Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/725

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
691
levr ar psalmou.

rek ha tenna gan̄t-hi ; hag é deiz ar stourm hô deûz trôet hô c’hein ;

10. N’hô deûz két miret kévrédigez Doué ; ha né két fellet d’ézhô kerzout enn hé lézen.

11. An̄kounac’héet hô deûz hé vâd-ôberiou, hag ar burzudou en deûz gréat dira-z-hô.

12. Burzudou en deûz gréat dirâg hô zadou é douar ann Éjipt, é kompézen Tanis.

13. Ranna a réaz ar môr, hag é lékéaz anézhô d’hé dreûzi ; hag e tastumaz ann douréier ével enn eur bouc’h-kenn.

14. Hag hén̄ hô rénaz a-zoug ann deiz gan̄d eur goabren, hag a zoug ann nôz gan̄d eur c’houlaouen dân.

15. Faouta a réaz ar méan enn distrô, hag é rôaz da éva d’ézhô ével pa vé bét poullou brâz.

16. Tenna a réaz dour eûz ar méan, hag hé lékéaz da rédek ével steriou.

17. Ha c’hoaz é péc’hchon̄t enn hé énep ; lakaad a réjon̄t ann Uc’hel-meûrbéd da von̄t drouk enn-han̄ enn eul léac’h dizour.

18. Hag hî a demptaz Doué enn hô c’halounou, ô c’houlenn boéd diouc’h hô blâz.

19. Hag hî a wall-gomzaz eûz a Zoué, ô lavarout : Ha Doué a hellô aoza eunn daol enn distrô ?

20. O véza m’en deûz skôet war ar méan, ha ma eo deûet dour anézhan̄, ha ma eo rédet froudou ; hag hén̄ a hellô ivé rei bara, pé aoza eunn daol évid hé bobl ?

21. Râk-sé Doué ô véza hô c’hlévet, a c’hourzézaz ; hag eunn tan a grôgaz a-énep Jakob, ha buanégez Doué a zavaz a-énep Israel,

22. O véza n’hô dôa két krédet é Doué, ha n’hô dôa két lékéat hô géd enn hé skoazel.

23. Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar c’hoabr a oa a-ziouc’h d’ézhô ; hag é tigoraz dôriou ann én̄v.

2i. Hag hen̄ a lékéaz da gouéza ar mann da voéd d’ézhô ; hag é rôaz d’ézhô bara ann én̄v.

25. Ann dén a zébraz bara ann éled ; kâs a réaz d’ézhô boéd gan̄t founder.

26. Trei a réaz avel ar c’hrésteiz enn éar ; ha gan̄d hé nerz é kasaz avel ar c’hûs-héol.

27. Hag hén̄ a lékéaz da c’hlavia kîk war-n-ézhô ével poultr, hag evned askellek ével tréaz ar môr.

28. Hag hî a gouézaz é-kreiz hô c’hamp, enn-drô d’hô zeltou.

29. Hag ar ré-man̄ a zébraz, hag hô dôé hô gwalc’h ; ha Doué a rôaz d’ézhô ar péz hô dôa c’hoan̄t da gaout.

30. Ével-sé na oen̄t két touellet enn hô ioul. Édô c’hoaz ar boéd-zé enn hô génou,

31. Pa zavaz frouden Zoué out-hô. Hag hen̄ a lazaz ar ré larta anézhô, hag a ziskaraz ann dilenn eûz a Israel.

32. Goudé kémen̄t-sé é péc’hchon̄t c’hoaz, ha na grédchon̄t két énn hé vurzudou.

33. Hag hô deisiou a dréménaz er gwander, hag hô bloavésiou a iéaz buan ébiou.

34. Pa hô lazé, é klasken̄t anézhan̄ ; hag hî a zistrôé, hag a zeûé d’hé gavout min̄tin-mâd.

35. Hag hî hô dôé koun pénaoz é oa Doué hô skoazel ; ha pénaoz é oa Doué ann Uc’hel-meûrbéd, hô daspréner.

36. Hôgen hî a garaz anézhan̄ a c’hénou ; hag hô zéôd a lavaré gévier d’ézhan̄.

37. Râg hô c’haloun na oa két éeun gan̄t-han̄ ; ha na choumchon̄t két gan̄t féalded enn hé gévrédigez.

38. Koulskoudé hén̄ a oa bépréd trugarézuz enn hô c’hén̄ver, hag a zistolé d’ézhô hô féc’héjou, ha na gollé két anézhô. Hag hén̄ a zistrôaz aliez hé vuanégez diout-hô, ha na lézaz két da zével hé holl frouden.

39. Hag hén̄ en dôa koun pénaoz in̄t kîk hag eunn avel a ia, ha na zistrô két.

40. Péd gwéach hô deûz-hi hé héget enn distrô, hag hô deûs-hi hé lékéat da vuanékaat enn eul léac’h dizour ?

41. Hag hî a zô trôet hag hô deûz temptet Doué : hag hô deûz héget San̄t Israel.

42. N’eûz két deûet a goun d’ézhô eûz hé zourn, enn deiz é péhini en deûz hô zennet eûz a zourn hô heskiner ;