22. Neûzé Laban, ô véza galvet d’ar banvez eul lôd brâz eûz hé viñouned, a réaz ann eûreûd.
23. Ha pa oa deûet ar pardaez, é kasaz hé verc’h Lia da gavout Jakob ;
2i. Hag é rôaz d’hé verc’h eur vatez, hanvet Zelfa. Jakob a iéaz gan̄t-hi é-c’hîz gan̄d hé c’hrég : hôgen pa oé deûet ar min̄tin, é wélaz pénaoz é oa Lia ;
25. Hag é lavaraz d’hé dâd-kaer : Pérâg éc’h eûz té gréat d’in kémen̄t-sé ? Ha né két évit Rachel em eûz da zervichet ? Pérâg éc’h eûz-té gréat goap ac’hanoun ?
26. Ha Laban a lavaraz : Né kéd ar chîz enn hor brô-ni dimézi ar merc’hed iaouan̄ka abarz ar ré gôsa.
27. Choum héd ar zizun gan̄d hou-man̄ ; hag é rôinn ébén d’id évid al labour a ri d’in oc’h va zervicha seiz bloaz all.
28. Jakob a rôaz hé c’hrâd d’ézhan̄ : ha goudé ma oé tréménet ar zizun, é kéméraz Rachel da c’hrég.
29. Ha Laban, hé zâd, a roâz d’ézhi Bala da vatez.
30. Jakob ô véza bét da c’hrég ann hini en dôa c’hoan̄t da gaout, a garaz muioc’h ann eil égéd ar gôsa, hag é servichaz Laban seiz bloaz all.
31. Hôgen pa wélaz ann Aotrou pénaoz é tisprizé Lia, é tigoraz mammou houman̄, hag hé c’hoar a choumaz bréc’han̄.
32. Lia éta a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb a hanvaz Ruben, ô lavarout : Ann Aotrou en deûz gwélet va dismégan̄s ; ha bréma va ozac’h a garô ac’hanoun.
33. Hag hî a en̄géhen̄taz eunn eil wéach, hag a c’hanaz eur mâb, hag a lavaraz : O véza ma en deûz klevet ann Aotrou pénaoz é oann disprizet, en deûz rôed ivé hé-man̄ d’in, hag éc’h hanvaz anézhan̄ Siméon.
34. Hag hî a en̄géhen̄taz eunn trédé gwéach, hag a c’hanaz eur mâb, hag a lavaraz : Bréma va ozac’h en em unvanô gan-én̄, pa em eûz ganet d’ézhan̄ tri mâb : ha dré-zé éc’h hanvaz anézhan̄ Lévi.
35. Hag hî a en̄géhen̄tez eur pévaré gwéach, hag a c’hanaz eur mâb, hag a lavaraz : Bréma é veûlinn ann Aotrou : ha dré-zé éc’h hanvaz anézhan̄ Judaz. Hag hi a éanaz génel.
1. Pa wélaz Rachel pénaoz é oa hî bréc’han̄, é dôé érez oc’h hé c’hoar, hag é lavaraz d’hé ozac’h : Rô d’in bugalé, pé é varvinn.
2. Ha Jakob ô von̄t drouk enn-han̄, (T) a lavaraz d’ézhi : Ha mé a zô ével Doué, péhini a vîr ouz-id n’az pé frouez eûz da gôf ?
3. Hag hî a lavaras : Mé em eûz Bala va matez : kéa d’hé c’havout, évit ma c’hanô war va barlen, ha m’am bézô bugalé anézhi.
4. Hag hî éta a rôaz Bala d’ézhan̄ da c’hrég.
5. Jakob ô véza éat d’hé c’havout, hi a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb.
6. Ha Rachel a lavaraz : Ann Aotrou en deûz va barnet, hag en deûz sélaouet va mouéz, ô rei d’in eur mâb ; ha râk-sé éc’h hanvaz anézhan̄ Dan.
7. Bala a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur mâb all.
8. Ha Rachel a lavaraz anézhan̄ : Va lékéad en deûz Doué da stourmi out va c’hoar, ha tréac’h ounn bét : hag éc’h hanvaz anézhan̄ Neftali.
9. Pa wélaz Lia pénaoz é oa éanet da c’hénel, é rôaz Zelfa, hé matez, da c’hrég da Jakob.
10. Hag hou-man̄ a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb.
11. Ha Lia a lavaraz : Gan̄d eûr-vâd : ha dré-zé éc’h hanvaz anézhan̄ Gad.
12. Zelfa a c’hanaz eur mâb all.
13. Ha Lia a lavaraz : Évit va eûr-vâd eo ; rag ar merc’hed am c’halvô euruz ; râk-sé éc’h hanvaz anézhan̄ Azer.
14. Hôgen Ruben ô véza éat enn eur park é amzer médérez ar gwiniz, a gavaz man̄dragorou hag hô c’hasaz