Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/642

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
608
levr ester.

12. Mardoché ô véza gwélet kémen̄t-sé, hag ô véza savet eûz hé wélé, a venné enn-han hé-unan pétrâ a fellé da Zoué da ôber ; hag hén̄ hel lékéaz stard enn hé galoun gan̄d ar c’hoan̄t en dôa da c’houzout pétrâ é oa hé huvré da lavarout.


————


XII. PENNAD.


Dispac’h disklériet gan̄t Mardoché.


1. Enn amzer-zé é choume Mardoché é léz ar roué, gan̄t Bagala ha Tara spazéien ar roué, péré a oa da benn war borsierien ar palez.

2. Pa en dôé lékéat évez oud hô ménosiou, ha pa en dôé sellet-pîz oud hô dézô, éc’h anavézaz pénaoz é lékéen̄t hô strîv da zével a-énep ar roué Artaksersez ; hag hén̄ hé rôaz da anaout d’ar roué.

3. Hag ar roué a lékéaz hô barna hô daou ; ha pa oé an̄savet hô gwall gan̄t-hô, é c’hourc’hémennaz ma vijen̄t kaset d’ar marô.

4. Ar roué a skrivaz é rollou ar péz a oa c’hoarvézet ; ha Mardoché hé lékéaz ivé dré skrîd évit na vijé két an̄kounac’héet.

5. Hag ar roué a c’hourc’hémennaz d’ézhan̄ m’az ajé da choum enn hé balez, goudé ma oé rôet d’ézhan̄ eunn dra-bennâg evid ar péz en dôa disklériet.

6. Hogen Aman, mâb Amadat ar Bugéad, a oa leûn a c’hloar dirâg ar roué ; hag hén̄ a fellaz d’ézhan̄ kas-da-gét Mardoché hag hé bobl enn abek d’ann daou spaz d’ar roué a oa bét lékéat d’ar marô.

Bétég aman̄ êma ann derou, ar péz a zô goudé a oé lékéat enn hé léac’h, é péléac’h eo skrivet el levr : Hag hi a skrapaz hô madou, pé hô danvez.

Ann dra-man̄ n’eo bét kavet gan-é-omp néméd é levr ar vulgat : Hôgen chetu ann diskriv eûz al lizer.


————


XIII. PENNAD.


Lizer Aman a-éneb ar Iuzevien. Péden Mardoché.


1. Ar roué brâz-meûrbéd Artaksersez , pehini a rén adaleg ann In̄dia béteg ann Étiopia, war zeiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t, d’ar brin̄sed ha d’ann duget a zô dindân hé véli, salut.

2. Pétrâ-bennâg ma rénfenn war gémen̄d all a boblou, ha m’am bôa lékéat ar béd holl dindân va béli, ne két fellet d’in gwall-ôber gan̄t va galloud brâz, hôgen rénet eo bet gan-en̄ va sujidi gan̄d habaskded ha gan̄t kun̄velez, évit ma teûjen̄t da véva sioul hag héb aoun, ha m’hô divijé ar péoc’h a zô kenn ioulet gan̄d ann dûd holl.

3. Hag ô véza goulennet digan̄t va c’huzulierien pénaoz é helfenn sévéni kémen̄t-sé, unan anézhô, hanvet Aman, péhini a zô fûr ha feal dreist ar ré all, hag a zô ann eil goudé ar roué,

4. En deûz rôet da anaout d’in pénaoz éz eûz eur bobl a zô skin̄et dré ar bed holl, péhini a heûḻ lézennou névez a éneb out boasiou ar boblou all, a zispriz gourc’hémennou ar rouéed, hag a reûstl gan̄d hé unvaniez ann holl vroâdou.

5. Pa hon eûz klevet kémen̄t-sé, ha pa hon eûz gwelet pénaoz eur bobl hép-kén a zispac’h oud ar ré all holl, oc’h heûlia gwall lézennou, oc’h énébi oud hor gourc’hémennou, hag ô reûstla ar péoc’h, hag ann unvaniez eûz ar brovin̄sou a zô dindân hor béli,

6. Hon eûz gourc’hémennet pénaoz ar ré holl péré a vézô rôet da anaout gan̄d Aman, péhini eo réner war ann holl brovin̄sou, hag ann eil goudé ar roué, hag a énoromp é léac’h hon tâd, a vézô kaset-da-gét gan̄d dourn hô enébourien, hî hag hô gragez hag hô bugalé, hép ma en dévézô dén truez out-hô, er pévarzékved deiz eûz a Adar, enn daouzékved mîz eûz ar bloaz-man̄ :

7. Évit ma tiskennô ann dûd fallagr-zé er béz enn eunn hévélep deiz,