ar brovin̄sou, hag ar c’heriou é péré é teûaz gourc’hémenn ar roué, é oé eul lévénez anat, féstou ha banvésiou ha deisiou-gouél ; enn hévélep doaré ma teûaz kalz eûz ar brôadou all, péré a oa dishén̄vel diout-hô enn hô c’hréden, d’en em unvani gan̄t hô c’hréden ha gan̄d hô lidou ; ô véza m’en dôa hanô ar Iuzevien taolet eur spoun̄t brâz enn hô zouez.
1. Ével-sé enn trizékved deiz eûz ann daouzékved mîz, hon eûz lavaret ken̄t a oa hanvet Adar, pa en em aozed da laza ann holl Iuzevien, ha ma oa ioulet hô goâd gan̄d hô énébourien, ar Iuzevien enn-énep a zéraouaz béza ar ré gréva, hag en em ven̄ji eûz hô énébourien.
2. En em strolla a réjon̄t enn holl geriou, er bourc’hiou, hag el lec’hiou all, evit stourmi oud hô énébourien hag hô heskinerien ; hag hini anezhô na gredaz ôber-penn d’ézhô, râg ar spoun̄t eûz hô ners a oa kroget enn holl boblou.
3. Râk barnerien ar brovin̄sou, hag ann duged, hag ar rénerien, ha kémen̄d hini a oa é pép léac’h da benn war al labouriou, a veûlé ar Iuzevien gan̄d ar spount hô dôa râk Mardoché ;
4. O veza ma wien̄t pénaoz é oa-hén̄ da vestr-brâz er palez, ha m’en dôa kalz a c’halloud ; hé hanô-mâd a greské bemdez hag en em gavé é génou ann holl.
5. Ar Iuzevien a skôaz éta stard war hô énébourien, hag a lazaz anézhô, ô tisteûrel war-n-ézhô ann droug hô dôa aozet évit-hô ;
6. Enn hévélep doaré ma oé lazet é Suza bété pemp kan̄t dén, hép nivéri ann dék mâb Aman, mâb Agag, énébour ar Iuzevien, a béré chétu aman̄ ann hanvou :
7. Farsandata, ha Delfon, hag Esfata,
8. Ha Forata, hag Adalia, hag Aridata,
9. Ha Fermesta, hag Arisai, hag Aridai, ha Jézata.
10. Pa hô dôé hô lazet, na fellaz két d’ézhô kémérout preiz é-béd war-n-ézhô.
11. Rôet é oé râk-tâl da anaout d’ar roué ann niver eûz ar ré a oa bét lazet é Suza.
12. Hag hén̄ a lavaraz d’ar rouanez : É kéar Suza hô deûz lazet ar Iuzevien pemp kan̄t dén, hép nivéri ann dék mâb Aman : péger braz é vennez-té eo al lazérez a reon̄t enn holl brovin̄sou ? Pétrâ a c’houlennez-té ouch-penn, ha pétrâ a fell d’id a c’hourc’hémenfenn c’hoaz ?
13. Hag ar rouanez a lavaraz : Mar kâv-mâd ar roué, bézet rôet d’ar Iuzevien ar galloud da ôber adarré war-c’hoaz é Suza ével ma hô deûz gréat hiriô, ha bézet staget ann dék mâb Aman oud ar groug.
14. Hag ar roué a c’hourc’hémennaz ma vijé gréat ével-sé ; ha râk-tâl é oé staget ar gourc’hémenn-zé é Suza ; hag ann dék mâb Aman a oé krouget.
15. Ar Iuzevien ô veza c’hoaz en em strollet er pévarzekved deiz eûz a viz Adar, a lazaz é Suza tri c’han̄t den ; hôgen na gemerchon̄t preiz é béd war-n-ézhô.
16. Ar Iuzévien en em zalc’haz ivé daré, enn holl brovin̄sou a oa dindan galloud ar roué, évit diwallout hô buez, hag é lazchon̄t hô énébourien hag hô heskinerien ; enn hévélep doaré ma kouézaz el lazérez-zé pemzék mil ha tri-ugen̄t mil ; hag hini eûz ar Iuzevien na géméraz preiz é-béd war-n-ézhô.
17. Ann trizékved deiz eûz a viz Adar a oé ar c’hen̄ta é péhini en em lékéjon̄t holl da laza, hag er pévarzékved deiz éc’h éhanchon̄t al lazérez. Hag hî a réaz anézhan̄ eunn deiz goél, évid hé dréménout da-vikenn el lîd, el lévénez, hag er banvésiou.
18. Hôgen ar Iuzevien a oa é kéar Suza hô dôa gréat al lazérez enn trizékved hag er pévarzékved deiz eûz