Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/636

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
602
levr ester.

3. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Pétrâ a fell d’id, rouanez Ester ? Pétrâ a c’houlennez ? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d’id.

4. Hag Ester a lavaraz d’ézhan̄ : Pédi a rann ar roué da zon̄d hiriô, mar kâr, hag Aman gan̄t-han̄, d’ar banvez em eûz aozet.

5. Galvit Aman râk-tâl, émé ar roué, évit ma sen̄tô oud ioul Ester. Ar roué hag Aman a zeûaz éta d’ar banvez é dôa ar rouanez aozet évit-hô.

6. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi, goudé m’en dôé évet kalz a wîn : Pétrâ a fell d’id a rôfenn d’id, ha pétrâ a c’houlennez ? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d’id.

7. Hag Ester a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu va goulenn ha va féden.

8. Ma em eûz kavet grâs dirâg ar roué, ha ma fell d’ézhan̄ aotréa d’in ar péz a c’hoan̄taan hag a c’houlennann ; deûet ar roué, hag Aman gan̄t-han̄, d’ar banvez em eûs aozet d’ézhô, ha war-c’hoaz é rôinn da anaout va c’hoan̄t d’ar roué.

9. Aman éta a iéaz er-méaz enn deiz-zé, hag hén̄ laouen ha dréô. Hôgen pa wélaz pénaoz Mardoché péhini a oa azézet é-tâl porz ar palez, na oa két savet évit-han̄, ha na oa két zôkén fin̄vet eûz al léac’h é péhini é oa azézet, é savaz eunn drouk brâz enn-han̄ :

10. Hag ô kuza hé vuanégez, é tistrôaz d’hé dî, hag é strollaz hé viñouned ha Zarez hé c’hrég :

11. Hag é komzaz d’ézhô eûz a vrasder he vadou, eûz ann niver brâz eûz hé vipien, hag eûz ar c’hloar vrâz da béhini en dôa hé zavet ar roué dreist hé holl brin̄sed hag hé holl zervicherien.

12. Ha goudé-zé é lavaraz : Ar rouanez Ester n’é deûz ivé galvet néméd-oun d’ar banvez é deûz gréat évid ar roué ; ha war-c’hoaz é leininn adarré enn hé zi gan̄d ar roué.

13. Pétrâ-bennâg ma em eûz kémen̄t-sé, é gav d’in n’am eûz nétrâ, keit ha ma wélinn Mardoché, ar Iuzéô, azézet é-tâl porz tî ar roué.

14. Ha Zarez, hé c’hrég, hag hé holl viñouned a lavaraz d’ézhan̄ : Laka da sével eur groug, hag é dévézô han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, ha lavar d’ar roué war-c’hoaz vin̄tin ma lakai da staga out-hi Mardoché ; hag ével-sé éz î laouen d’ar banvez gan̄d ar roué. Ar c’huzul-zé a oé kavet-mâd gan̄t Aman, hag hén̄ a lékéaz da sével eur groug uc’hel.


————


VI. PENNAD.


Ar roué a laka da énori Mardoché. Mézégez Aman.


1. Digousk é tréménaz ar roué ann nôz-zé, hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset d’ézhan̄ ann historiou hag al levriou-bloasiek diwar-benn ann amzeriou diagen̄t. Ha pa hô lennen̄t dira-z-han̄,

2. É teûjon̄t d’al léac’h é péhini é oa skrivet pénaoz en dôa Mardoché rôet da anaout dispac’h Bagatan ha Tarez ar spazein, péré a felle d’ézhô laza ar roué Assuérus.

3. Pa glévaz ar roué kémen̄t-sé, é lavaras : Pé énor, ha pé c’hôbr a zô bét rôet da Vardoché évid al léalded-sé ? Hag hé zervicherien hag hé vinistred a lavaraz d’ézhan̄ : N’en deûz bét gôbr é-béd.

4. Hag ar roué a lavaraz : Piou a zô er zâl a-ziabarz ? Aman eo a oa éat er zâl a ziabarz eûz a dî ar roué, évid hé bédi da c’hourc’hémenni ma vijé staget Mardoché oud ar groug en dôa aozet évit-han̄.

5. Hag hé baotred a lavaraz d’éz-han̄: Aman eo a zô er zâl. Hag ar roué a lavaraz : Ra zeûi ébarz.

6. Ha pa oé deûet Aman ébarz, ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a dléeur da ôber d’ann dén a fell d’ar roué da énori ? Hôgen Aman ô venna enn hé galoun, hag ô krédi pénaoz na fellé ar roue énori némét-han̄,

7. A lavaraz : Ann dén a fell d’ar roué da énori,

8. A dléeur da wiska gan̄d diḻad ar roué, hag hé lakaad war ar marc’h