té a rôiô eur vuez névez d’é-omp : ha ni a c’halvô da hanô.
19. Aotrou, Doué ann arméou, laka ac’hanomp da zistrei ouz-id (T) ; ha diskouéz da zremm, hag é vézimp dieûbet.
1. Tridit ô kana da Zoué, hor skoazel ; en em laouénait ô kana da Zoué Jakob.
2. Kémérit ar psalm, ha skôit war ann daboulin : c’hoariit gan̄d al liren c’houék ha gan̄d ann délen.
3. Sonit gan̄d ar c’horn-boud enn deiz ken̄ta eûz ar mîz, enn deiz brudet-brâz eûz hô lîd.
4. Râg eul lézen eo enn Israel, hag eur c’hélen eûz a Zoué Jakob.
5. Hé lakaad a réaz évid én̄vor da Jozef, p’az éaz er-méaz eûz ann Éjipt, ha pa glévaz eur vouéz ha n’anavézé két.
6. Diskarget en deûz hô c’hein eûz ar bec’hiou, hag hô daouarn na zougchon̄t mui ar c’héstou.
7. Enn en̄krez éc’h eûz va galvet, hag em eûz da dennet a boan ; sélaouet em eûz ouz-id é tévalien ann arné ; da arnodet em eûz é-tal dour ann énébiez.
8. Kleô, va fobl, ha mé a rôiô testéni d’id : Israel, mar sélaouez ac’hanoun.
9. Na vézô két a Zoué névez enn-od, ha na azeûli két a Zoué a-ziavéaz ;
10. Râk mé eo ann Aotrou, da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt : digor da c’hénou, hag é vézô lékéet leûn gan-en (M).
11. Hôgen va fobl na glevaz két va mouéz ; hag Israel na zélaouaz két ac’hanoun.
12. Ha mé em eûz hô lézet é ioul hô c’haloun ; hag hî a gerzô enn hen̄chou hô dévézô gréat hô-unan,
13. Ma en dévijé va fobl va sélaouet, ma en dévijé kerzet Israel em hen̄chou,
14. Eaz em bijé martézé vuéléet hé énébourien ; hag em bijé savet va dourn war ar ré a en̄kréze anézhô.
15. Enébourien ann Aotrou hô deûz hé douellet ; hag hô amzer a badô bépréd.
16. Ha maget en deûz anézhô gan̄t flour gwiniz, ha rôet en deûz d’ézhô hô gwalc’h eûz a vel ar méan (M).
1. Doué a zô savet é strollad ann douéed, barnérien ann douar, hag enn hô c’hreiz é varn ann douéed.
2. Béte pégeit é varnot-hu gan̄d direizted ; hag hô pézô-hu azaouez oud dremm ar béc’herien ?
3. Barnit ar paour hag ann emzivad ; bézit reiz é-kén̄ver ar ré zister hag ar ré baour.
4. Dieûbit ar paour ; ha tennit ann tavan̄tek eûz a zourn ar péc’her.
5. Na ouzon̄t ket, na boellon̄t két, enn dévalien é kerzon̄t ; holl ziazézou ann douar a vézô kéflusket.
6. Mé em eûz lavaret : Douéed oc’h, hag holl éz oc’h bugalé ann Uc’hel-meûrbéd.
7. Hôgen c’houi a varvô ével tûd ; hag é kouézot ével unan eûz ar brin̄sed.
8. Sâv, ô Doué, barn ann douar ; râk te az pézô digwéz enn holl vrôadou.
1. O Doué, piou a vézô hén̄vel ouz-id ? Na dâv két, ha na arzaô két.
2. Râk chétu da énébourien hô deûz gréat trouz ; hag ar ré a gasa ac’hanod hô deûz savet hô fenn.
3. Droug hô deûz mennet oud da bobl ; ha dispac’het hô deûz oud da zen̄t.
4. Lavaret hô deûz : Deûit, ha disman̄tromp-hi eûz a douez ar brôadou ;