Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/714

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
680
levr ar psalmou.

châs, hag a rai ann drô eûz a géar.

15. En em skiña a rain̄t évit klask hô boéd ; ha ma n’hô deûz két hô gwalc’h, é hiboudin̄t.

16. Évid-oun-mé a ganô da ners hag a veûlô gan̄t lévénez da drugarez diouc’h ar min̄tin. O véza ma oud deûet da zifenner d’in, ha da zigémer, é deiz va en̄krez.

17. Kana a rinn d’id, ô va c’henners, ô véza ma oud Doué, va difenner, va Doué, va zrugarez.


————


LIX. PSALM.


Évid ann divez, évid ar ré a vézô névézet ; ann dra-man̄ a oa skrivet da én̄vor, évit kélen da Zavid, pa lékéaz ann tân er Mésopotamia-Siria, hag é Sobal, hag é tistroaz Joab, péhini en em daolaz war ann Iduméa, hag a lazaz daouzék mil den é traon̄ien ar c’hoalennou.


1. O Doué, hon dislolet éc’h eûz, hon disman̄tret éc’h eûz ; drouk zô bét éat enn-oud, hag éc’h eûz bét truez ouz-omp.

2. Kéflusket eo ann douar gan-éz, hag hé reûstlet éc’h eûz : iac’ha hé darzou râk kéflusket eo bét.

3. Traou kalet éc’h eûz diskôuézet d’as pobl ; gwîn-man̄tr éc’h eûz rôet d’é-omp da éva.

4. Eunn arouéz éc’h eûz rôet d’ar ré a zouj ac’hanod, évit ma tec’hin̄t a zirâg ar warek ; évit ma vézô dieûbet ar ré a garez,

5. Dieûb ac’hanoun gan̄d da zourn déou, ha sélaou ouz-in.

6. Doué en deûz komzet enn hé zan̄t ; en em laouénaad a rinn ha ranna Sichem a rinn : hag é ven̄tinn traon̄ien ann teltou.

7. Galaad a zô d’in, ha Manasez a zô d’in ; hag Éfraim eo ners va fenn. Juda eo va roué :

8. Moab eo léstr va géd. Enn Iduméa éc’h astenninn va c’hamméjou : ann diavésidi a likiinn da bléga d’in.

9. Piou a gasô ac’hanoun er géar gré ? Piou a gasô ac’hanoun bétég enn Iduméa ?

10. Ha na vézô két té, ô Doué, péhini éc’h eûz hon distolet ; ha na gerzi mui gan̄d hon arméou ?

11. Rô d’é-omp skoazel enn hon en̄krez ; râk didalvez eo skoazel ann dén.

12. Gan̄d Doué é raimp traou kalounuz ; hag hén̄ a gasô-da-gét ar ré a heskin ac’hanomp.


————


LX. PSALM.


Évid ann divez, war ganaouennou David.


1. Sélaou, ô Doué, out va goulenn : laka évez out va féden.

2. Eûz a harzou ann douar em eûs garmet étrézég enn-od : en̄dra ma oa en̄krézet va c’haloun, éc’h eûz va zavet war ar méan.

3. Va rénet éc’h eûz, ô véza ma oud deûet da c’héd d’in, ével enn tour kré out va énébour.

4. Choum a rinn da-vikenn enn da dabernakl ; difennet é vézinn dindân̄ skeûd da ziou-askel.

5. O véza, va Doué, ma éc’h eûz sélaouet out va féden, ma éc’h eûz rôet digwéz d’ar ré a zouj da hanô.

6. Deisiou war zeisiou a rôi d’ar roué : hag éc’h astenni hé vloavésiou a-rumm-é-rumm.

7. Choum a rai da-vikenn dirâk Doué ; piou a en̄klaskô hé drugarez hag hé wirionez ?

8. Ével-sé é kaninn da c’hloar da hanô a-gan̄tved-é-kan̄tved, évit ma sévéninn va gwéstlou a zeiz é-deiz.


————


LXI. PSALM.


Évid ann divez, évid Idutun, Psalm David.


1. Ha na zoujô két va éné da Zoué, pa eo digan̄t-han̄ é teûiô va zilvidigez ?

2. Râg hén̄ hé-unan eo va Doué, ha va Zalver, va difenner ; ha na vézinn mui kéflusket.