8. Hag hô zéôdou hô deûz kollet hô ners enn hô énep. Ar ré holl a wélé anézhô, a zô bét reûstlet ;
9. Ha pép dén a zô bét spoun̄tet. Hag hî hô deûz embannet ôberiou Doué ; hag hî hô deûz poellet hé labouriou.
10. Ann dén reiz en em laouénai enn Aotrou, hag a lakai hé c’héd enn-han̄, hag ann holl dûd éeun a vézô meûlet.
1. Talvézoud a ra d’id, ô Doué, é vé kanet eur werz é Sion ; hag é vé rôet gwéstlou d’id é Jéruzalem.
2. Sélaou out va féden : pép kîg a zeûiô étrézég enn-od.
3. Geriou ar ré fallagr hô deûz hon trec’het : hôgen té a nétaiô ac’hanomp eûz hor fallagriézou.
4. Gwenvidig eo ann hini éc’h eûz dilennet ha digéméret ; choum a rai enn va leûrennou. Karget é vézimp gan̄t madou da dî ; san̄tel eo da dempl ;
5. Estlammuz eo er reiz. Sélaou ouz-omp, ô Doué hor Salver, géd holl harzou ann douar, hag ar ré a zô pell er môr.
6. Té péhini a starda ar ménésiou gan̄d da ners, a zô gourizet gan̄d da c’halloud :
7. Té péhini a géflusk gwéled ar môr, hag a laka hé goummou da drouza. Ar brôadou a vézô reûstlet,
8. Hag ar ré a choum é harzou ann douar a vézô spoun̄tet gan̄d da arouésiou ; laouénaad a rî ar min̄tin, hag ar pardaez.
9. Gwélet éc’h eûz ann douar, hag éc’h eûz hé vézviet ; eûz a galz a vadou éc’h eûz hé garget. Ster Doué a zô bét leûn a zour ; hag éc’h eûz aozet boéd évid-hô ; râg ével-sé eo éc’h aozez ann douar.
10. Doura hé irvi, ha kresk hé struj : hag hén̄ en em laouénai eûz hé zour, gan̄d ar frouez a zougô.
11. Benniga a rî kurunen ar bloaz gan̄d da vadélez ; ha da barkeier a vézô leûn a frouez.
12. Lec’hiou kaer ann distrô a zeûiô da véza lard ; hag al lévénez a c’hourizô ar c’hrec’hiennou.
13. Ann tourzed hô dévézô kalz dén̄ved war hô zrô, hag ann traoniennou a vézô gôlôet a éd ; ann holl a iouc’hô hag a ganô.
1. En em laouénait é Doué, holl zouar :
2. Kanit é gloar hé hanô : rôit énor d’ézhan̄ gan̄d hô meûleûdiou.
3. Livirit da Zoué : Pégen estlammuz eo, Aotrou, da ôberiou ? Da ners brâz a damallô da énébour a c’hevier.
4. Ra azeûlô ac’hanod ann holl zouar, ha ra ganô da veûleûdi : ra ganô é gloar da hanô.
5. Deûit, ha gwélit ôberiou Doué : estlammuz eo enn hé guzuliou diwar-benn bugalé ann dûd.
6. Hén̄ péhini en deûz trôet ar môr enn eunn douar séac’h ; hag hî hô deûz treûzet ar ster war-droad : énô en em laouénaimp enn-han̄.
7. Hén̄ péhini a zô da Aotrou gan̄d hé ners hé-unan ha peûr-baduz, hag a zell gan̄t préder oud ar brôadou ; ar ré a hég anézhan̄, na fougéen̄t két enn-hô hô-unan.
8. O brôadou, bennigit hon Doué ha savit hô mouez enn eur gana hé veûleûdiou (T) ;
9. Hén̄ péhini en deûz rôet ar vuez d’am éné ; ha n’en deûz két lézet va zreid da horella.
10. Râg hon arnodet éc’h eûz, ô Doué : hon arnodet éc’h eûz gan̄d ann tân, ével ma arnodeur ann arc’han̄t.
11. Hon digaset éc’h eûz er spi, en̄krézou éc’h eûz lékéat war hor c’hein.