Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/754

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
720
levr ar psalmou.

162. En em laouénaad a rinn enn da c’heriou ; ével ann hini en deûz kavet kalz diwiskou.

163. Ar fallagriez em eûz kaséet, hag hé argarzet em eûz ; hôgen da lézen em eûz karet.

164. Seiz gwéac’h enn deiz em eûz da veûlet, enn abek da varnou da reizded.

165. Péoc’h brâz a zô évid ar ré a gâr da lezen ; ha n’eûz két a wall-skouér évit-hô.

166. Da zilvidigez a c’hortozenn, Aotrou ; ha karet em eûz da c’hourc’hémennou.

167. Miret en deûz va éné da desténiézou ; hag hô c’haret en deûz stard.

168. Miret em eûz da c’hourc’hémennou, ha da desténiézou ; ô véza ma éma va holl hen̄chou dira-z-od.

tau.

169. Ra dôstai va féden dira-z-od, ô Aotrou ; rô d’in ar poell hervez da lavar.

170. R’az ai va goûlenn bété dira-z-od. Dieûb ac’hanoun hervez da lavar.

171. Va muzellou a rôi da glevout eur ganaouen, p’az pézô desket d’in da gélennou.

172. Va zéôd a embannô da lavar ; ô véza ma eo reiz da holl c’hourc’hémennou.

173. Ra zeûi da zourn d’am dieûbi ; ô véza ma em eûz dilennet da c’hourc’hémennou.

174. C’hoan̄téet em éûz da zilvidigez, ô Aotrou ; ha da lézen a zô va fréder.

175. Va éné a vévô hag a veûlô ac’hanod ; ha da varnédigézou a skoazellô ac’hanoun.

176. Kildrôet em eûz, ével eunn dan̄vad a zô dian̄ket ; klask da zervicher, ô véza n’em eûz két an̄kounac’héet da c’hourc’hémennou.


————


CXIX. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Etrézég ann Aotrou em eûz garmet pa oann en̄krézet ; hag hén̄ en deûz sélaouet ouz-in.

2. Aotrou, dieûb va éné diouc’h ar muzellou fallagr, ha diouc’h ann téôd touelluz.

3. Pétrâ a vézô rôet d’id, pé pétrâ a vézô digaset d’id évid da déôd touelluz ?

4. Saésiou lemm ar galloudek, gan̄t glaou rûz-tân.

5. Gwâ mé, ô véza ma eo hirréet va harlu ; bét ounn ô choum gan̄d ar ré a zô é Sédar :

6. Pell-amzer eo bét diavésiad va éné.

7. Gan̄d ar ré a gasée ar péoc’h, é oann péoc’huz ; pa gomzenn out-hô, é stourment ouz-in héb abek.


————


CXX. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. Savet em eûz va daoulagad étrézég ar ménésiou, a béléac’h é teûiô skoazel d’in.

2. Va skoazel a zeûiô diouc’h ann Aotrou, péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar.

3. Na lézet két da droad da véza horellet ; na gousket két ann hini a ziwall ac’hanod.

4. Chétu na vôrédô na na gouskô, ann hini a ziwall Israel.

5. Ann Aotrou a ziwall ac’hanod, ann Aotrou a zô da zifenner, ouc’h da zourn déou.

6. Ann héol n’az devô két a-zoug ann deiz, nag al loar a-zoug ann nôz.

7. Ann Aotrou a ziwall ac’hanod a bép drouk ; ra ziwallô ann Aotrou da éné.

8. Ra ziwallô ann Aotrou ac’hanod pa zeûi ha p’az î ; a-vréma ha da-vikenn.


————


CXXI. PSALM.


Kanaouen ann dérésiou.


1. En em laouénéet ounn gan̄d ar