Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/729

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
695
levr ar psalmou.

ha na vézô mui a én̄vor eûz a hanô Israel.

5. Dré-zé in̄t en em guzuliet kévret ; hag hô deûz gréat kévrédigez enn da énep,

6. Teltou ann Iduméed hag ann Ismaélited : Moab, hag ann Agarénied,

7. Gébal, hag Ammon, hag Amalek ; ann diavésidi, ha tûd Tir.

8. Ann Assiried a zô deûet ivé gan̄t-hô ; rôet hô deûz skoazel da vipien Lot.

9. Gra d’ézhô ével da Vadian, da Zisara, ha da Jabin war-harz froud Sison.

10. Dispennet é oen̄t é Endor ; ével teil ann douar é teûjon̄t.

11. Gra d’hô frin̄sed ével da Oreb, ha da Zeb, ha da Zébéé, ha da Zalmana, ha d’hô holl brin̄sed all,

12. Péré hô deûz lavaret : Kéméromp san̄tuar Doué da zigwéz d’é-omp.

13. Laka-hi, va Doué, ével eur rôd, hag ével ar c’hôlô dirâg ann avel.

14. Ével ann tân a zév eur c’hoat ; hag ével ar flamm a grôg er ménésiou,

15. Ével-sé éc’h heskini anézhô enn da frouden ; hag é reûstli anézhô enn da vuanégez.

16. Karg hô zal a véz ; hag hî a glaskô da hanô, ô Aotrou.

17. Ra zeûin̄t da rusia, ha ra vézin̄t reûstlet a-gan̄tved-é-kan̄tved ; ra vézin̄t mézékéet ha kollet.

18. Ha ra anavézin̄t pénaoz eo ann Aotrou da hanô, ha pénaoz n’eûz néméd-od a Uc’hel-meûrbéd enn douar holl.


————


LXXXIII. PSALM.


Évid ann divez, évid ar gwaskellou, Psalm évit mipien Koré.


1. Pégen hégarad eo da deltou, Aotrou ann arméou !

2. Va éné a c’hoan̄ta mon̄d da dî ann Aotrou, hag a zeû da fata. Va c’haloun ha va c’hîk a zeû da drida dirâg ann Doué béô.

3. Ar golvan a gav eunn tî évit-han̄, hag ann durzunel eunn neiz évit lakaad hé labousédigou. Da aoteriou a zô d’in, Aotrou ann arméou, va roué, ha va Doué.

4. Euruz ar ré a choum enn da dî, ô Aotrou : é kan̄tved ar c’han̄tvéjou é veûlin̄t ac’hanod.

5. Euruz ann dén a laka hé skoazel enn-od, péhini a venn enn hé galoun don̄d d’en em zével

6. Enn draon̄ien-man̄ a zaérou, el léac’h en deûz lékéat.

7. Râg al lézenner a rôiô hé vennoz ; hag hî a gerzô a nerz é nerz, hag a wélô Doue ann douéed é Sion.

8. Aotrou, Doué ann arméou, sélaou out va féden ; Doué Jakob, astenn da skouarn.

9. Doué a zifenn ac’hanomp, sell ouz-omp ; sell oud dremm da éôliet ;

10. Râk gwell eo eunn deiz hép-kén enn da leûr-dî, éget mil el léach all (M). Dilennet em eûz béza dister é tî va Doué, ken̄toc’h égét choum dindan teltou ar béc’herien.

11. Râk Doué a gâr ann drugarez hag ar wirionez ; ar c’hrâs hag ar c’hloar a rôiô ann Aotrou.

12. N’hô dévézô diouer é-bed eûz (T) a vadou ar ré a valé enn dinamded. Aotrou ann arméou, euruz ann dén a laka hé c’héd enn-od.


————


LXXXIV. PSALM.


Évid ann divez, Psalm évit mipien Koré.


1. Benniget éc’h eûz, Aotrou, da zouar ; distrôet éc’h eûz Jakob eûz ar sklavérez.

2. Distolet éc’h eûz fallagriez da bobl ; gôlôet éc’h eûz hô holl béc’héjou.

3. Habaskéet éc’h eûz da holl vuanégez ; distrôet éc’h eûz da frouden.

4. Trô ac’hanomp, ô Doué hor Salver ; ha distrô da vuanégez diwar-n-omp.

5. Ha droug ez pézô ouz-omp da-vikenn ? Hag astenna a rî da vuanégez a-rumm-é-rumm ?