1. Goude-zé ar roué Assuérus a uc’hélaaz Aman, mâb Amadat, péhini a oa eûz a wenn Agag ; hag hén̄ a zavaz hé drôn dreist hini ann holl brin̄sed a oa gan̄t-han̄.
2. Hag holl zervicherien ar roué, péré a oa oud dôriou hé balez, a blégé ô daoulin, hag a azeûle Aman ; râg ann Impalaer en dôa he c’hourc’hémennet d’ézhô. Na oé némét Mardoché a gémen̄t na blégaz két hé zaoulin dira-z-han̄, ha na azeûlaz két anézhan̄.
3. Ha servicherien ar roué péré a oa da benn out persier ar palez a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâk na zen̄tez két ével ar ré all out gourc’hémenn ar roué ?
4. Ha goudé m’hô dôé lavaret ann dra-zé d’ézhan̄ aliez, hép ma fellé d’ézhan̄ hô sélaoui, her rôjon̄t da anaout da Aman, évit gouzout ma ken̄dalc’hché enn hé zézô ; râk lavaret en dôa-hén̄ d’ézho pénaoz é oa Iuzev.
5. Pa glevaz Aman kémen̄t-sé, hag ô véza anavézet hé-unan pénaoz Mardoché na blégé két hé zaoulin dira-z-han̄, ha na azeûlé két anézhan̄, é savaz drouk brâz enn-han̄ :
6. Hôgen ével nétrâ é sellaz lakaad hé zourn war Vardoché hép-kén ; hag ô véza klevet pénaoz é oa Iuzev, é oe gwell gan̄t-han̄ koll holl bobl ar Iuzevien en em gavé é rouan̄telez Assuérus.
7. Er miz ken̄ta, a zô hanvet Nisan, enn daouzékved bloaz eûz a rén Assuérus, é oé taolet ar sort, a zô hanvet phur é Hébrach, el léstr dirâg Aman, évit gouzout é pé zeiz, hag é pé vîz é tlié pobl ar Iuzevien béza lazet ; hag ar sort a gouézaz war ann daouzékved mîz hanvet Adar.
8. Hag Aman a lavaraz d’ar roué Assuérus : Béz’ éz eûz eur bobl a zô skiñet dré ann holl brovin̄sou eûz da rouan̄télez, hag a zô rannet diout-han̄ hé-unan ; péhini a heûḻ lézennou ha lidou névez, ha péhini ouc’h-penn a zispriz gourc’hémennou ar roué. Ha té a oar ervâd penaoz na zéré két oud da rouan̄télez é teûfé c’hoaz da greski hé rogoni.
9. Gourc’hémenn éta ma vézô kaset-da-gét, ma her c’havez mâd, ha mé a baéô da den̄zorierien da espern dék mil talan̄t.
10. Neûzé ar roué a dennaz ar bizou a zougé bépréd, hag hé rôaz da Aman, mâb Amadat eûz a wenn Agag, énébour ar Iuzevien.
11. Hag é lavaraz d’ézhan̄ : Mîr évid-od ann arc’han̄t a gennigez d’in ; ha grâ é-ken̄ver ar bobl-zé ével ma kiri.
12. Er miz ken̄ta hanvet Nisan, enn trizékved deiz eûz ann hévélep mîz é oé galvet skrivañerien ar roué, hag é oé skrivet, é hanô ar roué Assuérus, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Aman, da holl rénerien ar roué, ha da varnerien ann holl vrôadou a oa er brovin̄sou ; ha skrivet é oé é meûr a iéz, évit ma helché béza lennet gan̄t péb brôad : hag al lizer a oe siellet gan̄t bizou ar roué.
13. Kaset é oé gan̄t réderien ar roué d’ann holl brovin̄sou, évit ma vijé lazet ha kaset-da-gét ann holl Iuzevien , adaleg ar iaouan̄ka bétég ar c’hôsa, hag ivé ar vugalé hag ar merc’hed, enn hévélep deiz, da lavaroud eo, enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar, ha ma vijé preizet hô mâdou.
14. Chétu pétrâ a oa el lizer-zé, évit ma vijé gwézet gan̄d ann holl brovin̄sou, ha ma vijen̄t daré évid ann deiz dilennet.
15. Ar réderien a oa kaset a iéa buhan, évit sévéni gourc’hémenn ar roué. Râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza, en̄dra ma édô ar roué hag Aman ô banvézi, hag ann holl Iuzevien a oa é kéar ô skuḻa daélou.
1. Mardoché ô véza klézet kémen̄t-