126. Préd eo ôber, Aotrou ; diskaret eo bét da lézen gan̄t-hô.
127. Râk-sé em eûz karet da c’hourc’hémennou dreist ann aour hag ann topaz.
128. Râk-sé éz éann râg-eeun étrézé da holl c’hourc’hémennou ; péb hen̄t fall em eûz kaséet.
129. Burzuduz eo da desténiézou ; râk-sé va éné en deûz hô en̄klasket.
130. Ann displég eûz da lavariou a c’houlaou hag a rô poell d’ar ré vihan.
131. Digoret em eûz va génou, hag em eûz hoalet ann aézen ; ô véza ma c’hoan̄téenn da c’hourc’hémennou.
132. Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in, hervez ma oud boazet da ôber é-kén̄ver ar ré a gâr da hanô.
133. Rén va c’hamméjou hervez da lavar ; ha na zeûet két ann direizded da drec’hi ac’hanoun.
134. Dieûb ac’hanoun eûz a wall-gomsiou ann dûd ; évit ma virinn da c’hourc’hémennou.
135. Goulaou da zremm war da zervicher ; ha desk d’in da gélennou.
136. Va daoulagad hô deûz skuḻet gouériou daérou ; ô véza n’hô deûz két miret da lézen.
137. Reiz oud, Aotrou ; hag éeun eo da varn.
138. Kémennet éc’h eûz a-ratoz ma vijé miret testéniézou da lézen, ével ar reizded hag ar wirionez hé-unan.
139. Va oaz en deûz va lékéat da zizéc’ha ; ô véza ma hô deûz va énébourien an̄kounac’héet da c’heriou.
140. Da lavar a zô arnodet-kaer gan̄d ann tân ; ha da zervicher a gâr anézhan̄.
141. Bihanig ounn ha disprizet ; hôgen n’em eûz két an̄kounac’héet da gélennou.
142. Da reizded a zô ar reizded peûr-baduz ; ha da lézen a zô ar wirionez.
143. Ann en̄krez hag ann an̄ken a zô kouézet war-n-oun ; poelladet em eûz war da c’hourc’hémennou.
144. Reizded da desténiézou a zô peûr-baduz ; rô ar poell d’in, hag é vévinn.
145. Garmet em eûz a greiz va c’haloun ; sélaou ouz-in Aotrou ; da gélennou a en̄klaskinn.
146. Garmet em eûz étrézég enn-od, dieûb ac’hanoun ; évit ma virinn da c’hourc’hémennou.
147. Abréd ounn deûet, hag em eûz garmet ; ô véza ma em eûz lékéat va holl c’héd enn da c’heriou.
148. Trôet eo va daoulagad étrézég enn-od min̄tin mâd ; évid ma poelladfenn war da lavariou.
149. Sélaou va mouéz hervez da drugarez, Aotrou ; ha rô ar vuez d’in hervez da varnédigez.
150. Ar ré a heskiné ac’hanoun a zô tôstéet ouc’h ar fallagriez ; hôgen pelléet in̄t diouc’h da lézen.
151. Té a zô tôst, Aotrou ; ha da holl hen̄chou a zô ar wirionez.
152. Adaleg ar penn-ken̄ta em eûz anavézet, diwar-benn da desténiézou, pénaoz éc’h eûz hô diazézet da-vikenn.
153. Gwél va vuelded, ha dieûb ac’hanoun ; ô véza n’em eûz két an̄kounac’héet da lézen.
154. Barn va c’hiriégez, ha dieûb ac’hanoun ; rô ar vuez d’in hervez da lavar.
155. Pell éma ar zilvidigez diouc’h ar béc’herien ; ô véza n’hô deûz két en̄klasket da gélennou.
156. Paot eo da drugarézou, Aotrou ; rô d’in ar vuez hervez da varnédigez.
157. Kalz a zô hag a heskin, hag a en̄krez ac’hanoun ; n’ounn két distrôet diouc’h da desténiézou.
158. Ar ré fallakr em eûz gwélet, hag ounn bét dizéc’het ; ô véza n’hô deûz két miret da lavariou.
159. Gwél, Aotrou, pégémen̄t em eûz karet da c’hourc’hémennou ; rô ar vuez d’in hervez da drugarez.
160. Penn-abek da c’heriou eo ar wirionez ; holl varnou da reizded a zô peûr-baduz.
161. Ar brin̄sed hô deûz va heskinet héb abek ; ha va c’haloun é deûz krénet râg da c’heriou.