Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
ar c’hanédigez.

27. Hag Izaak a lavaraz d’ézhô : Da bétrâ é teûit-hu d’am c’havout, mé péhini a gasait, hag hoc’h eûz kaset-kuît diouz-hoc’h ?

28. Hag hî a lavaraz : Ni hon eûz gwélet pénaoz éma ann Aotrou gan-éz, hag hon eûz lavaret : Bézet lé étré-z-omp, ha gréomp kévrédigez ;

29. Évit na rî droug é-béd d’é-omp, ével n’hon eûz lékéad hon dourn war nétrâ d’îd, ha n’hon eûz gréat nétrâ a gémen̄d a hellfé da walla ; hôgen hon eûz da lézet da von̄d é péoc’h, leûn a vennoz ann Aotrou.

30. Izaak éta a réaz banvez d’ézhô, ha goudé m’hô dôé debret hag évet,

31. É savchon̄t diouc’h ar min̄tin, hag é réjon̄t lé ann eil d’égilé ; hag Izaak ho lézaz da von̄d é peoc’h d’hô brô.

32. Chétu enn hévélep deiz é teûaz mévellou Izaak da gomza gan̄t-han̄ diwar-benn ar pun̄s hô dôa toullet, é léverchon̄t : kavet hon eûz dour.

33. Hag ac’hanô é c’halvaz ar pun̄s-zé Founder : ha d’ar géar é oé rôet ann hanô a Versabé, hag a zô choumet bété vréma.

34. Pa en dôé Ezau daou-ugen̄t vloaz, é kéméraz da c’hragez Judit, merc’h Béer, Hétéad, ha Basémat, merc’h Élon, eûz ann hévéleb brô.

35. Béc’hi a réjon̄t hô diou kaloun Izaak ha Rébekka.


————


XXVII. PENNAD.


Izaak a rô hé vennoz da Jakob é léac’h Ézau.


1. Hôgen Izaak a gôsaaz, hag hé zaou-lagad a dévalaaz, ha na hellé mui gwélout. Gervel a réaz Ézau, hé vap hena, hag é lavaraz d’ézhan̄ : va mâb. Hag hén̄ a lavaraz : chétu mé ama.

2. Hag hé dâd a lavaraz d’ézhan̄ : Té a wél pénaoz é kôsaann, ha na anavézann két deiz va marô.

3. Kémer da armou, da dron̄s, ha da wareg, ha kéa war ar méaz ; ha p’az pézô paket eunn dra-bennâg ô chaséal,

4. Grâ d’in gan̄t-han̄ eur géfalen, ével ma c’houzoud hé c’harann, ha digas-hi d’in da zibri ; ha ma vennigô va éné achanod, abarz ma varvinn.

5. Rebekka a glévaz kémen̄t-sé ; ha pa oa éat Ézau d’ar parkou, évid ôber ar péz en dôa gourc’hémennet hé dâd dézhan̄,

6. É lavaraz da Jakob hé mâb : kleved em eûz da dâd ô komza gan̄d Ézau da vreûr, hag ô lavaroud d’ézhan̄ :

7. Digas d’in eûz da hémolc’h, ha grâ d’in eur géfalen ma tebrinn, ha mé a vennigô ac’hanod dirâg ann Aotrou, abarz ma varvinn.

8. Heul bréma, va mâb, va aliou.

9. Kéa d’ann tropel, ha digas d’in daou venn-gaour eûz ar ré wella, évit mac’h aozinn gan̄t-hô d’az tâd eur boéd hag a zebrô a galoun vâd.

10. Goudé m’az pézô hé gaset d’éz-han̄ ha m’en devézô debret, ra vennigô ac’hanod abarz ma varvô.

11. Ha Jakob a lavaraz d’ézhi : Té a oar pénaoz Ézau va breûr a zô eunn dén blevek, ha pénaoz ounn blouc’h.

12. Mar teû va zâd da lakaad hé zourn war-n-oun, ha da anaoud ar wirionez, em eûz aoun na gredfe é vé bet fellet d’in ôber goap anézhan̄, ha na dennchenn war-n-oun hé valloz é léac’h hé vennoz.

13. Hag hé vammn a lavaraz d’éz-han̄ : Ra gouézô war-n-oun ar valloz-zé va mâb. Sélaou hép-ken va mouéz, ha kéa da glask d’in ar péz em eûz lavared d’id.

14. Hag hén̄ a iéaz, hô digasaz, hag hô rôaz d’hé vamm. Hag hi a aozaz boéd, ével ma ouié é karé hé dâd-hén̄.

15. Hag hî a wiskaz anézhan̄ gan̄t diḻad Ézau kaer-meûrbéd, a viré hi hé-unan enn tî.

16. Lakaad a réaz ivé krec’hin ar menned-gevr war-drô da zaouarn Jakob, hag é c’hôlôaz gan̄t-hô hé c’houzoug noaz.

17. Hag hi a rôaz da Jakob ar boéd é dôa aozet, hag ar bara é dôa poazet.

18. Pa en dôé hô douget d’hé dâd, é lavaraz : va zâd. Me az klev, emé Izaak. Piou oud-dé, va mâb ?