ann douar, adalek ar sâv-héol bétég ar chûs-héol.
2. Eûz a Zion é teûi skéd hé c’héned.
3. Doué a zeûiô enn eunn doaré splann : hon Doué a zeûiô, ha na davô két. Ann tân a grogô dira-z-han̄ ; hag eunn arné gré a vézô enn-drô d’ézhan̄.
4. Gervel a rai ann én̄v diwar-laez ; hag ann douar diwar naou évit dibaba hé bobl.
5. Strollit dira-z-han̄ hé zen̄t, péré hô deûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄ gan̄t sakrifisou.
6. Hag ann én̄vou a embannô hé reizded ; râk Doué hé-unan eo ar barner.
7. Sélaou, va fobl, ha mé a gomzô ; Israel, ha mé a rôiô testéni d’id : mé eo Doué, mé eo da Zoué.
8. Na damallinn két ac’hanod évid da zakrifisou ; râk da zakrifisou-losk a zô bépréd dira-z-oun.
9. Na gémérinn két leûéou eûz da dî ; na bouc’hed eûz da dropellou.
10. Râg holl loéned ar c’hoajou a zô d’in, hag ivé loéned ar ménésiou, hag ann éjenned.
11. Evned ann én̄v a anavézann ; ha kaerded ar parkou a zô em c’herz.
12. Ma em eûz naoun, n’hel livirinn két d’id ; râg ann douar holl ha kémen̄d a zô enn-han̄ a zô d’in.
13. Ha dibri a rinn-mé kîg ann tirvi ? Pé éc’h évinn goâd ar bouc’hed ?
14. Kennig da Zoué eur sakrifiz a veûleûdi ; ha rô da wéstlou d’ann Uc’héla.
15. Galv ac’hanoun é deiz ann en̄krez ; mé az dieûbô, ha té a énorô ac’hanoun.
16. Hôgen Doué en deûz lavaret d’ar péc’her : Pérâg é embannez-té va reisiou, hag éc’h eûs-té va c’hévrédigez enn da c’hénou ?
17. Râk té éc’h eûz kaséet ar c’hélen ; hag éc’h eûz taolet va geriou adré d’id.
18. Mar gwélez eul laer, é rédez gan̄t-han̄ ; ha gan̄d ann avoultrerien é kémérez da lôd.
19. Da c’hénou a oa leûn a zrougiez, ha da déôd na aozé némét touellérézou.
20. Pa oaz azézet, é komzez a-énep da vreûr, hag é aozez spi a-enep mâb da vamm.
21. Kémen̄t-sé éc’h eûz gréat, hag ounn tavet. Krédet éc’h eûz, dén fallagr, pénaoz é vijenn hén̄vel ouz-id ; da damallout a rinn, hag é likiinn ac’hanod dira-z-od da-unan.
22. Poellit kémen̄t-sé, c’houi péré a an̄kounac’ha Doué, gan̄d aoun na skrapfé ac’hanoc’h, ha na vé dén évid hô tenna a boan.
23. Ar sakrifiz a veûleûdi a énorô ac’hanoun ; hag hen-nez eo ann hen̄t dré béhini é tiskouézinn d’ézhan̄ silvidigez Doué.
1. Az péz truez ouz-in, ô Doué, hervez da drugarez vrâz ; hag hervez ann niver brâz eûz da vadélésiou, lam va fallagriez.
2. Gwalc’h ac’hanoun mui-oc’h-vui eûz va fallagriez : ha néta ac’hanoun eûz va féc’hed.
3. O véza ma anavézann va fallagriez, ha ma éma bépréd va féc’hed dira-z-oun.
4. Enn da gen̄ver hép-kén em eûz péchet, ha dira-z-od em eûz gréat ann drouk : évit ma vézi kavet gwirion enn da c’heriou, ha tréac’h pa vézi barnet.
5. Râk chétu ounn bét en̄géhen̄tet er fallagriéz ; hag er péc’héd ounn bét en̄géhen̄tet gan̄t va mamm.
6. Râk chétu éc’h eûz karet ar wirionez ; hag éc’h eûz diskouézet d’in ann traou kuzéta eûz da furnez.
7. Va doura a rî gan̄t sikadez, hag é vézinn glanet ; va gwalc’hi a rî, hag é vézinn gwennoc’h égéd ann erc’h.
8. D’am c’haloun é rôi da glévout dudi ha lévénez (M) : ha va eskern a dridô enn hô vuelded.
9. Distrô da zaoulagad diouc’h va féc’héjou ; ha lam va holl fallagriézou.
10. Krou enn-oun eur galoun c’hlân,