18. Hén̄ péhini a lavar da eur roué : Dén difeiz ; hag a c’halv fallagred ann duged :
19. Péhini n’en deûz két a azaouez évit ar brin̄sed ; ha na anavez két ar mac’her pa striv oud ar paour ; râg hi holl a zô labour hé zaouarn.
20. Hi a varvô râk-tâl, hag é-kreiz ann nôz ar boblou a vézô strafiḻet ; hag hî a iélô ébiou, hag ar mac’her a vézô lamet hép dourn é-béd.
21. Râk daoulagad Doué a zô war hen̄chou ann dûd, hag hén̄ a laka évez oud hô holl gamméjou.
22. Nag ann dévalien, na skeûd ar marô na hell kuza énô ar ré a ra fallagriez.
23. Râk n’éma mui neûzé é galloud ann dén don̄t é barn dirâk Doué.
24. Eul lôd diniver a vrévô, hag é lakai da tével ré all enn hô léac’h.
25. Râg hén̄ a anavez hô ôberiou ; ha dre-zé é tigasô ann nôz, hag hi a vézô brévet.
26. Evel tûd fallagr é skôiô anézhô dirâg ann holl ;
27. Hî péré dré wénded a zô en em dennet diout-han̄, ha né két fellet d’ézhô poella hé holl hen̄chou.
28. Évit ma lakajen̄t da biña étrézég enn-han̄ garmou ar ré baour, ha ma klevche mouéz ar ré a zô enn dienez.
29. Râk ma rô ar péoc’h, piou a damallô anézhan̄ ? Mar kûz hé zremm, piou a zellô out-han̄, ha war ann holl vrôadou, ha war ann holl dud ?
30. Hén̄ eo a laka da réna ann dén pilpouz enn abek da béc’héjou ar bobl.
31. Pa em eûz éta komzet eûz a Zoué, na virinn két ivé ouz-id d’hé ôber.
32. Ma em eûz faziet, desk ac’hanoun ; ma em eûz lavaret traou direiz, na gomzinn mui.
33. Ha Doué a c’hou1ennô koun̄t digan-éz eûz ann dra-man̄, ô véza ma eo dihétet d’id ? Râk té eo éc’h eûz komzet da gen̄ta, ha né két mé eo. Ma anavézéz eunn dra gwelloc’h, komz.
34. Ra gomzô ouz-in ann dud poellek, ha ra zélaouô ac’hanoun ann dén fûr :
35. Hôgen Job en deûz komzet enn eunn doaré diboell, ha n’eûz furnez é-béd enn hé lavariou.
36. Va zâd, arnod Job bétég ann divez ; na éhan két da skei war ann dén fallagr-zé.
37. Râg hén̄ a laka c’hoaz ann drouk-péden war hé béchéjou ; ra vézô trec’het adarré gan-é-omp ; ha neûzé ra c’halvô Doué é barn gan̄d hé lavariou.
1. Éliu a gomzaz c’hoaz ével-henn :
2. Ha té a gav d’id é vé reiz da vénoz, pa lévérez : Eeunoc’h ounn égéd Doué ?
3. Râk lavaret éc’h eûz : Ar péz a zô reiz na hét két d’id : pé pétrâ a dalvézô d’id mar péc’hann ?
4. Râk-sé é respoun̄tinn d’as lavariou, ha d’as miñouned kerkouls ha d’id.
5. Sâv da zaoulagad étrézeg ann én̄v, ha sell, hag é wéli pénaoz eo uc’héloc’h ann én̄vou égéd-od.
6. Mar péc’hez, pé c’haou a zeûiô d’ézhan̄ ? Ha mar teû da fallagriézou da greski, pétrâ a rî-dé oud Doué ?
7. Hôgen mar d-oud eunn dén gwirion, pétrâ a rôi-dé d’ézhan̄, pé pétrâ a zigémérô-hén̄ eûz da zourn ?
8. Da fallagriez a noazô d’ann dén a zô hén̄vel ouz-id : ha da éeunder a vézô da skoazel da vâb ann dén.
9. Enn abeg d’al lôd brâz eûz ann drouk-prézégerien, é c’harmin̄t ; hag enn abeg da wall nerz bréac’h ann tiran̄ded, é wélin̄t.
10. Ha n’en deûz két lavaret : Péléac’h éma ann Doué péhini en deûz va c’hréat, péhini a laka da gana kanaouennou enn nôz ?
11. Péhini hol laka da véza deskétoc’h égét loéned ann douar, ha gwiziékoc’h égét evned ann én̄v.
12. Neûzé é c’harmin̄t, hag hén̄ na glevô két anézhô, enn abek da rogen̄tez ar ré zrouk.
13. Doué éta na glevo két enn aner, hag ann Holl-c’halloudek a lakai évez oud abek pép-hini.