4. Va zenna a rî eûz al lindâg-zé, hô dôa kuzet ouz-in : ô véza ma oud va difenner.
5. Étré da zaouarn é lakaann va éné ; va dasprénet éc’h eûz, Aotrou, Doué a wirionez.
6. Té a gasa ar ré a heûḻ traou gwân ha didalvez ; hôgen mé em eûz lékéat va géd enn Aotrou.
7. Trida a rinn, hag en em laouénainn enn da drugarez, ô véza ma éc’h eûz sellet out va vuelded, ha ma éc’h eûz savétéet va éné enn hé reûstlou ;
8. O véza n’éc’h eûz két va zerret étré daouarn va énébour, hôgen ma éc’h eûz lékéat va zreid enn eul léac’h ec’hon.
9. Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma ounn glac’haret-brâz ; va lagad, va éné ha va c’hôv a zô reûstlet gan̄d ar vuanégez ;
10. O véza ma eo bévézet va buez gan̄d ar c’hloaz, ha va bloavésiou gan̄d ar geinvanou. Dislébéret eo va ners gan̄d ar baouren̄tez ; ha va eskern a zô reûstlet.
11. Da zismégan̄s ounn deûet d’am holl énébourien, ha dreist-holl d’am amézéien, ha da spoun̄t évid ar ré a anavez ac’hanoun. Ar ré a wélé ac’hanoun, a dec’hé er-méaz pell diouz in.
12. An̄kounac’héet ounn, ha lamet eûz hô c’haloun ével pa venn marô : ével eul léstr torret ounn deûet.
13. Râk klevet em eûz tamallou kalz eûz ar ré a choumé trô-war-drô. Pa en em strollen̄t em énep, hô deûz mennet tenna va buez digan-én̄.
14. Hôgen mé, Aotrou, em eûz lékéat va géd enn-od. Lavaret em eûz : Va Doué oud.
15. Va darvoudou a zô étré da zaouarn. Tenn ac’hanoun eûz a zaouarn va énébourien, hag eûz ar ré a heskin ac’hanoun.
16. Laka da zremm da luc’ha war da zervicher ; dieûb ac’hanoun hervez da drugarez.
17. Na zispenn két ac’hanoun, Aotrou, râk da c’halvet em eûz. Ra rusiô ar ré fallagr, ha ra vézin̄t kaset d’ann ifern.
18. Ra zeûiô da véza mûd ar muzellou touelluz péré enn hô rôgen̄tez hag enn hô faé a lavar droug a-éneb ann dén reiz.
19. Péger braz eo, Aotrou, ar founder eûz da gun̄vélez éc’h eûz kuzet évid ar ré a zouj ac’hanod. Hé lékéat éc’h eûz da véza klôk évid ar ré a laka hô géd enn-od, dirak bugalé ann dûd.
20. Hô c’huza a ri el léac’h kuzéta eûz da zremm râk drougiez ann dûd. Hô gwarézi a rî enn da dabernakl oud énébiez ann téôdou.
21. Ra vézô benniget ann Aotrou, ô véza m’en deûz diskouézet hé drugarez em c’hén̄ver enn eunn doaré burzuduz, enn eur géar kré.
22. Hôgen mé em bôa lavaret é frouden va spéred : Distolet ounn bét a zirâk da zaoulagad. Râk-sé éc’h eûz klévet out mouéz va féden pa em eûz garmet étrézég enn-od.
23. Karit ann Aotrou, c’houi hé holl zen̄t ; râg ann Aotrou a en̄klaskô ar wirionez, hag a zistolô gan̄d founder d’ar ré rôk.
24. Startait, ha r’en em nerzô hô kaloun, c’houi holl péré a laka hô kéd enn Aotrou.
1. Euruz ar ré da béré eo distolet ar wallou, hag eûz a béré eo gôlôet ar béc’héjou.
2. Euruz ann dén da béhini n’en deûz két Doué nivéret a béc’hed, hag é spéred péhini n’eûz két a douellérez.
3. O véza ma ounn tavet, va eskern a zô kôséet, en̄dra ma c’harmenn héd ann deiz.
4. O véza ma eo pounnéréet da zourn war-n-oun nôz-deiz, ounn distrôet em c’hlac’har, en̄dra ma zan̄ké ann dréan enn-oun.
5. Va féc’hed em eûz rôet da anaout d’id, ha n’em eûz két kuzet va direizded. Lavaret em eûz : Mé a an̄savô em énep d’ann Aotrou va direizded ; ha té éc’h eûz distôlet d’in fallagriez va féc’hed.