Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/731

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
697
levr ar psalmou.

ar boblou hag ar brin̄sed, ann niver eûz ar ré a vezô bét enn-hi.

7. Ar ré a choum enn-od, a zô holl el lévénez.


————


LXXXVII. PSALM.


Kanaouen pe Psalm mipien Koré, évid ann divez, war ar Mahélet, ha péb eil trô, poell da Éman, ann Ezrahitad.


1. Aotrou Doué, va zilvidigez, garmet em eûz étrézég enn-od, a-zoug ann deiz hag a-zoug ann nôz.

2. R’az ai va féden bétég enn-od ; digor da skouarn d’am goulenn.

3. Râk va éné a zô leûn a boan, ha va buez a dôsta oud ar béz.

4. Nivéret ounn bét gan̄d ar ré a ziskenn er poull ; deûet ounn ével eunn dén diskoazel,

5. Diéré é-touez ar ré varô, ével ar ré a zô bét glazet hag a gousk er bésiou, a béré n’éc’h eûz mui a goun ; hag hî a zô bannet eûz da zourn.

6. Va lékéat hô deûz er poull douna ; el lec’hiou téval, hag é skeûd ar marô.

7. Pounnéréet eo war-noun da frouden : ha da holl goummou éc’h eûz kaset war-n-oun.

8. Pelléet éc’h eûz diouz-in ar ré am anavézé ; é argarzidigez ounn bét évit-hô. Serret ounn bét, ha na hellenn két mon̄d er-méaz.

9. Gwén̄vet eo va daoulagad gan̄d ar c’hlac’har. Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, héd ann deiz ; astennet em eûz va daouarn étrézég enn-od.

10. Ha té a rai burzudou é-kén̄ver ar ré varô : pé al louzaouerien hag hî hô zavô eûz a varô da véô, évit ma veûlin̄t ac’hanod ?

11. Hag unan-bennâg a zanévellô da drugarez er béz, ha da wirionez enn disman̄tr ?

12. Hag anavézet é vézô da vurzudou enn dévalien, ha da reizded é douar ann an̄kounac’h ?

13. Hôgen mé em eûz garmet étrézég enn-od, Aotrou ; hag hastet em eûz min̄tin mâd kenniga va féden d’id.

14. Pérâg, Aotrou, é tistôlez-té va féden, hag é tistrôez da zaoulagad diouz-in ?

15. Paour ounn, hag el labouriou adalek va iaouan̄ktiz : goudé béza bét uc’héléet, ounn bét vuéléet ha reûstlet.

16. Da vuanégez a zô tréménet enn-oun : ha da spoun̄tou hô deûz va reûstlet.

17. Va grounnet hô deûz héd ann deiz ével dour : va grounnet hô deûz kévret.

18. Pelléet éc’h eûz diouz-in va miñouned ha va c’héren̄t, hag ivé ar ré a anavézé ac’hanoun, enn abek d’am reûz.


————


LXXXVIII. PSALM.


Poell da Etan, ann Ezrahitad.


1. Trugarézou ann Aotrou a ganinn da-vikenn. Va génou a embannô da wirionez a-rumm-é-rumm.

2. O véza ma éc’h eûz lavaret : Ann drugarez a vézô savet enn én̄vou da-vikenn : ha da wirionez a vézô aozet enn-hô.

3. Kévrédigez em eûz gréat gan̄d ar ré em eûz dibabet ; touet em eûz da Zavid va zervicher :

4. Da wenn a virinn da-vikenn, da drôn a zavinn a-rumm-é-rumm.

5. Ann én̄vou a veûlô da vurzudou, ô Aotrou : ha strollad ar zen̄t da wirionez.

6. Râk piou enn én̄vou a vézô hévélep d’ann Aotrou ; ha piou é-touez mipien Doué a vézô hén̄vel ouc’h Doué ?

7. Doué péhini a zô énoret é kuzul ar zen̄t, a zô brasoc’h hag eûzusoc’h égéd ar ré holl a zô war he drô.

8. Aotrou Doué ann arméou, piou a zô hén̄vel ouz-id ? Té a zô galloudek, Aotrou, ha da wirionez a zô enn-drô d’id.

9. Té a zô mestr war c’halloud ar môr ; té a sioula diroll hé goummou.

10. Ann dén rôk éc’h eûz vuéléet ével eunn dén glazet ; gan̄t ners da vréac’h éc’h eûz skiñet da énébourien.

11. Ann én̄vou a zô d’id, hag ann