Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/710

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
676
levr ar psalmou.

ô Doué, ha névéz em c’hreiz eur spéred éeun.

11. Na zistol két ac’hanoun a zira-z-od ; ha na lam két da spéred san̄tel diwar-n-oun.

12. Rô d’in adarré lévénez da zilvidigez ; ha starda ac’hanoun gan̄d eur spéred a ners.

13. Deski a rinn da hen̄chou d’ar ré fallagr : hag ar gwall-dûd a zistrôiô ouz-id.

14. Tenn ac’hanoun eûz ar goâd, ô Doué, Doué va zilvidigez ; ha va zéôd a veûlô da reizded.

15. Aotrou, va muzellou a zigori ; ha va génou a embannô da veûleûdi.

16. Râk m’az pé bét c’hoan̄téet eur sakrifiz, em bijé hé rôet d’id évit-gwîr ; hôgen na garfez két ar sakrifisou-losk.

17. Eur spéred keûziek a zô eur sakrifiz hétuz da Zoué : na zisprizit két, ô Doué, eur galoun keûziek ha vuel.

18. Gra vâd, Aotrou, da Zion enn da ioul vâd ; évit ma vézô savet muriou Jéruzalem.

19. Neûzé éc’h aotréi eur sakrifiz a reiz, ar c’hennigou, hag ar sakrifisou-losk : neûzé é vézô lékéat leûéou war da aoter.


————


LI. PSALM.


Évid ann divez, poell da Zavid, pa zeûaz Doeg, ann Iduméad, da zanévella da Zaul, penaoz é oa deûet David da dî Akimelec’h.


1. Pérâg é fougéez-té enn drougiez, té péhini a zô galloudek er fallagriez ?

2. Héd ann deiz en deûz da déôd mennet ann direiz ; ével eunn aoten lemm éc’h eûz gréat touellérez.

3. Gwell eo bét gan-éz ann drougiez égéd ar vadélez ; ken̄t éc’h eûz komzet hervez ann direiz égéd hervez ar reiz.

4. Karet éc’h eûz ann holl c’heriou téar, ô téôd touelluz.

5. Râk-sé Doué az kasô-da-gét da-vikenn ; da ziframma a rai, da lakaad a rai er-méaz eûz da delt ; hag é tennô da c’hrisien eûz a zouar ar ré véô.

6. Ann dûd reiz a wélô ann dra-zé hag a vézô spoun̄tet ; hag hî a c’hoarzô diwar hé benn, hag a lavarô :

7. Chétu ann dén ha n’en deûz két lékéat éz oa Doué mâd da skoazel d’ézhan ; hôgen péhini en deuz lékéat hé c’héd enn hé vadou brâz ; hag en deûs tennet fougé eûz hé wander.

8. Hôgen mé ével eur wézen-olived a zoug frouez é tî Doué, em eûz lékéat va géd é trugarez Doué da-vikenn, hag enn holl gan̄tvéjou.

9. Mé a veûlô ac’hanod da-vikenn, é véza ma ec’h eûz gréat kémen̄t-sé : hag é c’hortozinn da hanô, ô véza ma eo mâd dirâk da zen̄t.


————


LII. PSALM.


Évid ann divez, war ar Maélet, poell da Zavid.


1. Ann dén diskian̄t en deûz lavaret enn hé galoun : N’eûz két a Zoué.

2. Saotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet enn hô fallagriézou ; n’eûz hini a gémen̄t a rajé ar mâd.

3. Doué en deûz sellet eûz ann én̄v out bugalé ann dûd : évit gwélout hag éz eûz unan poellek-bennâg, pé a glaskfé Doué.

4. En em zihin̄chet in̄t holl ; didalvez in̄t deûet holl ; n’eûz két enn hô zouez hag a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.

5. Ha n’her gwézin̄t két, hî holl péré a ra fallagriez, hî péré a loun̄k va fobl ével eunn tamm bara ?

6. N’hô deûz két galvet Doué : énô hô deûz krénet gan̄d aoun, el léac’h na oa két a aoun da gaout. O véza m’en deûz Doué brévet eskern ar ré a fellé d’ézhô plijout d’ann dûd ; in̄t bét mézékéet, ô véza ma en deûz Doué hô disprizet.

7. Piou eûz a Zion a rôiô silvidigez da Israel ? Pa en dévézô Doué lékéat da éhana sklavérez hé bobl, Jakob a dridô, hag Israel en em laouénai.


————