war béhini é piñ ar roué, ha kurunen ar roué war hé benn ;
9. Hag ar c’hen̄ta eûz a brin̄sed hag eûz a rénerien ar roué a zalc’hô hé varc’h, hag enn eur von̄t a c’harmô war al leûr-géar, ô lavarout : Ével-henn é vézô énoret piou-bennâg a fellô d’ar roué da énori.
10. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Hast, kémer ar zaé hag ar marc’h, ha grâ, ével ma éc’h eûz lavaret, é-kén̄ver Mardoché, ar Iuzéô, a zô azézet é-tâl porz ar palez. Laka évez na an̄kounac’hafez nétrâ eûz ar péz éc’h eûz lavaret.
11. Aman a géméraz éta ar zaé hag ar marc’h, ha goudé béza gwisket ar zaé da Vardoché él leûr-géar, ha goudé béza hé lékéat da biña war ar marc’h, éz éa enn hé raok, hag é c’harmé ével-henn : Enn doaré-man̄ é tlé béza énoret piou-bennâg a fell d’ar roué da énori.
12. Mardoché a zistrôaz out porz ar roué ; hag Aman a hastaz mon̄d d’hé dî, enn eur wéla, hag ô c’hôlei hé benn.
13. Hag hén̄ a zanévellaz da Zarez, hé c’hrég, ha d’hé viñouned ar péz a oa c’hoarvézet gan̄t-han̄. Hag ar ré fûr a oa enn hé guzul, hag hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄ : Mar d-eo eûz a wenn ar Iuzevien ar Mardoché-zé dirâk péhini éc’h eûz déraouet da gouéza, na helli két énébi out-han̄ ; hôgen dira-z-han̄ é kouézi.
14. Pa gomzé c’hoaz ar ré-man̄, é teûaz spazéien ar roué, péré a rédiaz anézhan̄ da von̄t d’ar banvez é dôa aozet ar rouanez.
1. Ar roué éta hag Aman a zeûaz évid éva gan̄d ar rouanez.
2. Hag ar roué a lavaraz c’hoaz d’ézhi enn eil dervez-zé, pa oé deûet da véza tomm d’ézhan̄ gan̄d ar gwîn: Pétrâ a c’houlennez, Ester, ha pétrâ a fell d’id é rafenn ? Ha pa c’houlenfez ann han̄ter eûz va rouan̄télez, hé rôfenn d id.
3. Hag hî a lavaraz d’ezhan̄: Ma em eûz kavet grâs dirâk da zaoulagad, ô roué, ha ma hé gavez-mâd, rô d’in va buez a c’houlennann digan-éz, hag hini va fobl, évit péhini az pédann.
4. Râg gwerzet omb bét, mé ha va fobl, évit béza mac’het, évit béza lazet, évit béza dispennet. A-ioul é vemp gwerzet da sklaved ha da sklavézed, gouzan̄vuz é vé ann drouk ; tével a rajenn enn eur geina. Hôgen bréma hon eûz eunn énébour kriz, hag hé grizder a gouéz war ar roué.
5. Hag ar roué Assuérus a lavaraz d’ézhi : Piou eo hen-nez ? Ha piou a zô galloudek awalc’h évit krédi ôber kémen̄t-sé ?
6. Hag Ester a lavaraz : Hon énébour hag hon énébour touet eo Aman ar fallagr. Pa glévaz Aman kémen̄t-sé, é oé saouzanet râk-tâl, ha na hellaz két gouzan̄vi sellou ar roué hag ar rouanez,
7. Hôgen ar roué ô véza savet droug enn-han̄, a iéaz er-méaz eûz a léac’h ar banvez, hag ac’hanô enn eur c’harz leûn a wéz. Aman ivé a zavaz évit pédi ar rouanez Ester da zavétei hé vuez d’ézhan̄; râg gwélet en dôa pénaoz ar roué a aozé drouk d’ézhan̄.
8. Assuérus ô véza distrôet eûz ar c’harz leûn a wéz, hag ô véza deûet é léac’h ar banvez, a gavaz Aman péhini a oa en em daolet war ar gwélé é péhini é oa gourvézet Ester, hag é lavaraz : Hag hén̄ a fell ivé d’ézhan̄ gwalla ar rouanez dira-z-oun, hag em zî ? A véac’h ma oa éat ar gér-zé er-méaz eûz a c’hénou ar roué ; ma oé gôlôet hé benn da Aman.
9. Hag Harbona, unan eûz ar spazéien péré a oa é servich ar roué, a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu éz eûz é-ti Aman eur groug eûz a han̄ter-kan̄t ilinad a uc’helder, a zô bét savet gan̄t-han̄ évit Mardoché, péhini en dôa komzet évid ar roué. Hag ar roué a lavaraz : Stagit-hén̄ out-hi.
10. Aman a oé éta staget oud ar groug en dôa aozet évit Mardoché, ha droug ar roué a habaskaaz.