16. Neûzé eo é tigor diskouarn ann dûd, hag é tesk d’ézhô ar péz a dléon̄t da c’houzout ;
17. Évit ma pellai ann dén eûz ann droug a helfé da ôber, ha ma tieûbô anézhan̄ eûz ar balc’hder ;
18. Évit tenna hé éné eûz ar vreinadurez ; ha mirout na gouézô hé vuez dindân ar c’hlézé.
19. Hé gastiza a ra c’hoaz gan̄d ar boan enn hé wélé, hag é laka hé holl askern da zizéc’ha.
20. Er stâd-zé eo argarzuz ar bara d’ézhan̄, hag argarzuz d’hé éné ar boéd a gavé mâd ken̄t.
21. Hé gîg a ia-da-gét, hag hé eskern, péré a oa gôlôet, a zô enn noaz.
22. Tôstaad a ra hé éné ouc’h ar vreinadurez hag hé vuez ouc’h ar marô.
23. Mar teû eunn éal étré mil da gomza évit-han̄, ha ma rô da anaout eeunder ann dén ;
24. Doué en dévézô truez out-han̄, hag a lavarô : Dieûb anézhan̄ évit na ziskennô két er vreinadurez ; kavet em eûz léac’h da ôber trugarez d’ézhan̄.
25. Hé gîg a zô éat-da-gét gan̄d hé c’hloasiou, ra zistrôi da zeisiou hé iaouan̄kiz.
26. Pidi a rai Doué, hag hén̄ a vézô trugarek enn hé gén̄ver ; hag ann dén a wélô hé zremm el lévénez, ha Doué a zistôlô d’ézhan̄ hé éeunder ken̄t.
27. Selloud a rai oud ann dûd, hag é lavarô : Péc’het em eûz, gwall-c’hréat em eûz évit-gwir, ha n’ounn két bét kastizet ével ma tellézenn béza.
28. Dieûbet en deûz hé éné, évit n’az ajé két d’ar marô, hôgen ma vévché ha ma wélché ar goulou.
29. Chétu kémen̄d a ra Doué bété teir gwéach é pép-hini,
30. Évit tenna hô énéou eûz ar vreinadurez, hag hô goulaoui eûz a c’houlou ar ré véô.
31. Laka évez, Job, ha sélaou ac’hanoun ; ha tâv en̄dra ma komzann.
32. Hôgen ma éc’h eûz eunn dra-bennâg da lavarout, respoun̄t d’in, komz ; râk mé a fell d’id en em zidamalfez.
33. Ma n’éc’h eûz két, sélaou ac’hanoun ; tâv, ha mé a zeskô d’id ar furnez.
1. Éliu ô komza bépréd, a lavaraz ann drâ-man̄ :
2. Tûd fûr, sélaouit va geriou, tûd gwiziek, likid évez ouz-in.
3. Râg ar skouarn a varn ar geriou, ével ma varn ar staon̄ blâz ar boéd.
4. En̄klaskomp pétrâ eo ar reiz, ha gwélomp étré-z-omp pétrâ eo ar gwella.
5. Râk Job en deûz lavaret : Eunn dén gwirion ounn, ha Doué en deûz direizet va barn.
6. Râg é gaou ounn bét barnet ; gan̄t gwall zaésiou ounn bét toullet hép ma em eûz péc’het.
7. Péléac’h éma ann dén hén̄vel out Job, péhini a év ar goapérez ével dour :
8. Péhini a gerz gan̄d ann dud fall, hag a valé gan̄d ar ré fallagr ?
9. Râk lavaret en deûz : Ann dén na vézô két hétuz da Zoué, ha pa gerzché gan̄t-han̄.
10. Dré-zé, tûd kalounek, sélaouit ac’hanoun. Pell éma ann drougiez eûz a Zoué, hag ar fallagriez, eûz ann Holl-c’halloudek.
11. Râk hervez hé ôberiou é rôiô d’ann dén, hag hervez hé hen̄chou é tistolô da bép-hini.
12. Évit-gwîr Doué na varn két enn-aner, hag ann Holl-c’halloudek na zireiz két ar varn.
13. Piou en deûz lékéat enn hé léac’h war ann douar ? Pé piou en deûz lékéat da vestr war ar béd en deûz krouet ?
14. Mar kâs hé galoun étrézég enn-han̄, é tennô d’ézhan̄ hé spéred hag hé alan.
15. Pép kîg a iélô-da-gét kévret, hag ann dén a zistrôiô é ludu.
16. Ma éc’h eûz éta skian̄t-vâd, sélaou ar péz a lévéreur, ha laka évez out va lavar.
17. Ha béz’ é helleur iac’haat ann hini ha na gâr két ar reiz ? Ha pénaoz é tamallez-té ker stard ann hini a zô ker reiz ?