24. É léac’h ann douar é rôi d’id ar roc’h, hag é léac’h ar roc’h froudou aour.
25. Hag ann Holl-c’halloudek a savô a-énep da énébourien, hag ez pézô berniou arc’han̄t.
26. Neûzé é kavi da zudi enn Holl-c’halloudek, hag é savi da benn war-zû Doué.
27. Té a bédô anézhan̄, hag hén̄ a zélaouô ouz-id, hag é tistoli da wéstlou d’ézhan̄.
28. Eunn dra a c’hoân̄tai, hag é teûiô d’id, hag ar goulou a luc’hô war da hen̄chou.
29. Râg ann hini a vézô bét vuéléet, a vézô er c’hloar ; hag ann hini a zellô a-îz, a vézô salvet.
30. Ann dén dinam a vézô salvet, hôgen salvet é vézô, ô véza ma vézô bét glân hé zaouarn.
1. Ha Job a respoun̄taz, hag a lavaraz :
2. Va lavar a zô c’hoaz leûn a c’houervder, ha garvder va gouli a zô dreist va hirvoud.
3. Piou am lakai da anaout ha da gavout Doué, ha da von̄t bétég hé drôn ?
4. Lakaad a rinn va barn dira-z-han̄, hag é leûninn va génou a glemmou.
5. Évit ma wézinn ar péz a respoun̄tô d’in, ha ma poellinn ar péz a lavarô d’in.
6. Na felfé két d’in é strivché ouz-in gan̄d hé holl ners, nag é gwaskché ac’hanoun gan̄t poéz hé veûrded.
7. Lakaet ar reizded ouz-in, ha va barn a zô gounézet.
8. Hôgen mar d-ann war-zû ar sâv-héol, n’en em ziskouéz két : mar d’ann war-zû ar c’hûs-héol, n’her c’havann két.
9. Mar d-ann a gleiz, pétrâ a rinn-mé ? N’hen tizinn két : mar trôann a zéhou, n’her gwélinn két.
10. Hôgen hen̄ a anavez va hen̄t, hag a arnod ac’hanoun ével ann aour a véz tréménet dré ann tân.
11. Va zroad en deûz heûliet hé roudou, hé hen̄t em eûz miret, ha n’ounn két distrôet diout-han̄.
12. N’ounn két pelléet diouc’h gourc’hémennou hé vuzellou, ha geriou hé c’hénou em eûz kuzet em askré.
13. Râk n’eûz némét-han̄ a gémen̄t a zô hén̄, ha dén na hell distrei hé vénoz : ha kémen̄t ha ma kâr a râ.
14. Pa en dévézô sévénet hé ioul war-n-oun, é choumô c’hoaz d’ézhan̄ meûr a c’halloud hén̄vel.
15. Râk-sé eo ounn strafiḻet dira-z-han̄, ha pa zellann out-han̄, ounn spoun̄tet-brâz.
16. Doué en deûz ténéréet va c’haloun, hag ann Holl-c’halloudek en deûz va strafiḻet.
17. Râk n’ounn két bét kollet é-kreiz ann dévalien a oa enn-drô d’in, hag al lusen n’é deûz két gôlôet va fenn.
1. Né két kuzet ann amzeriou gan̄d ann Holl-c’halloudek ; hôgen ar ré a anavez anézhan̄ na ouzon̄t két hé zeisiou.
2. Lôd a ziloc’h ar vein-harz, a skrâp ann dén̄ved, hag hô laka enn hô feûrvann.
3. Azen ann emzivaded a géméron̄t, hag éjenn ann in̄tan̄vez a zigason̄t da wéstl.
4. Hen̄d ar béorien a ziskaron̄t, hag é vac’hon̄t ivé ar ré habask war ann douar.
5. Lôd all é doaré azéned c’houéz enn distrô, a ia er-méaz d’hô labour ; a glask hô freiz diouc’h ar min̄tin, évid aoza bara d’hô bugalé.
6. Ar park ha né két d’ézhô a védon̄t ; hag ar rézin a zastumon̄t é gwinien ann hini hô deûz mac’het.
7. Ann dûd a gason̄t-kuît enn-noaz ;