12. Aotrou, ar péz koun ac’hanomp, hag en em ziskouéz d’é-omp é amzer hor glac’har, ha rô d’in fisian̄s, ô Aotrou, roué ann douéed hag eûz ann holl c’halloud.
13. Laka eul lavar déréad em génou dirâg al léon, ha laka hé galoun da gasaad hon énébour, évit ma varvô hé-man̄, hag ar ré a zô a-unan gan̄t-han̄.
14. Hôgen tenn ac’hanomp a boan gan̄d da zourn, ha skoazel ac’hanoun, pa n’em eûz skôr all néméd-oud, ô Aotrou, té péhini a oar pép trâ,
15. Hag a anavez pénaoz é kasaann gloar ar ré fallagr, hag éc’h argarzann gwélé ar ré zienwad, hag ar ré holl a ziavéaz brô.
16. Té a anavez va rédi, ha pénaoz enn deisiou é péré é tléann en em ziskouéza gan̄t fougé ha gan̄t gloar, éc’h argarzann ann arouéz a sked a zougann war va fenn, ha penaoz é kasaann anézhi é doaré eul liénen-saotret, ha n’hé dougann ket é deisiou va zâv,
17. Ha pénaoz n’em eûz két débret ouc’h taol Aman, ha n’eo két bét hétet gan-én̄ banvez ar roué, ha n’em eûz két évet gwin ar braoued-kennig :
18. Ha pénaoz abaoé ma ounn bét digaset aman̄ ha bété bréma, biskoaz da vatez n’eo en em laouénéet, néméd enn oud, Aotrou, Doué Abraham.
19. Doué kré dreist ann holl, sélaou out peden ar ré péré n’hô deûz géd é-béd néméd enn-oud, dieûb ac’hanomp eûz a zourn ar ré fallagr, ha tenn ac’hanoun eûz ar pez a ra aoun d’in.
1. Hag hen̄ a c’hourc’hémennaz d’ézhi (héb arvar Mardoché da Ester) m’az ajé da gavout ar roué, ha ma pédché anézhan̄ évid hé fobl hag évid hé brô.
2. Az péz koun, émé-z-han̄, eûz a zeisiou da vuelded, ha penaoz oud bét maget étré va daouarn ; râg Aman, ann eil goudé ar roué, en deûz komzet out-han̄ enn hon énep évid hé lakaad d’hol laza :
3. Hôgen té, péd ann Aotrou, komz oud ar roué évid-omp, ha dieûb ac’hanomp eûz ar marô.
Hag ivé ar péz a zô war-lerc’h.
4. Enn trédé deiz Ester a ziwiskaz hé diḻad pemdez, hag a lékéaz war hé zrô hé diḻad ar ré gaéra.
5. Er skéd eûz a zoaré eur rouanez, ha goudé béza pédet Doué, rener ha Salver ann holl, é kéméraz diou eûz hé flac’hed ;
6. Hag hî en em harpé war unan anézhô, ével ma na helche két dizougen hé c’horf, enn abek d’hé c’hizidigez ha d’hé gwander :
7. Ar plac’h all a iéa war-lerc’h hé itroun, hag a zougé hé saé a stléjé war ann douar.
8. Hôgen hî gan̄d eunn dremm é liou ar rôz, hag hé daoulagad béô ha lugernuz, a guzé eur galoun glac’haret ha spoun̄tet-brâz.
9. Hag ô véza tréménet dioc’h-tu dré ann holl zôriou, hî a choumaz enn hé sâ dirâg ar roué, el léac’h ma oa azézet war hé drôn, gwisket gan̄d hé ziḻad roué, skéduz gan̄d ann aour ha gan̄d ar vein talvouduz-brâz, hag hén̄ spoun̄tuz da wélout.
10. P’en dôe-hén̄ savet hé benn, é tiskouézaz frouden hé galoun é lugern hé zaoulagad ; hag ar rouanez a fataz ; hag hé dremm ô véza deûet da véza droulivet, é lézaz hé fenn da gouéza war hé flac’h.
11. Ha Doué a drôaz kaloun ar roué, hag a habaskaaz anézhan̄ ; ha râk-tâl é tilammaz diwar hé drôn, hag hén̄ nec’het, hag oc’h harpa anézhi enn hé zivrec’h, kén na ziabafaz, é likaoué anézhi, ô lavarout :
12. Pétrâ éc’h eûs-té, Ester ? Mé eo da vreûr ; n’az péz két a aoun.
13. Na varvi ket : râg al lézen-zé né két bét gréat évid-od, hôgen évid ar ré all holl.
14. Tosta éta ha stok out va gwalen-roué.