Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/695

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
661
levr ar psalmou.

11. Évid-oun-mé em eûs kerzet em dinamded ; dasprén ac’hanoun hag az péz truez ouz-in.

12. Va zroad a zô choumet enn hé zâ er reizded ; er strolladou é venniginn ac’hanod, ô Aotrou.


————


XXVI. PSALM.


Psalm David, abarz ma oé éôliet.


1. Ann Aotrou eo va goulou ha va zilvidigez ; râk piou em bézô-mé aoun ? Ann Aotrou eo a ziwall va buez ; piou am lakai da gréna ?

2. Pa dôsta ar ré zroug ouz-in, évid dibri va c’hîk ; hag ar re eûz va énébourien péré hô deûz va heskinet, a zô bét gwanet hag a zô kouézet.

3. Ha pa zavchen̄t arméou em énep, va c’haloun na vijé két spoun̄tet. Ha pa zeûjen̄t da stourmi ouz-in, mé a lakai va géd é kémen̄t-sé.

4. Eunn dra hép-kén em eûz goulennet digan̄d ann Aotrou, hag hé en̄klaskout a rinn ; ma chouminn é tî ann Aotrou a-zoug holl zeisiou va buez, évit ma wélinn dudi ann Aotrou, ha ma wélinn hé dempl.

5. Râk va c’huzet en deûz enn hé delt ; é deiz ann droug en deûz va gwarézet el léac’h kuzéta eûz hé delt.

6. War ar méan en deûz va zavet ; ha bréma en deûz savet va fenn dreist va énébourien ; trôiou em eûz gréat, hag em eûz lazet eunn hostiv a gan enn hé delt ; mé a ganô hag a veûlô ann Aotrou em c’hanaouennou.

7. Sélaou, Aotrou, out va mouéz, pa c’harmann ouz-id ; az péz truez ouz-in, ha sélaou ouz-in.

8. Va c’haloun é deûz komzet ouz-id, va daoulagad hô deûz da glasket ; da zremm a glaskinn, ô Aotrou.

9. Na zistrô két da zaoulagad diouz-in ; n’en em denn két dioud da zervicher enn da vuanégez. Béz da skoazel d’in : na zilez két ac’hanoun, ha na zispriz két ac’hanoun, ô Doué va zalver.

10. Râk va zâd ha va mamm hô deûz va dilézet : hôgen ann Aotrou en deûz va c’héméret.

11. Rô d’in, Aotrou, da hen̄t ; ha rén ac’hanoun er raven̄t éeun enn abek d’am énébourien.

12. Na rô két ac’hanoun da ioul ar ré a heskin ac’hanoun râk gwall destou a zô savet em énep ; hag ar fallagriez a zô trôet é gaou out-hi hé-unan.

13. Mé a gréd é wélinn madou ann Aotrou é douar ar ré véô.

14. Gortoz ann Aotrou ; starta : r’en em nerzô da galoun, ha gortoz ann Aotrou.


————


XXVII. PSALM.


Psalm David, pé évid David.


1. Étrézég enn-od é c’harminn, Aotrou, va Doué, na dav két em c’hén̄ver ; gan̄d aoun, ma tavchez em c’hén̄ver, na venn hén̄vel oud ar ré a ziskenn el lenn.

2. Sélaou, Aotrou, out mouéz va goulenn, pa bédann ac’hanod, pa zavann va daouarn étrézé da dempl san̄tel.

3. Na denn két ac’hanoun gan̄d ar béc’herien, ha na goll két ac’hanoun gan̄d ar ré a ra fallagriez, gan̄d ar ré a gomz a béoc’h gan̄d hô nésa, hag a venn droug enn hô c’haloun.

4. Rô d’ézhô hervez hô ôberiou, hag hervez ann drougiez eûz hô ijinou. Rô d’ézhô hervez ôberiou hô daouarn ; distol d’ézhô ar gôbr dléet d’ézhô.

5. O véza n’hô deûz két poellet ôberiou ann Aotrou, ôberiou hé zaouarn, té hô c’hasô-da-gét, ha na savi mui anézhô.

6. Benniget ra vézô ann Aotrou : râk sélaouet en deûz out mouéz va goulenn.

7. Ann Aotrou eo va skoazel ha va gwarézer : va c’haloun é deûz lékéat hé géd enn-han̄, hag ounn bét skoazellet ; ha névézet eo bét va c’hîk ; ha mé a veûlô anézhan̄ a greiz kaloun.

8. Ann Aotrou a zô ners hé bobl ; hag ar gwarézer a zavété hé éôliet.