bersied a zô bét saouzanet gan̄d hé c’hen̄dalc’h, hag ar Védied gan̄d hé herder.

13. Neûzé kamp ann Assiried en deûz iudet, pa hô deûz gwélet hon tûd, hag hî daré gan̄d ar sec’hed.

14. Mipien ar gragez-iaouan̄k hô deûz skôet gan̄t-hô ; hag hî hô deûz hô lazet ével tûd-iaouan̄k war dec’h : lazet in̄t bét enn emgann dirâg ann Aotrou, va Doué :

15. Kanomp eur ganaouen d’ann Aotrou, kanomp eur ganaouen névez d’hon Doué.

16. Aotrou Adonai, brâz oud, ha brudet-brâz évid da ners, ha na hell dén da drec’hi.

17. Ra zen̄tô ouz-id da holl grouadurien ; râk komzet éc’h eûz, hag hî a zô bét gréat : da spéred éc’h eûz kaset, hag hî a zô bét krouet ; ha na hell den harza oud da vouéz.

18. Ar ménésiou a vézô kéflusket enn hô diazez gan̄d ann douréier ; ar vein a deûzô ével ar c’hoar dira-z-oud.

19. Hôgen ar ré a zouj ac’hanod, a vézô brâz dira-z-oud é pép-trâ.

20. Gwâ d’ar vrôad en em zispac’hô out va fobl, râg ann Aotrou holl-c’halloudek en em ven̄jô anézhô ; hag hén̄ a zeûi d’hô gwélout é deiz ar varn.

21. Lakaad a rai da zével enn hô c’hîg tân ha prén̄ved ; évit ma tevin̄t, ha ma vézin̄t kriñet da-vikenn.

22. Goudé ann tréac’h-zé, ann holl bobl a zeûaz da Jéruzalem évid azeûli ann Aotrou : ha goudé m’hô dôé en em c’hlanet, é kennigchon̄t d’ézhan̄ hô holl sakrifisou-losk, hag hô gwéstlou, hag hô léou.

23. Hôgen Judit ô véza kéméret holl armou Holofern a oa bét rôet d’ézhi gan̄d ar bobl, hag ar wél é dôa hé-unan tennet eûz hé wélé, a gennigaz anézhô d’ann Aotrou ével eur c’houn a an̄kounac’h.

24. Laouen é oé ar bobl pa wélaz al lec’hiou san̄tel ; ha lévénez ann tréac’h-zé a oé lidet gan̄d Judit a-héd tri miz.

25. Hôgen goudé-zé pép-hini a zistrôaz d’hé dî ; ha Judit a oé brudet-brâz é Bétulia, ha prizet dreist-holl é holl vrô Israel.

26. Râg ar glanded hag ar galouniez a oa kévret enn-hi ; enn hévélep doaré na anavézaz goâz é-béd, keit ha ma vévaz-hî, abaoé ma oa marô Manasez, hé ozac’h.

27. Hôgen enn deisiou goél, en em ziskouézé gan̄t kalz a skéd.

28. Choum a réaz é-tî hé ozac’h a-héd pemp ploaz ha kan̄t ; ha goudé béza lékéat é dieûb hé flâc’h, é varvaz, hag é oé bésiet gan̄d hé ozac’h é Bétulia.

29. Ar bobl holl a wélaz anezhi a-héd seiz dervez.

30. Keit ha ma vévaz, hag a-héd kalz bloavésiou all goudé hé marô, na zeûaz dén da reûstla Israel.

31. Hôgen deiz ann tréac’h-zé a zô bét lékéat gan̄d ann Hébréed é reiz ann deisiou san̄tel ; ha lidet eo gan̄d ar Iuzevien abaoé neûzé bété-vréma.