vézô martezé droug gan-éz ; hôgen piou a helfé derc’hel hé lavar ?
3. Chétu té éc’h eûz desket meûr a hini, hag éc’h eûz kréveet ann daouarn skuîz :
4. Ar ré a horellé hô deûz skoazellet da lavariou, hag ann daoulin a gréné éc’h eûz kréveet.
5. Hôgen bréma é kouéz war-n-oud ar gouli, hag é tigalounékéez ; skôet oud gan̄t-han̄, hag oud reûstlet.
6. Péléac’h éma da zoujan̄s, da ners, da habaskded, ha klôkder da hen̄chou ?
7. Laka évez, me az péd, piou eo ann dén dinam a zô bét kollet ? Pé peûr eo bét kaset-da-gét ann dûd reiz !
8. Ha na wélann-mé két ken̄toc’h pénaoz ar re a ra fallagriez, a hâd ann drougou, hag a véd anézhô,
9. A zô diskaret gan̄t c’houézaden Doué, ha dispennet gan̄t kourven̄ten hé vuanégéz :
10. Iudérez al léon, ha mouéz al léonez a zô bét mouget, ha den̄t al léonédigou a zô bét brévet.
11. Ann tigr a zô marô, ô véza n’en dôa két a breiz, hag al léonédigou a zô bét kaset-da-gét.
12. Koulskoudé eur gér kuzet a zô bét lavaret d’in, ha va skouarn é deûz, ével é-tuôni, digéméret ann trouz anézhan̄.
13. É heûz gwélédigez ann nôz, pa zeû ann dén da vôrédi kaléta gan̄d ar chousk,
14. Ar spoun̄t hag ar c’hrén a grogaz enn-oun, hag ann aoun a rédaz dré va holl eskern.
15. Ha p’az éaz eur spéred é-biou d’in, é savaz sounn va bléô em penn. (T).
16. Eunn dén a wéliz, ha na anavézenn két anézhan̄, pétrâ bennâg ma oa dirâk va daoulagad ; hag é kleviz eur vouéz ével eur c’houéz c’houék :
17. Ann dén hag hén̄ a grédô en em zidamallout, oc’h en em hévélébékaat oud Doué ; ha glanoc’h é vézô-hén̄ égéd hé grouer ?
18. Ar ré zô-kén a zerviché anézhan̄ n’in̄t két bét stard ; hag enn hé élez en deûz kavet direiz.
19. Pégémen̄t ouc’h-penn ar ré a choum é tiez prî, péré hô deûz eunn diazez prî, a vézô kriñet ével gan̄t ar pren̄ved ?
20. Eûz ar min̄tin d’ar pardaez é vézin̄t dispennet ; hag ô véza n’en deûz hini anézhô a boell, éz ain̄t-da-gét da-vikenn.
21. Hôgen ar ré a zô choumet war hô lerc’h, a vézô tennet diout-hô ; mervel a rain̄t, ha na varvin̄t két er furnez.
1. Galv éta, ma éz eûz unan-bennâg hag a respoun̄tô d’id, ha trô oud unan-bennâg eûz ar zen̄t.
2. Évit-gwir ar vuanégez a lâz ar ré ziboell, hag ann érez a lâz ar spérédou bihan.
3. Gwélet em eûz ann dén diboell stard war hé c’hrisiou, ha râk-tâl em eûz milliget hé skéd.
4. Hé vipien a vézô pelléet diouc’h hô dieûb, brévet é vézin̄t é-tâl ar porz, ha na vézô dén évid hô zenna alesé.
5. Ann naounek a zebrô hé éd, ar brézéliad a skrapô anézhan̄, hag ar zéc’hédik a évô hé vadou.
6. Nétrâ na c’hoarvez héb abek er béd, hag ar c’hloaz na zeû két eûz ann douar.
7. Ann dén a zô ganet évit laboura, ével ann evn évit nija.
8. Râk-sé é pédinn ann Aotrou, hag é komzinn oud Doué,
9. Péhini a ra traou brâz ha dreist pép skian̄t, traou burzuduz ha dreist pép niver ;
10. Péhini a rô glaô war c’horré ann douar, hag a fenn ann douréier dré ar béd holl ;
11. Péhini a uc’héla ar ré a oa izéléet, hag a zic’hlac’har ar ré a oa enn doan ;
12. Péhini a gâs-da-gét ménosiou ar re fallagr, gan̄d aoun na helché hô daouarn peûr-ôber ar péz hô dôa déraouet ;
13. Péhini a douell ar ré fûr enn hô