6. O Doué, té a drôiô ouz-omp hag a rôiô ar vuez d’é-omp ; ha da bobl en em laouénai enn-od.
7. Diskouéz d’é-omp, Aotrou, da drugarez ; ha rô d’é-omp da zilvidigez.
8. Mé a zélaouô ar péz a lavarô ann Aotrou Doué enn-oun ; râg hén̄ a gomzô a béoc’h évid hé bobl, hag évid hé zen̄t, hag évid ar ré a zistrô a greiz kaloun.
9. Évit-gwîr hé zilvidigez a zô tôst d’ar ré a zouj anézhan̄ ; hag ar c’hloar a choum enn hon douar.
10. Ann drugarez hag ar wirionez a zô en em gavet kévret ; ar reizded hag ar péoc’h hô deûz poket ann eil d’égilé.
11. Ar wirionez a zô savet eûz ann douar ; hag ar reizded en deûz sellet eûz ann én̄v.
12. Ann Aotrou a rôiô hé vadélez ; hag hon douar a rôiô hé frouez.
13. Ar reizded a vâléô enn hé raok ; hag hén̄ hé heûliô enn hen̄t.
1. Diskenn, Aotrou, da skouarn, ha sélaou ouz-in ; râk tavan̄tek ha paour ounn.
2. Mir va éné, ô véza ma ounn san̄t ; savété, va Doué, da zervicher, péhini a laka hé c’héd enn-od.
3. Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma em eûz garmet ouz-id héd ann deiz.
4- Laouéna éné da zervicher, ô véza ma em eûz savet va éné étrézég enn-od, ô Aotrou,
5. O véza, Aotrou, ma oud kûn̄ hag hégarad, ha ma skuḻez kalz trugarézou war ar ré holl a c’halv ac’hanod.
6. Rô skouarn, Aotrou, d’am péden ; ha laka évez out mouéz va goulenn.
7. É deiz va en̄krez em eûz garmet étrézég enn-od, ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in.
8. N’eûz hini hén̄vel ouz-id, ô Aotrou, é touez ann douéed ; ha n’eûz ôber é-béd hén̄vel oud da ôberiou.
9. Ann holl vrôadou éc’h eûz gréat, a zeûi hag a azeûlô dira-z-od, Aotrou ; hag hî a énorô da hanô,
10. O véza ma oud brâz, ha ma réz burzudou ; n’eûz Doué é-béd néméd-od.
11. Kâs ac’hanoun, Aotrou, enn da hen̄t, hag éz inn enn da wirionez : va c’haloun en em laouénai évit ma toujô da hanô.
12. Da veûli a rinn, Aotrou va Doué, a greiz va c’haloun, hag éc’h énorinn da hanô da-vikenn,
13. O véza ma eo brâz da drugarez em c’hén̄ver, ha ma éc’h eûz tennet va éné eûz ann ifern ann izéla.
14. O Doué, ar ré fallagr a zô savet em énep, ha strollad ar ré c’halloudek hô deûz klasket va éné : ha n’hô deûz két da lékéat dira-z-hô.
15. Hôgen té, Aotrou, a zô eunn Doué truézuz ha trugarézuz, habask ha leûn a vadélez, ha gwirion.
16. Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in : rô da c’halloud d’as paotr ; ha dieûb mâb da vatez.
17. Grâ enn-oun eunn arouéz er mâd, évit ma vézô gwélet gan̄d ar ré a gasa ac’hanoun, ha ma vézin̄t mézékéet, ô véza, Aotrou, ma éc’h eûz va skoazellet, ha va dic’hlac’haret.
1. Hé diazézou a zô war ar ménésiou san̄tel :
2. Ann Aotrou a gâr persier Sion dreist holl deltou Jakob.
3. Traou meûleûduz a zô bét lavaret diwar da benn, ô kéar Doué.
4. Koun am bézô eûz a Babab hag eûz a Vabilon péré a anavézô ac’hanoun ; chétu ann diavésidi, ha tûd Tîr, ha pobl ann Étiopia a zô bét énô.
5. Ha na vézô két lavaret da Zion : Eunn dén hag eunn dén a zô ganet enn-hi : hag ann Uc’hel-meûrbed eo en deûz hé diazézet.
6. Ann Aotrou a zisplégô é skridou