Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/635

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
601
levr ester.

, a rogaz hé ziḻad , a wiskaz eur zac’h, hag a daolaz ludu war hé benn ; hag hén̄ en em lékéaz da c’harmi é-kreiz leûr-géar, ô tiskouéza c’houervder hé galoun.

2. Dont a réaz éta enn eur lén̄va ével-sé bété porz ar palez. Râk na helled két mon̄d é palez ar roué gwisket gan̄d eur zac’h.

3. Er provin̄sou, er c’heriou, hag enn holl lec’hiou, é péré é oé kaset ar gourc’hémenn krîz-zé eûz ar roué, é oé brâz ar c’hlac’har é-touez ar Iuzevien, hag ivé ar iûn, hag ar garm, hag ar gwélvan ; ha kalz anézhô n’hô dôa néméd ar zac’h hag al ludu évit gwélé.

4. Neûzé plac’hed Ester hag hé spazéien a zeûaz, hag a rôaz da anaout kémen̄t-sé d’ézhi. Ha pa hé glévaz, é oé man̄tret ; hag hî a gasaz eur zaé da Vardoché, évit ma hé gwiskché ha ma lezché hé zac’h ; hôgen na fellaz ket d’ézhan̄ hé c’hémérout.

5. Hag hi a c’halvaz Atac’h ar spâz, a oa bét rôet d’ézhi gan̄d ar roué évid hé servich, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ mon̄d da gavout Mardoché, évit gouzout digan̄t-han̄ pérâg é réa ével-sé.

6. Atac’h a iéaz éta da gavout Mardoché, péhini a oa é-kreiz leûr-géar dirâk porz ar palez :

7. Ha Mardoche a rôaz da anaout d’ézhan̄ kémen̄t ha ma oa c’hoarvézet ; pénaoz Aman en dôa touet é tougché kalz a arc’han̄t é ten̄zor ar roué évit lazérez ar Iuzevien.

8. Eunn diskriv a rôaz ivé d’ézhan̄ eûz ar gourc’hémenn a oa bét staget é Suza, évid hé ziskouéza d’ar rouanez, hag hé c’huzulia da von̄t da gavout ar roué, ha da bédi stard anézhan̄ évid hé fobl.

9. Hag Atac’h a zistrôaz, hag a rôaz da anaout da Ester kémen̄d ha m’en dôa lavaret Mardoché d’ézhan̄.

10. Hag Ester a respoun̄taz, hag a chourc’hémennaz da Atac’h ma lavarché kémen̄t-man̄ da Vardoché :

11. Holl zervicherien ar roué ; hag ann holl brovin̄sou a zô dindân he c’halloud a oar pénaoz mar teû hini, daoust pé goaz, daoust pé maouez, da von̄t, héb béza galvet, er zâl a-ziabarz, é véz lazet râk-tâl hép mâr é-béd ; néméd astenni a râfé ar roué dré zarvoud étrézég enn-han̄ hé walen-roué aour, ével arouéz a habaskded, ha dré-zé ma hellô béva. Pénaoz éta é helfenn-mé mon̄d da gavout ar roué, pa n’ounn két bét galvet gan̄t-han̄ trégon̄t dervez a zô ?

12. Pa glevaz Mardoché kémen̄t-sé,

13. É kasaz adarré étrézég Ester, évit lavarout d’ézhi : Na gréd két pénaoz, évid-od da véza é tî ar roué, é helfez savetei da vuez, gwelloc’h égéd ann holl Iuzevien :

14. Rak mar tavez bréma, enn eunn doaré all é vézô dieûbet ar Iuzevien ; ha té, ha tî da dâd a vézô kollet. Ha piou a oar ma né két évit-sé oud bét savet da rouanez, ma vijez daré évid eunn hévéleb amzer ?

15. Hag Ester a gasaz adarré da lavarout kémen̄t-man̄ da Vardoché :

16. Kéa ha stroll ann holl Iuzevien a gavi é Suza, ha pédit évid-oun. Na zebrit, na na évit a-héd trî dervez ha teir nôzvez ; ha mé ivé a iunô gan̄t va flac’hed ; ha goudé-zé éz inn da gavout ar roué a-éneb al lézen, hag héb béza galvet, oc’h en em rei d’ar gwall ha d’ar marô.

17. Mon̄d a réaz éta Mardoché, hag é réaz ar péz é dôa gourc’hémennet Ester d’ézhan̄.


————


V. PENNAD.


Ar roué a ia gan̄d Aman da vanvézî da di Ester.


1. Hôgen ann trédé deiz Ester a wiskaz he diḻad rouanez ; mon̄d a réaz er zâl a-ziabarz eûz a dî ar roué, hag é choumaz énô dirâg hé gampr ; ar roué a oa azézet war hé drôn, é speûren-wélé hé gampr, war-énep da zôr hé gampr.

2. Ha pa wélaz ar rouanez Ester a oa enn hé sâ, é hétaz-hî d’ézhan̄, hag éc’h astennaz étrézég enn-hi ar walen-roué aour en dôa enn hé zourn. Hag hî a dôstaaz, hag a bokaz da benn ar walen-roué.