15. Chétu é-touez hé zen̄t n’eûz hini didroûz, hag ann én̄vou n’in̄t két glân dira-z-han̄,
16. Pégen argarzusoc’h, ha péger gwanoc’h eo ann dén, hén̄ péhini a év ar fallagriez ével ann dour.
17. Hé ziskouéza a rinn d’id, sélaou ac’hanoun ; ar péz em eûz gwélet a zanévellinn d’id.
18. Ar ré fûr a embann ar péz a ouzon̄t, ha na guzon̄t két lavar hô zadou,
19. Da béré eo bét rôet ann douar-man̄, hag é-touez péré n’eo bét tréménet diavésiad é-béd.
20. Rôgoni ann dén fallagr a gresk a-zeiz-é-deiz, hag arvaruz eo ann niver eûz a vloavesiou hé zireizded.
21. Trouz ar spoun̄t a zô bépréd enn hé skouarn ; ha pa éma é péoc’h, en deûz aoun bépréd râg ar spiou.
22. Na gréd két é helfé distrei eûz ann dévalien d’ar goulou, ha na wel trô-war-drô néméd klézéier.
23. Pa fin̄v évit klask bara, éc’h anavez pénaoz deiz ann dévalien a zô daré da gouéza war-n-ézhan̄.
24. Ann en̄krez a spoun̄t anézhan̄, hag ar reûz a c’hrounn anézhan̄, ével eur roué a zô daré d’ar stourm.
25. Râg astennet en deûz hé zourn a-énep Doué ; hag en em nerzet eo a-énep ann Holl-c’halloudek.
26. O sével hé benn en deûz rédet enn hé énep, ha gan̄d eunn diren déô eo en em armet.
27. Al lard en deûz gôlôet hé zremm, hag ann druzôni a réd a bép tû anézhan̄.
28. Choumed eo é keriou disman̄tet, é tiez didud, a zô deûet da véza ével berniou mein.
29. Na binvidikai két, hag hé vadou na badô két, ha na astennô két hé c’hrisien enn douar.
30. N’en em dennô két eûz ann dévalien ; ar flamm a zevô hé skourrou ; hag hén̄ a vézô diskaret gan̄d ar c’houéz eûz hé c’hénou.
31. Na grédô két, enn hé douellérez, pénaoz é hell béza dasprenet gan̄d eur gôbr-bennâg,
32. Abarz ma vézô peûr-c’hréat hé zeisiou, é vézô kollet ; hag hé zaouarn a zizéc’hô.
33. Ével eur winien vouk enn he gen̄ta bleûn̄ hag ével eur wézen-olived a daol hé bleûn̄, é wén̄vô.
34. Râk difrouez eo kémen̄d a zastum ann dén pilpouz, hag ann tân a zevô tiez ar ré a zigémer rôou a galoun vâd.
35. En̄géhen̄ta a ra ar c’hlac’har, ha génel a ra ar fallagriez, hag hé galoun a glask touellou névez.
1. Hôgen Job a respoun̄taz hag a lavaraz :
2. Kémen̄t-sé em eûz klévet aliez ; dic’hlac’harerien rec’huz oc’h holl.
3. Ha n’hô dévézô két a zivez ar gériou avélek-zé ? Ha réd eo d’id komza kenn dichek ?
4. Mé a helfé ivé komza ével-d-hoc’h ; hag a-ioul a vé hoc’h éné ével va éné :
5. Hô tic’hlac’hari a rajenn ivé gan̄t va gériou, hag héja a rafenn va fenn war-n-hoc’h :
6. Hô krevaad a rajenn gan̄t va génou, hag é fin̄vchenn va muzellou évit ma vec’h espernet.
7. Hôgen pétrâ a rinn ? Mar komzann, na habaskai két va glac’har : ha mar tavann, na bellai két diouz-in.
8. Va glac’har a wask ac’hanoun bréma, ha va holl izili a zô deûet da nétrâ.
9. Va c’hrizou a zô da desténi em énep, hag eunn dén gan̄d hé c’hevier a zâv em énep evid énébi dira-z-oun.
10. Strollet en deûz hé holl frouden ouz-in, hag ô c’hourdrouza ac’hanoun, en deûz skriñet hé zen̄t ; va énébour en deûz sellet ouz-in gan̄d daoulagad heûzuz.
11. Digoret hô deûz hô génou em énep, hag oc’h ôber goab ac’hanoun, hô deûz va garvanatet : en em walc’het hô deûz gan̄t va foaniou.
12. Va zerret en deûz Doué dindan galloud ann hini direiz ; va lékéat en deûz étré daouarn ar re fallagr.