13. É c’houlennaz kuzul digan̄d ar ré fûr, péré diouc’h kîz ar rouéed, a oa bépréd tôst d’ézhan̄, ha diouc’h lavar péré é réa pép-trâ, dre ma anavézen̄t al lézennou, ha barnou ar ré gôz,
14. (Hôgen ar ré gen̄ta hag ar ré dôsta anézhô a oa Karséna, ha Sétar, hag Admata, ha Tarsis, ha Marez, ha Marsana, ha Mamuc’han, seiz dug ar Bersied hag ar Védied, péré a wélé dremm ar roué, ha péré a azézé ar ré gen̄ta war hé lerc’h.)
15. Da bé boan é varnché ar rouanez Vasti, péhini na oa két fellet d’ézhi sen̄ti oud ar gourc’hémenn en dôa gréat ar roué d’ézhi gan̄d hé spazéien.
16. Ha Mamuc’han a lavaraz dirâg ar roué, ha dirâg hé brin̄sed : Ar rouanez Vasti n’é deûz két gwallet ar roué hép-kén, hôgen ivé ann holl boblou, hag ar brin̄sed a zô é holl brovin̄sou ar roué Assuérus.
17. Râg ar péz é deûz gréat ar rouanez ô véza gwézet gan̄d ann holl c’hragez, hî a zisprizô hô ézec’h, ô lavarout : Ar roué Assuérus en deûz gourc’hémennet d’ar rouanez Vasti mon̄d d’hé gavout, ha né két fellet d’ézhi mon̄t.
18. Ha diouc’h ar skouér-zé, gragez holl brin̄sed ar Bersied hag ar Védied a zisprizô gourc’hémennou hô ézec’h ; ével-sé droug ar roué a zô reiz.
19. Ma her kavez-mâd, ra vézô gréat eur c’hémenn dré da urs, ha ra vézô skrivet hervez lézen ar Bersied hag ar Védied, péhini na helleur két da derri, pénaoz ar rouanez Vasti, n’az ai mui da gavoud ar roué, hôgen ma kémérô eunn all hé c’hurunen, hag hî gwelloc’h égét-hi ;
20. Ha ra vézô embannet ar c’hémenn-zé é holl brovin̄sou da rouan̄télez (a zô brâz-meûrbéd), évit ma teûi ann holl c’hragez, kenn eûz ar ré vrâz, kenn eûz ar ré vihan, da énori hô ézoc’h.
21. Kuzul Mamuc’han a oé kavet-mâd gan̄d ar roué ha gan̄d hé brin̄sed ; hag ar roué a réaz diouc’h m’en dôa lavaret :
22. Hag hen̄ a gasaz lizeri é holl brovin̄sou hé rouan̄télez, hag hî skrivet é meûr a iéz, ma helché péb brôad hô c’hlévout hag hô lenna, évit m’hô défé ann ézec’h ar véli enn hô ziez ; ha ma vijé embannet kémen̄t-sé é-touez hé holl boblou.
1. Goudé kémen̄t-sé, pa oé habaskéet buanégez ar roué, é teûaz koun d’ézhan̄ eûz a Vasti, hag eûz ar péz é dôa gréat, hag eûz ar péz é dôa gouzan̄vet :
2. Hôgen servicherien hag oviserien ar roué a lavaraz : Bézet klasket évid ar roué merc’hed gwerc’h ha kaer ;
3. Ha bézet kaset tûd dré ann holl brovin̄sou évit gwélout ar merc’hed kaer ha gwerc’h, hag hô c’hâs da géar Suza, hag hô lakaad é tî ar merc’hed dindân dourn Égéus ar spâz, péhini eo ann diwaller hag ar mirer eûz a c’hragez ar roué : hag énô é vézô d’ézhô péadrâ d’en em é c’hlana, ha kémen̄d tra all a vézô réd d’ézhô.
4. Hag ann hini anézhô holl a blijô ar muia d’ar roué, a zeûi da rouanez é léac’h Vasti. Al lavar-zé a oé kavet-mâd gan̄d ar roué, hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé gréat ével m’hô dôa kuzuliet.
5. É kéar Suza éz oa eur Iuzeô hanvet Mardoché, mâb Jair, mâb Séméi, mâb Kis, eûz a wenn Jémini,
6. Péhini a oa bét dizouget eûz a Jéruzalem, enn amzer m’en dôa Nabukodonosor, roué Babilon, dizouget Jékonias, roué Juda.
7. Maget en dôa Édissa, merc’h hé vreûr, a oa hanvet ivé Ester : kollet é dôa-hî hé zâd hag he mamm ; koan̄t ha kaer é oa. Hé zâd hag hé mamm ô véza marô, Mardoché hé c’héméraz da verc’h.
8. Pa oé éta embannet kémenn ar roue, ha pa oé kaset da Zuza kalz merc’hed kaer, a lékead étré daouarn