Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/712

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
678
levr ar psalmou.

22. Taol da holl bréder war ann Aotrou, hag hen̄ hé-unan az magô : na rôiô két eur c’héflusk peûr-baduz d’ann dén reiz.

23. Hôgen té, ô Doué, a gasô anézhô da bun̄s ar marô. Ann dûd a c’hoad hag a douellérez n’az ain̄t két d’ann han̄ter eûz hô deisiou ; hôgen mé, Aotrou, a lakai va géd enn-od.


————


LV. PSALM.


Évid ann divez, évid ar bobl a zô bét pelléet diouc’h ar zen̄t, David a lékéaz ar skrid-man̄ da en̄vor, pa oé dalc’het gan̄d diavésidi é Gét.


1. Az péz truez ouz-in, ô Doué ; râg ann dén en deûz va mac’het ; héd ann deiz en deûz stourmet ouz-in, hag en deûz va en̄krézet.

2. Héd ann deiz ounn bét mac’het gan̄t va énébourien : râk kalz a zô hag a vrézéléka ouz-in.

3. Pa zavô ann deiz em bézô aoun ; hôgen enn-od é likiinn va géd.

4. É Doué é veûlinn hé c’hér, é Doué em eûz lékéat va géd ; n’am bézô két a aoun râg ar péz a rai ar c’hîk d’in.

5. Héd ann deiz éc’h argarzen̄t va geriou ; hô holl vénosiou a oa em énep enn drouk.

6. En em strolla hag en em guzet a rain̄t ; hag é arvéstin̄t va c’hamméjou. Ével ma hô deûz gortozet va buez,

7. É doaré é-béd na zieûbi anézhô : enn da vuanégez, ô Doué, é tispenni ar boblou-zé.

8. Va buez em eûz diskouézet d’id : va daérou éc’h eûz lékéat dira-z-od, hervez ar gér éz pôa rôet.

9. Ével-sé va énébourien a zistrôiô war hô c’hiz : é pé zeiz-bennâg ma c’halvann ac’hanod, éc’h anavézann pénaoz oud va Doué.

10. É Doué é veûlinn ar gér, enn Aotrou é veûlinn al lavar ; é Doué em eûz lékéat va géd, n’am bézô két a aoun râg ar péz a rai ann dén d’in.

11. Em én̄vor éma, ô Doué, ar gwéstlou em eûz gréat d’id, ar veûleûdi a dléann d’id.

12. O véza ma éc’h eûz dieûbet va éné eûz ar marô, ha va zreid eûz al lamm : évit ma vézinn hétuz dirâk Doué é goulou ar ré véô.


————


LVI. PSALM.


Évid ann divez, na zispenn két ac’hanoun. David en deûz lékéat ar skrid-man̄ da en̄vor, pa dec’haz a zirak Saul en eur c’héô.


1. Az péz truez ouz-in, ô Doué, az péz truez ouz-in : râk va éné en deûz lékéat hé fisian̄s enn-od. Hag é likiinn va géd é skeûd da ziou-askel, kén na vézô éat ar fallagriez ébiou.

2. Mé a c’harmô oud Doué ann Uc’hel-meûrbéd ; Doué péhini en deûz gréat vâd d’in.

3. Kaset en deûz eûz ann én̄v, hag en deûz va dieûbet ; ar ré a vac’hé ac’hanoun en deûz mézékéet. Doué en deûz kaset hé drugarez hag hé wirionez,

4. Hag hén̄ en deûz tennet va éné eûz a greiz al léonédigou ; kousket ounn bét leûn a reûstl. Bugalé ann dûd hô deûz den̄t ével armou ha saésiou : hag hô zéôd a zô eur c’hlézé lemm.

5. En em zaô, ô Doué, dreist ann én̄vou ; ha bézet da c’hloar enn douar holl.

6. Eur spi hô deûz aozet out va zreid ; ha va éné hô deûz kroummet. Eunn toull hô deûz kleûsiet dira-z-oun ; hag in̄t kouézet enn-han̄.

7. Aozet eo va c’haloun, ô Doué, aozet eo va c’haloun ; mé a ganô, hag a veûlô ac’hanod war ar binviou.

8. Saô, va gloar, savit, va liren ha va zélen : mé a zavô diouc’h ar min̄tin.

9. Mé a an̄savô ac’hanod, Aotrou, é-touez ar boblou ; hag é veûlinn ac’hanod war ar binviou é-touez ar brôadou :

10. O véza ma eo savet da drugarez béteg ann en̄vou, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.