Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/744

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
710
levr ar psalmou.

ével eunn dén mézô ; hag hô holl furnez a oa teûzet.

28. Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez ; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.

29. Hag hén̄ en deûz trôet ann arné enn eunn aézen ; ha koummou ar mor a c’houzizaz.

30. Hag hî a zô bét laouénéet ô véza ma oan̄t gouzizet ; hag hén̄ en deûz hô c’haset er porz é péhini a fellé d’ézhô mon̄t.

31. Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé drugarez ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

32. Ra énorin̄t anézhan̄ é strollad ar bobl ; ra veûlin̄t anézhan̄ el léac’h ma eo azézet ann hénaoured.

33. Trôet en deûz ar steriou enn eunn distrô ; hag al lec’hiou dourek é douar séac’h ;

34. Ann douar frouézuz é bili enn abek da zrougiez ar ré a choumé enn-han̄.

35. Trôet en deûz ann distrô é lennou dour : hag ann douar dizour é douréier réd.

36. Hag énô en deûz lékéat ar ré naounek ; hag hî a zavaz eur géar évit choum enn-hi.

37. Hag hî a hadaz er mesiou, hag a blan̄taz gwini péré hô deûz douget hô frouez.

38. Hag hén̄ a vennigaz anézhô, hag a baottaz anézhô kaer ; hag hô loéned a lékéaz ivé da greski.

39. Hôgen goudé-zé in̄t bét digresket ; heskinet in̄t bét gan̄t kalz a en̄krez hag a boan.

40. Skuḻa a réaz ann dispriz war ar brin̄sed, hag é lékéaz anézhô da gan̄tréa enn distrô el lec’hiou dihen̄t.

41. Tennet en deûz ar paour eûz hé davantégez ; ha kresket en deûz niver hé vugalé ével ann dén̄ved.

42. Ann dûd reiz a wélô kémen̄t-sé, hag en em laouénai ; hag ar ré fallagr a zerro hô génou.

43. Piou a zô fûr évit mirout ann traou-zé, hag évit poella trugarézou ann Aotrou ?


————


CVII. PSALM.


Kanaouen pé Psalm évid David.


1. Aozet eo va c’haloun ; mé a ganô, hag a veûlô ac’hanod war ar binviou é-kreiz va gloar.

2. Saô va gloar, savit, va liren ha va zélen ; mé a zavô diouc’h ar min̄tin.

3. Mé a an̄savô ac’hanod, Aotrou, é-touez ar boblou : ha meûli a rinn ac’hanod war ar binviou é-touez ar brôadou,

4. O veza ma eo savet da drugarez bétég ann én̄vou, ha da wirionez bétég ar c’hoabr.

5. En em c’horré, ô Doué, dreist ann én̄vou ; ha bézet da c’hloar war ann douar holl,

6. Évit ma vézô dieûbet ar ré a garez. Dieûb ac’hanoun gan̄d da zourn déou, ha sélaou ouz-in.

7. Doué en deûz komzet enn hé zan̄t ; trida a rinn ; hag é lôdenninn Sichem, hag é ven̄tinn traon̄ien ann teltou.

8. Galaad a zô d’in, ha Manasez a zô d’in ; hag Éfraim eo ners va fenn, Juda eo va roué.

9. Moab eo léstr va géd. Enn Iduméa éc’h astenninn va c’hamméjou ; ann diavésidi a zô deûet da viñouned d’in.

10. Piou a gasô ac’hanoun er géar gré ? Piou a gasô ac’hanoun bétég enn Iduméa ?

11. Ha na vézô két té, ô Doué, péhini éc’h eûz hon distolet ; ha na gerzi mui gan̄d hon arméou ?

12. Rô d’é-omp skoazel enn hon en̄krez ; râk didalvez eo skoazel ann dén.

13. Gan̄d Doué é raimp traou kalounuz ; hag hén̄ a gasô-da-gét hon énébourien.


————


CVIII. PSALM.


Évid ann divez, Psalm David.


1. Na dav két, ô Doué, diwar-benn va meûleûdi ; râg génou ar péc’her, ha génou ann toueller a zô digoret em énep.