15. Hag ével ma tavé-hî, ar roué a géméraz hé walen-roué aour, hag é lékéaz anezhî war hé gouzouk, hag é pokaz d’ézhi, hag é lavaraz : Pérâk na gomzez-té két ?
16. Hag hî a lavaraz : Da wélet em eûz, aotrou, ével eunn éal Doué, ha va c’haloun a zô bet reûstlet gan̄d ar spoun̄t râk da c’hloar.
17. Râg estlamuz-brâz oud, Aotrou, ha da zremm a zô kaer-meûrbéd.
18. O komza ével-sé, é fataz adarré, hag é oé daré d’ézhi choum divuez.
19. Hôgen ar roué a oé strafiḻet-brâz, hag hé holl vinistred a zic’hlac’haré anézhi.
1. Ar roué brâz Artaksersez, péhini a rén adaleg ann India bétég ann Étiopia, war zeiz provin̄s ha c’houec’h-ugen̄t, d’ann duged ha d’ar brin̄sed a zô dindân hor béli, salut.
2. Kalz a dûd ô wall-ôber eûz a vadélez ar brin̄sed, hag eûz ann énor hô deûz gréat d’ézhô, a zeû d’en em rei d’ar balc’hder :
3. Ha né kéd awalc’h d’ézhô béza strivet da waska war wisien ar rouéed ; hôgen na hellon̄t két gouzan̄vi ar c’hloar a zô bét rôet d’ézhô, hag éc’h aozon̄t spiou oud ar ré hô deûz hé rôet d’ézhô.
4. Ne kéd awalc’h d’ézhô dizanaout ar mâd a zô bét gréat d’ezhô, ha terri enn-hô hô-unan gwir ann habaskded, hôgen hî a wenn ivé é hellin̄t tec’hout diouc’h barn Doué péhini a wél pép trâ.
5. Hô diboell a zâv enn hevélep doaré ma lékéon̄t hô striv évit kolla gan̄d hô gevier hag hô ijinou, ar ré a zalc’h ervâd ar c’harg a zô fisiet enn-hô, hag a zellez béza meûlet gan̄d ann holl é kémen̄d a réon̄t,
6. O touella gan̄d hô zrôidellérez skouarn vâd ar brin̄sed, péré a zô douget anézhô hô-unan da ôber stâd eûz ar ré all.
7. Kémen̄t-sé a gaveur da wîr enn historiou kôz ; ha bemdez é wéleur c’hoaz pénaoz plégou mâd ar rouéed a véz distéréet gan̄t gwall-lavariou.
8. Râk-sé eo réd lakaad ar péoc’h enn holl brovin̄sou.
9. Ma c’hourc’hémennomp traou dishén̄vel, na dleit két menna é teûfé kémen̄t-sé eûz a skan̄vder hor spéred ; hôgen pénaoz é réomp hor c’hémennou évit talvoudégez ann holl, hervez ann dishévélédigez hag ar rédi eûz ann amzeriou.
10. Hag évit ma poellot skleroc’h ar péz a lévéromp ; nî hor bôa digéméret-mâd étrezég enn-omp Aman, mâb Amadat, Masédoniad a galoun hag a vrôad, diavésiad é-kén̄ver goâd ar Bersied, péhini eo bét fellet d’ézhan̄ saotra hor c’hun̄vélez gan̄t hé grisder :
11. Ha goudé ma hon eûz rôet d’ézhan̄ eunn arouéz ker brâz eûz hor grâd-vâd ma hon eûz hé c’halvet hon tâd, ha ma eo bét azeûlet ével ann eil goudé ar roué ;
12. Eo bét savet da véza kenn her, ma eo bét strivet gan̄t-han̄ tenna digan-é-omp ar rouan̄télez hag ar vuez.
13. Râk lékéat en dôa enn hé benn, gan̄d eur fallagriez névez ha kersé, kâs d’ar marô Mardoché, gan̄t féaldéd ha mâd-ôberiou péhini é vévomp, hag ivé Ester, hor grég hag a rén gan-é-omp, hî hag hé holl bobl.
14. Hag hén a grédé pénaoz goudé béza hô lazet, hag hol lézet hon-unan, é tigazché d’ar Vasédonied rouan̄télez ar Bersied.
15. Hôgen ni hon eûz anavézet pénaoz ar Iuzevien péré a oa bét gwestlet d’ar marô gan̄d ar fallagr-ze, n’hô dôa gréat drouk é-béd ; hôgen pénaoz en em rénon̄t gan̄t lézennou reiz,
16. Ha pénaoz in̄t bugalé ann Doué uc’hel-brâz, holl-c’halloudek ha peûr-baduz, dre drugarez péhini ar rouan̄télez-man̄ a zô bét rôet d’hon tadou ha d’é-omp-ni, hag a zô miret bété vréma.
17. Râk-sé gwézit penaoz al lizéri en deûz kaset enn hon hanô a zô didalvez ;