1. Savet em eûz va mouéz ha va garm etrézég ann Aotrou ; savet em eûz va mouéz étrézé Doué, hag hén̄ en deûz va sélaouet.
2. É deiz va en̄krez em eûz klasket Doué, astennet em eûz va daouarn étrézég enn-han̄ a-zoug ann nôz ; ha n’ounn két bét touellet. Va éné en deûz dinac’het pép dic’hlac’har.
3. Koun em eûz bét eûz a Zoué, hag eo bét dâ gan-én̄: prédériet em eûz ; ha va spéred a zô fatet.
4. Va daoulagad a ziaraogé ar beḻou ; reûstlet é oann, ha na hellenn két komza.
5. Enn deisiou kûz é kounenn ; hag ar bloavésiou peûr-baduz em bôa em spéred.
6. Ha mé em eûz prédériet ha mennet em c’haloun héd ann nôz ; ha va spéred a oa enn en̄klask.
7. Ha Doué a zistolô ac’hanomp da-vikenn ; ha na vézô mui trugarézuz enn hor c’hén̄ver ?
8. Ha tenna a rai hé vadélez diwar-n-omp a-rumm-é-rumm ?
9. Hag an̄kounac’haad a rai Doué béza trugarézuz ? Pe é talc’hô enn hé vuanégez hé drugarézou ?
10. Hag em eûz lavaret : Bréma é téraouann ; ar c’hemm-zé a zeû eûz a zourn déou ann Uc’hel-meûrbéd.
11. Koun em eûz bét eûz a ôberiou ann Aotrou : râk koun em bézô eûz da vurzudou adaleg ar penn-ken̄ta.
12. Hag é prédériinn war da holl ôberiou ; hag é sellinn piz oc’h da vénosiou.
13. Da hen̄t, ô Doué, a zô er zan̄télez : pé Zoué a zô ker brâz hag hon Doué-ni ?
14. Té eo ann Doué a râ burzudou. Rôet éc’h eûz da anaout da nerz é-touez ar brôadou.
15. Dasprénet éc’h eûz gan̄d da vréac’h da bobl, bugalé Jakob ha Jozef.
16. Ann douréier hô deûz da wélet, ô Doué, ann douréier hô deûz da wélet ; hag hî hô deûz bét aoun, hag al loun̄k a zô bét reûstlet.
17. Ann douréier hô deûz gréat eunn trouz brâz ; ar c’hoabr hô deûz rôet da glevout hô mouéz ; da zaésiou a zô bét ivé laosket ;
18. Mouéz da gurun é deûz tarzet oud ar rôdou. Da luc’hed hô deûz goulaouet dré ar béd holl ; ann douar a zô bét kéflusket hag en deûz krénet.
19. Er môr éma da hen̄t, ha da raven̄chou enn douréier brâz ; ha da roudou na vézin̄t két anavézet.
20. Kaset éc’h eûz da bobl ével dén̄ved dré zourn Moizez hag Aaron.
1. Sélaouit va lézen, ô va fobl ; digorit hô skouarn da c’heriou va génou.
2. Digéri a rinn va génou gan̄t parabolennou ; diskléria a rinn traou kuzet abaoé ar penn-ken̄ta :
3. Eûz a gémen̄t hon eûz klévet hag anavézet, hag a zô bét lavaret d’é-omp gan̄d hon tadou.
4. N’hô deûz két hé guzet d’hô bugalé, na d’hô nésted. Lavaret hô deûz meûleûdiou ann Aotrou, hag hé nerz, hag ar burzudou en deûz gréat.
5. Eunn desténi en deûz savet é Jakob, hag eul lézen en deûz lékéat enn Israel ; ma rôjé hon tadou da anaout d’hô bugalé ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhô,
6. Évit ma vézô anavézet gan̄d ar rummou all, ha gan̄d ar vugalé a c’hanô hag a zavô ar ré-man̄, péré hé zanévellô ivé d’hô bugalé ;
7. Évit ma lakain̄t é Doué hô géd, ha na an̄kounac’hain̄t két ôberiou Doué, ha ma virin̄t hé c’hourc’hémennou ;
8. Gan̄d aoun na zeûjen̄t da véza, ével hô zadou, eur wenn direiz ha dichek ; eur wenn péhini n’é deûz két miret hé c’haloun éunn ; ha n’é deûz két rôet stard hé spéred da Zoué.
9. Mipien Éfraim a wié steña ar wa-