Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/694

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
660
levr ar psalmou.


XXIV. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Étrézég enn-od, Aotrou, em eûz savet va éné.

2. Va Doué, lakaad a rann va fisian̄s enn-od, na zeûet két a véz d’in.

3. Na raet két va énébourien goab ac’hanoun ; râg ar ré holl a c’hortoz ac’hanod, na vézin̄t két reûstlet.

4. Ra vézô reûstlet ar ré holl a ra fallagriez héb abek. Diskouéz d’in da hen̄chou, ô Aotrou ; ha desk d’in da raven̄chou.

5. Rén ac’hanoun enn da wirionez, ha desk ac’hanoun : râk té eo va Doué ha va Zalver, ha da c’hortozet em eûz héd ann deiz.

6. Az péz koun, Aotrou, eûz da vadélésiou, hag eûz da drugarézou, a zô bét a-viskoaz.

7. N’az péz két a goun eûz a béc’héjou va iaouan̄ktiz, nag eûz va diwiziégésiou. Az péz koun ac’hanoun hervez da drugarez, hervez da vadélez, ô Aotrou.

8. Kûn̄ ha reiz eo ann Aotrou : râk-sé é rôiô d’ar ré a bec’h, al lézen a dléon̄t da heûlia enn hô hen̄t.

9. Ar ré zoujuz a rénô er varn : d’ar ré gûn̄ é teskô hé hen̄chou.

10. Holl hen̄chou ann Aotrou a zô trugarez ha gwirionez, évid ar ré a en̄klask hé gevrédigez hag hé desténiou.

11. Enn abek d’as hanô, Aotrou, é tistoli d’in va féc’hed : râk brâz eo.

12. Piou eo ann dén a zouj ann Aotrou ? Rôet en deûz d’ézhan̄ al lézen enn hen̄t en deûz dilennet.

13. Hé éné a choumô er madou, hag hé wenn é dévézô ann douar da zigwéz.

14. Da skoazel eo ann Aotrou d’ar ré a zouj anézhan̄ ; ha gévrédigez en deûz gréat évid en em ziskouéza d’ézhô.

15. Va daoulagad a zâv bépréd étrézég ann Aotrou ; râg hén̄ eo a dennô va zroad eûz al lindâg.

16. Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in ; râk bez’ ez ounn va-unan ha paour.

17. Glac’hariou va c’haloun a zô kresket ; tenn ac’hanoun eûz va ézommou.

18. Sell out va vuelded, hag out va foan ; ha distol d’in va holl béc’héjou.

19. Sell out va énébourien, péger stan̄k in̄t, ha pégen direiz eo ar c’hâs a zougon̄t d’in.

20. Mîr va éné, ha tenn ac’hanoun a boan ; na zeûinn két da rusia, ô véza ma em eûz lékéat va géd enn-od.

21. Ar ré zinam, hag ar ré éeun a zô en em unanet gan-én̄, ô véza ma em eûz da c’hortozet.

22. O Doué, dieûb Israel eûz hé holl c’hlac’hariou.


————


XXV. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Barn ac’hanoun, Aotrou, ô véza ma em eûz kerzet em dinamded : ha pa lakaann va géd enn Aotrou na vézinn két gwanet.

2. Arnod ac’hanoun, Aotrou, ha c’houiḻ ac’hanoun : en̄tan va digroazel ha va c’haloun,

3. O véza ma éma da drugarez dirâk va daoulagad, hag em eûz lékéat va dudi enn da wirionez.

4. N’ounn két bét azézet gan̄t ann dûd rôk ; ha n’az inn két da gavout ar ré a ra fallagriez.

5. Kaséet em eûz strollad ann dûd fall ; ha na azézinn két gan̄d ar ré fallagr.

6. Gwalc’hi a rinn va daouarn é-touez ar ré zinam, hag en em zalc’hinn war-drô d’as aoter, ô Aotrou :

7. Évit ma klévinn mouéz da veûleûdi, ha ma tanévellinn da holl vurzudou.

8. Aotrou, mé em eûz karet skéd da dî, hag al léac’h é péhini é choum da c’hloar.

9. Va Doué, na goll két va éné gan̄d ar ré fallagr, na va buez gan̄d ann dûd a gâr skuḻa ar goad,

10. É daouarn péré éma ar fallagriézou ; hag hô dourn déou a zô leûn a rôou.