Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/638

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
604
levr ester.


VIII. PENNAD.


Ar roué a dorr ar c’hourc’hémennou a oa bét rôet a-éneb ar Iuzévien.


1. Enn deiz-zé ar roué Assuérus a rôaz d’ar rouanez Ester tî Aman, énébour ar Iuzevien, ha Mardoché a iéaz dirâg ar roué. Râg Ester é dôa an̄savet d’ar roué pénaoz é oa hé-man̄ éon̄tr d’ézhi.

2. Hag ar roué a géméraz ar bizou, en dôa lékéat da denna eûz a zourn Aman, hag hé rôaz da Vardoché. Ester a lékéaz ivé Mardoché da réner war hé zî.

3. Ester na gavaz két awalc’h kémen̄t-sé ; en em deûrel a réaz da dreid ar roué, gwéla a réaz, hag é pédaz anézhan̄ ma kasché-da-gét ann drougiez hag ar gwall zispac’hiou en dôa gréat Aman, ann Agagiad, a éneb ar Iuzevien.

4. Hag ar roué a astennaz étrézég enn-hi hé walen-roué aour, ével ma oa boazet da ôber, évid diskouéza hé habaskded ; hag hî a zavaz hag a choumaz enn hé sâ dira-z-han̄,

5. Hag a lavaraz : Mar plij gan̄d ar roué, ha ma em eûz kavet grâs dirâg hé zaoulagad, ha ma na gâv két dizoaré va feden, é pédann ac’hanod da derri gan̄d eul lizer névez, al lizer kôz en dôa skrivet Aman, énébôur touet d’ar Iuzevien, dré béhini en dôa gourc’hémennet ma vijé dispennet ar ré-man̄ é holl brovin̄sou ar roué.

6. Râk pénaoz é helfenn-mé gouzan̄vi marô ha dispenn va fobl :

7. Hag ar roué Assuérus a lavaraz d’ar rouanez Ester ha da Vardoché, ar Iuzéô : Tî Aman em eûz rôet da Ester, ha gourc’hémennet em eûz é vijé staget-hén̄ oud ar groug, ô véza m’en dôa krédet lakaad hé zourn war ar Iuzevien.

8. Skrivit éta évid ar Iuzevien, ével ma kerrot, é hanô ar roué, ha siellit al lizéri gan̄t va bizou. Râk diouc’h ar boaz, dén na grédé énébi oud al lizéri a oa kaset é hanô ar roué, ha siellet gan̄d hé vizou.

9. Kémennet é oé éta râk-tâl skribed ha skrivañerien ar roué (râg édod enn trédé mîz hanvet Siban), hag ann trédé deiz war-n-ugen̄t eûz ar mîz-zé é oé skrivet al lizéri, ével ma fellaz da Vardoché, d’ar Iuzevien, d’ar brin̄sed, d’ar rénerien ha d’ar varnerien a oa da benn war ar seiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t eûz ar rouan̄télez, adaleg ann India bétég ann Etiopia ; hag hî a oé skrivet é meûr a iéz, évit ma helfen̄t béza lennet ha béza klévet gan̄t tûd ar brovin̄sou hag ar brôadou, hag ivé gan̄d ar Iuzévien.

10. Hag al lizéri-zé péré a oa skrivet é hanô ar roué, ha siellet gan̄d hé vizou, a oé kaset gan̄t réderien war varc’h, péré ô von̄t buana ma hellent, a dlié diaraogi al lizéri kôz gan̄d al lizéri névez.

11. Ar roué a c’hourc’hémennaz ivé d’ar ré-man̄ m’az ajen̄t da gavout ar Iuzevien é pép kéar, m’hô lakajen̄t d’en em strolla kévret, ha d’en em aoza évit difenni hô buez, évit laza ha dispenna hô holl énébourien, gan̄d hô bugalé, hag hô gragez, hag hô holl ziez, hag évit preiza hô holl zibourc’hou.

12. Ha merket é oé d’ann holl brovin̄sou eunn hévélep deiz évid ar ven̄jan̄s, da lavaroud eo ann trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz hanvet Adar.

13. Hag ann abek ken̄ta eûz al lizéri-zé a oé, da rei da anaout dré ann holl vrôiou ha d’ann holl boblou a oa dindân galloud ar roué Assuérus, pénaoz é oa daré ar Iuzevien d’en em ven̄ji eûz hô énébourien.

14. Hag ar réderien war varc’h en em lékéaz râk-tâl enn hen̄t évit kâs al lizéri ; ha gourc’hémenn ar roué a oé staget é Suza.

15. Hôgen Mardoché ô von̄t er-méaz eûz ar palez hag eûz a zirâg ar roué, en dôa diḻad roué kaer, glâz ha pers, hag eur gurunen aour war hé benn, hag eur van̄tel seiz ha mouk war hé ziskoaz. Hag ar géar holl a ébataz hag en em laouénaaz.

16. É-kén̄ver ar Iuzevien, é kavaz d’ézhô é zavé war-n-ézhô eur goulou névez, gan̄d al lévénez-zé, ann énor, hag ar veûleûdi.

17. É-touez ann holl boblou, hag