14. Hô éjenned a zô lard. N’eûz kéd a zifreûz enn hô mûr, nag odé é-béd ; n’eûz kéd a c’harm enn hô ruou.
15. Euruz hô deûz lavaret ar bobl en deûz kémen̄t-sé ; euruz eo ar bobl en deûz ann Aotrou da Zoué.
1. Da uc’hélaat a rinn meûrbéd, ô Doué, va roué ; hag é venniginn da hanô a-vréma ha da-vikenn.
2. Bemdez é venniginn ac’hanod ; hag é veûlinn da hanô a-vréma ha da-vikenn.
3. Brâz eo ann Aotrou ; talvézout a ra é vé meûlet-meûrbed (T) ; hag hé veûrded a zô diven̄t.
4. Ann holl rummou a veûlô da ôberiou ; hag a embannô da c’halloud.
5. Komza a rain̄t eûz a gaerded da c’hloar ha da zan̄télez ; hag é tanévellin̄t da vurzudou.
6. Komza a rain̄t eûz a nerz da ôberiou spoun̄tuz ; hag é tanévellin̄t da veûrded.
7. Embanna a rain̄t kré da gun̄vélez vrâz ; trida a rain̄t gan̄d da reizded.
8. Trugarézuz ha truézek eo ann Aotrou ; habask eo, ha leûn a drugarez.
9. Mâd eo ann Aotrou é-ken̄ver ann holl ; hag hé drugarézou a wéleur enn hé holl ôberiou.
10. Ra vézi meûlet-kaer, ô Aotrou, gan̄d da ôberiou ; ha ra vézi benniget gan̄d da zen̄t.
11. Gloar da rén a zanévellin̄t ; ha da c’halloud a embannin̄t,
12. Évit rei da anaout da vugalé ann dûd da c’halloud ha gloar brâz da rén.
13. Da rén eo rén ann holl gan̄tvédou ; ha da véli a bâd a rumm é rumm. Gwirion eo ann Aotrou enn hé holl c’heriou ; ha san̄tel enn hé holl ôberiou.
14. Ann Aotrou a harp ar ré holl a zô daré da goueza ; hag a zâv ar ré a oa brévet.
15. Lagad ann holl a zô trôet étrézég enn-od er géd, Aotrou : ha té a rôi d’ézhô hô bôéd pa vézô ar maré.
16. Da zourn a zigorez hag é leûniez ann holl loéned gan̄d da vadélez.
17. Reiz eo ann Aotrou enn hé holl hen̄chou ; ha san̄tel enn hé holl ôberiou.
18. Tôst eo ann Aotrou d’ar ré holl a c’halv anézhan̄ ; d’ar ré holl a c’halv anézhan̄ er wirionez.
19. Sévéni a rai ioul ar ré a zouj anézhan̄, hag é sélaouô oud hô féden ; hag é tieûbô anézhô.
20. Ann Aotrou a ziwall ar ré holl a gâr anézhan̄, hag a gollô ann holl béc’herien.
21. Va génou a embannô meûleûdi ann Aotrou ; ra vennigô pép kîk hé hanô san̄tel a-vréma ha da-vikenn.
1. Va éné, meûl ann Aotrou ; ann Aotrou a veûlinn héd va buez ; kana a rinn d’am Doué en̄dra vévinn.
2. Na likit két hô fisian̄s er brin̄sed, nag é mipien ann dûd, é péré n’eûz kéd a zilvidigez.
3. Hô spéred a iélô er-méaz, hag hî a zistrôiô d’hô douar ; enn deiz-zé hô holl vénosiou a iélô da-gét.
4. Euruz eo ann hini en deûz Doué Jakob da skoazel, hag a laka hé c’héd enn Aotrou, hé Zoué,
5. Péhini en deûz gréat ann én̄v hag ann douar, ar môr, ha kémen̄d a zô enn-hô ;
6. Péhini a vîr bépréd ar wirionez, péhini a zô reiz é-kén̄ver ar ré a chouzan̄v ann dismégan̄s, a rô boéd d’ar ré hô deûz naoun. Ann Aotrou a ziéré ar ré a zô éréet.
7. Ann Aotrou a skléra ar ré zall. Ann Aotrou a zâv ar ré vrévet, ann Aotrou a gâr ar ré reiz.
8. Ann Aotrou a ziwall ann diavésidi ; ann emzivad hag ann in̄tan̄vez a warézô ; hag é tispennô hen̄chou ar béc’herien.