Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/693

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
659
levr ar psalmou.

21. Savété ac’hanoun eûz a c’hénou al léon ; ha va vuelded eûz a gerniel ann unikorned.

22. Diskleria a rinn da hanô d’am breûdeûr ; é-kreiz ann iliz é veûlinn ac’hanod.

23. C’houi péré a zouj ann Aotrou, meûlit-hén̄ ; holl wenn Jakob, énorit-hén̄.

24. Holl wenn Israel ra zoujô anézhan̄, ô véza n’en deûz két faéet na disprizet goulenn ar paour ha n’en deûz két distrôet hé zaoulagad diouz-in ; ha ma en deûz sélaouet out va garm.

25. Va meûleûdi a zavinn étrézég enn-od enn eur strollad brâz ; va gwéstlou a rôinn dirâg ar ré a zouj anézhan̄.

26. Ar béorien a zebrô, hag hi hô dévézô hô gwalc’h ; hag ar ré a glaskô ann Aotrou a veûlô anézhan̄ ; hô c’halonou a vévô é amzer ann amzeriou.

27. Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou : hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,

28. O véza ma eo ar galloud d’ann Aotrou ha ma eo hén̄ a aotrouniô war ar brôadou.

29. Ar ré lard eûz ann douar a zebrô hag a azeûlô holl ; ar ré holl a ziskenn enn douar, a gouézô dira-z-han̄.

30. Ha va éné a vévô évit-han̄ ; ha va gwenn a zervichô anézhan̄.

31. Ar rumm da zon̄t a vézô disklériet d’ézhan̄ ; hag ann én̄vou a zisklériô hé reizded d’ar bobl a dlé béza ganet, hag a zô bét gréat gan̄d ann Aotrou.


————


XXII. PSALM.


Psalm David.


1. Ann Aotrou a rén ac’hanoun, ha n’em bézô diouer a nétra :

2. Enn eur peûri mâd en deûz va lékéat. Va zavet en deûz war-harz eunn dour maguz :

3. Distrôet en deûz va éné. Va c’haset en deûz dré hen̄chou ar reizded, enn abek d’hé hanô.

4. Râk, ha pa valéfenn é-kreiz skeûd ar marô, n’am bézô két a aoun râg ann drouk, ô véza ma oud gan-én̄. Da wialen ha da vâz hô deûz va dic’hlac’haret.

5. Eunn daol éc’h eûz aozet dira-z-oun, râg énep d’ar ré a heskin ac’hanoun. Lardet éc’h eûz va fenn gan̄d éôl : ha va c’hôp mezvuz, péger kaer eo !

6. Ha da drugarez a heûliô ac’hanoun é holl zeisiou va buez : évit ma chouminn da-vikenn é tî ann Aotrou.


————


XXIII. PSALM.


Évid ar c’hen̄ta deiz eûz ar sizun, Psalm David.


1. Ann douar a zô d’ann Aotrou, ha kémen̄d a zô enn-han̄ : ar béd holl, ha kémen̄d a choum enn-han̄.

2. Râg hén̄ eo eo deûz hé ziazézet a-ziouc’h d’ar môriou, hag en deûz hé startéet war ar steriou.

3. Piou a biñô war vénez ann Aotrou ? Pé piou a zavô enn hé léac’h san̄tel ?

4. Néb a zô dinam hé zaouarn, ha glân hé galoun ; néb n’en deûz két kéméret hé éné enn-aner, ha n’en deûz két touet é gaou d’hé nésa.

5. Hen-nez en dévézô bennoz digan̄d ann Aotrou, ha trugarez digan̄d Doué, hé Zalver.

6. Hen-nez eo ar rumm eûz ar ré a glask anézhan̄, eûz ar ré a glask dremm Doué Jakob.

7. Savid hô tôriou, ô prin̄sed ; ha c’houi, dôriou peûr-baduz, savit ; ha roué ar c’hloar a iélô ébarz.

8. Piou eo ar roué a c’hloar-zé ? Ann Aotrou kré ha galloudek, ann Aotrou galloudek er brézel.

9. Savid hô tôriou, ô prin̄sed ; ha c’houi, dôriou peûr-badus, savit ; ha roué ar c’hloar a iélô ébarz.

10. Piou eo ar roué a c’hloar-zé ? Ar roué a c’hloar-zé eo ann Aotrou holl-C’halloudek.


————