kuit ac’hanoun enn-noaz. Hôgen Doué en deûz sellet out va glac’har hag out labour va daouarn, hag en deûz da c’hourdrouzet neizur.
43. Ha Laban a lavaraz d’ézhan̄ : Va merc’hed ha va mipien, da dropellou ha kémen̄d a wélez, a zô d’in. Pétrâ a hellann-mé da ôber d’am merc’hed ha d’am mipien-bihan ?
44. Deûz éta, ha gréomp kévrédigez, évit ma vézô da desteni étré mé ha té.
45. Neûzé Jakob a géméraz eur méan, hag hé zavaz é doaré eur peulvan ;
46. Hag é lavaraz d’hé vreûdeûr : Digasit mein. Hag hî ô véza dastumet mein a réaz eur c’hréac’h ; hag é tebrchon̄t war-n-ézhan̄.
47. Ha Laban a c’halvaz anézhan̄ kréac’h ann tést ; ha Jakob bern ann désténi, pép-hini hervez déréadigez hé iéz.
48. Ha Laban a lavaraz : Ar c’hréac’h-zé a vézô tést hiriô étré mé ha té ; ha dré-zé é oé galvet Galaad, da lavaroud eo, kréac’h ann tést.
49. Ra zellô ha ra varnô ann Aotrou étré-z-omp, pa vézimp pelléet ann eil diouc’h égilé.
50. Mar gréz poan d’am merc’hed, ha mar kémérez gragez all oc’h-penn, n’eûz tést all é-béd eûz hor lavar némét Doué, péhini a zô aman̄ hag a zell ouz-omp.
51. Lavarout a réaz c’hoaz da Jakob : Chétu ar c’hréac’h hag ar méan am eûz savet étré mé ha té,
52. A vézô tést ; ar c’hréac’h hag ar méan-zé, émé-vé, a vézô da désténi, ma tréménann ébiou évit mon̄d étrézég enn-od, pé ma tréménez da-unan, gan̄d ar c’hoan̄t da ôber drouk d’in.
53. Doué Abraham, Doué Nakor ha Doué hô zâd-hi ra varnô étré-z-omp. Jakob a douaz éta dré zoujan̄s hé dâd lzaak ;
54. Ha goudé béza lazet loéned war ar ménez, é c’halvaz hé vreûdeûr évit dibri gan̄t-han̄. Ha pa hô dôé debret, é choumchon̄t énô.
55. Hôgen Laban ô véza savet min̄tin mâd, a bokaz d’hé vipien ha d’hé verc’hed hag a vennigaz anézhô ; hag é tistrôaz d’hé vrô.
1. Jakob a gerzaz ivé enn hé hen̄t ; hag élez Doué a ziambrougaz anézhan̄.
2. Pa hô gwélaz, Jakob a lavaraz : Chétu aman̄ kamp Doué ; hag ec’h hanvaz al léac’h-zé Mahanaim, da lavaroud eo, ar C’hamp.
3. Neûzé é kasaz kannaded enn hé raok étrézég hé vreûr Ezau, da zouar Seir, é brô Édom ;
4. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Ével-henn é komzot oud Ézau va breûr : Chétu pétrâ a lavar da vreûr Jakob : Ével eunn diavésiad ounn bét é-ti Laban, hag ounn choumet énô bété vrema.
5. Béz’ em eûz éjenned, hag azéned, ha dén̄ved, ha mévellou, ha mitisien ; ha kâs a rann bréma kannad étrézé va aotrou, évit ma kavinn trugarez dira-z-han̄.
6. Ar gannaded a zistrôaz da gavout Jakob, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Bet omp étrézé da vreûr Êzau, ha chétu hén̄ a ziréd war da arbenn gan̄t pévar c’han̄t dén.
7. Spoun̄tet-brâz é oé Jakob ; hag enn hé spoun̄t é rannaz é diou van̄den ann dûd a oa gan̄t-han̄, hag ivé ann dropellou, hag ann dén̄ved, hag ann éjénned, hag ar gan̄valed,
8. O lavarout : Mar teû Ézau da stourm oud unan eûz ar vandennou, ha mar kann anézhi, ébén a choumô hag a vézô savétéet.
9. Ha Jakob a lavaraz : Doué va zâd Abraham, ha Doué va zâd Izaak, Aotrou, té péhini éc’h eûz lavaret d’in : Distrô d’az brô ha d’al léac’h é péhini oud bét ganet, hag é rinn vâd d’id ;
10. Na zellézann két ann distéra eûz da drugarézou, nag ar wirionez éc’h eûz sévénet é-ken̄ver da zervicher.