1. Chétu bréma bennigit ann Aotrou, c’houi holl servicherien ann Aotrou ; c’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué.
2. A-zoug ann nôsiou savit hô taouarn étrézég ar san̄tuar, ha bennigit ann Aotrou.
3. Ra vennigô ann Aotrou ac’hanod eûz a Zion, hen̄ péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar.
1. Meûlit hanô ann Aotrou, meûlit ann Aotrou, c’houi hé zervicherien.
2. C’houi péré a choum é tî ann Aotrou, é porchédou tî hon Doué.
3. Meûlit ann Aotrou, râk mâd eo ann Aotrou ; kanit hé hanô, râk c’houék eo.
4. Râg ann Aotrou en deûz dilennet Jakob évit-han̄ hé-unan, hag Israel da c’hlâd d’ézhan̄.
5. Râk mé em eûz anavézet pénaoz eo brâz ann Aotrou, ha ma eo hon Doué dreist ann holl zouéed.
6. Ar péz a garé en deûz gréat ann Aotrou enn én̄v, enn douar, er môr, hag enn holl loun̄kou.
7. Hén̄ a zigas ar c’hoabr eûz a benn ann douar ; trei a ra ar gurun é glaô. Tenna a râ ann avel eûz hé den̄zoriou.
8. Hén̄ en deûz skôet ar ré gen̄ta-ganet eûz ann Éjipt, adaleg ann dén bétég al loen.
9. Hén̄ en deûz kaset arouésiou ha burzudou enn da greiz, ô Éjipt, a-énep Faraon, hag a-éneb hé holl zervicherien.
10. Hén̄ en deûz skôet war galz a vrôadou ; hag en deûz lazet rouéed kré ;
11. Sébon, roué ann Amorréed, hag Og, roué Basan, hag holl rouan̄télésiou Kanaan.
12. Hag hén̄ en deûz rôet hô douar é digwéz, é digwéz da Israel, d’hé bobl.
13. Da hanô, Aotrou, a badô da-vikenn ; ann én̄vor ac’hanod a iélô a-rumm-da-rumm.
14. Râg ann Aotrou a varnô hé bobl ; hag é sélaouô péden hé zervicherien.
15. Skeûdennou ar brôadou eo arc’han̄t hag aour, labour daouarn ann dûd.
16. Eur génou hô deûs, ha na gomzin̄t két ; daoulagad hô deûz ha na wélin̄t két.
17. Diskouarn hô deûz, ha na glevin̄t két ; râk n’eûz kéd a c’houéz a vuez enn hô génou.
18. Ra vézô hén̄vel out-hô ar ré hô grâ ; hag ar ré holl a laka hô fisian̄s enn-hô.
19. Tî Israel, bennig ann Aotrou. Tî Aaron, bennig ann Aotrou.
20. Tî Lévi, bennig ann Aotrou ; c’houi péré a zouj ann Aotrou, bennigit ann Aotrou.
21. Benniget ra vézô ann Aotrou eûz a Zion, hén̄ péhini a choum é Jéruzalem.
1. Meûlit-kaer ann Aotrou, râk mâd eo ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
2. Meûlit-kaer Doué ann douéed ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
3. Meûlit-kaer Aotrou ann aotrounez ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
4. Hén̄ eo a râ hé-unan burzudou brâz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
5. Hén̄ eo en deûz gréat ann én̄vou gan̄t poell ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
6. Hén̄ eo en deûz startéet ann douar war ann douréier ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.
7. Hén̄ eo eo deûz gréat goulaouennou brâz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez :
8. Ann héol évit luc’ha a-zoug ann deiz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez :
9. A1 loar hag ar stéred évit luc’ha a-zoug ann nôz ; râk peûr-baduz eo hé drugarez.