Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/633

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
599
levr ester.

Egéus ar spâz, Ester ivé é-touez ar ré all a oé lékéat étré hé zaouarn, évit béza diwallet gan̄d ar merc’hed all.

9. Hou-man̄ a blijaz d’ézhan̄, hag a gavaz trugarez dira-z-han̄. Hag hén̄ a c’hourc’hemennaz da eur spaz all ma hastché rei d’ézhi péadrâ d’en em c’hlana, ha kémen̄d a dlié béza enn hé lôd-hi, hag ivé seiz plac’h eûz ar ré gaéra eûz a dî ar roué, hag hé c’hin̄kla hag hé c’hempenni, hi hag hé flac’hed.

10. Na fellaz két da Ester lavaroud d’ézhan̄ a bé vrô, nag a bé bobl é oa-hî ; râk Mardoché en dôa kémennet d’ézhi ma tavché a-grenn war gémen̄t-sé.

11. Hén̄ a valéé bemdez dirâk leûr ann tî é péhini é oa diwallet ar merc’hed dilennet, leûn a bréder é kén̄ver Ester, ha gan̄d ar c’hoan̄t en dôa da c’houzout pétrâ a c’hoarvézché gan̄t-hi.

12. Hôgen pa oé deûet ann amzer da bép-hini eûz ar plac’hed-iaouan̄k da von̄d da gaout ar roué pép-hini d’hé reiz, goudé béza gréat pép-trâ évid en em c’hlana, a-héd daouzék miz ; oc’h en em larda a-héd c’houec’h miz gan̄d éôl mirr, hag a-héd ar c’houec’h miz all gan̄t tretou ha louzou-c’houés-vâd :

13. Hag abars m’az éan̄t-hi da gavout ar roué, é oa rôet d’ézhô kémen̄t ha ma c’houlennen̄t évid en em gin̄kla ; ha neûzé éz éan̄t eûz a gampr ar merc’hed da gampr ar roue gan̄d ar gin̄klérézou hô dôa c’hoan̄téet da gaout.

14. Ann hini a oa éat d’hé gavout diouc’h ar pardaez, a iéa-kuît diouc’h ar min̄tin, hag ac’hanô é oa kaset enn eur gampr all, é péhini édô serc’hed ar roué, a oa dindân dourn Susagazi ar spâz, a oa réner war-n-ézhô ; hag hou-man̄ na hellé mui distrei da gavout ar roué, a-énep hé ioul-hén̄, némét m’en défé hé galvet-hi dré hé hanô.

15. Goudé éta ma oé tréménet eunn amzer-bennâg, é teûaz ann deiz é péhini Ester, merc’h Abihail, breûr Mardoché, a oa bét kéméret gan̄d hé-man̄ évid hé verc’h, a dlié mon̄d da gavout ar roué diouc’h hé reiz. Hou-man̄ na c’houlennaz nétrâ évid en em gin̄kla ; hôgen Égéus, ar spâz, mirer ar merc’hed-zé, a rôaz d’ézhi évit-sé ar péz a garaz. Râg hî é dôa eur c’hen̄dalc’h braô, hag a oa kaer-meûrbed ; hag ar ré holl a wélé anézhi, hé c’havé hétuz ha dudiuz.

16. Kaset é oé éta da gampr ar roué Assuérus enn dékved mîz hanvet Tébet, er seizved bloaz eûz hé rén.

17. Ar roué hé c’haraz dreist ann holl c’hragez ; hag hi a gavaz grâs ha trugarez dira-z-han̄ dreist ann holl c’hragez ; hag hén̄ a lékéaz ar gurunen a roué war hé fenn, hag a lékéaz anézhi da rouanez é léac’h Vasti.

18. Neûzé é c’hourc’hémennaz ar roué ma vije aozet eur banvez kaer-meûrbed d’hé holl brin̄sed ha d’hé zervicherien, évid dimézi hag eûreûd Ester. Hag hén̄ a rôaz éhan d’hé holl brovin̄sou, hag a rôaz rôou diouc’h galloud eur roué.

19. Ha keit ha ma oé klasket merc’hed évid eil zimézi ar roué, ha ma oen̄t strollet énô, Mardoché a choumaz bépred oud dôr ar roué.

20. Ester né dôa két c’hoaz rôet da anaout hé brô nag hé fobl, hervez gourc’hémenn Mardoché ; râg Ester a zévéné kémen̄d ha ma c’hourc’hémenné-hén̄; hag hi a réa c’hoaz neûzé ével ma oa boazet-hî da ôber, pa oa maget gan̄t-han̄ hag hî bihan.

21. Hôgen enn amzer ma choumé Mardoché oud dôr ar roué, Bagatan ha Tarez, daou spaz d’ar roué, péré a oa da benn war ar ré a ziwalle ar persier ken̄ta eûz hé dî, a zavaz droug enn-hô. Fellout a réaz d’ézhô dispac’ha oud ar roué, hag hé laza.

22. Mardoché ô véza gwézet kémen̄t-sé, hé rôaz da anaout d’ar rouanez Ester ; hag hou-man̄ hel lavaraz d’ar roué, é hanô Mardoché, péhini en dôa hé zisklériet d’ézhi.

23. Gréat é oé en̄klask war gémen̄t-sé, hag é oé kavet é oa gwîr ; hag hî a oé staget hô-daou oud ar groug. Ha kémen̄t-man̄ a oé skrivet enn historiou, hag a oé merket el lévriou-bloasiek dirâg ar roué.


————