Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/766

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR


AR C’HRENN - LAVARIOU.


————


I. PENNAD.


Talvoudégez ar c’hrenn-lavariou.


1. Parabolennou Salomon, mâb David, roué Israel ;

2. Évid anaout ar furnez, hag ar gélennadurez ;

3. Évit poella geriou ar furnez, ha digémérout kén̄téliou al lézen, ar reizded, ar varn, hag ann éeunder :

4. Évid rei gwénded d’ar ré abaf, gwiziégez ha poell d’ar ré iaouank.

5. Ann dén fûr hô c’hlevô, hag a zeûiô da véza furoc’h ; hag ann dén poellek a zeskô en em réna.

6. Poella a rai ar barabolen, hag ann displeg anézhi, geriou ar ré fûr, hag hô lavariou-gôlôet.

7. Doujan̄s ann Aotrou eo penn-ken̄ta ar furnez. Ar ré ziskian̄t a zispriz ar furnez hag ar gélennadurez.

8. Sélaou, va mâb, ken̄téliou da dâd, ha na zistol két lézen da vamm.

9. Hag hî a vézô eur c’hin̄kl kaer d’as penn, ha kelc’hen d’as gouzouk.

10. Va mâb, mar teû ar béc’herien d’az likaoui, n’az â két d’hô c’havout.

11. Ma lévéron̄t : Deûz gan-é-omp : en em lékéomp é pâr évit skuḻa ar goad ; aozomp spiou héb abek a-éneb ann dén dinam :

12. Loun̄komp anézhan̄ ez-béô ével ann ifern, hag a-grenn ével ann hini a ziskenn er poull :

13. Ni a gavô a bép madou talvouduz-brâz ; nî a leûniô hon tiez gan̄d diwiskou :

14. Taol ar sort gan-é-omp, na vézet néméd eur ialc’h étré-z-omp.

15. Va mâb, na valé két gan̄t-hô ; na laka két da droad enn hô raven̄chou,

16. Râg hô zreid a réd étrézég ann drouk, hag hî a hast skuḻa ar goad.

17. Hôgen enn-aner eo é taoleur ar rouéjou dirâg ar ré askellek.

18. Hî ivé a aoz spiou a-éneb hô goad hô-unan, hag a zâv lindagou a-éneb hô énéou.

19. Ével-sé éma hen̄chou ann holl ré bervez ; skrapa a réon̄t énéou ar ré a ia d’hô heûl.

20. Ar furnez a brézég er-méaz ; el leûriou-kéar é rô da glevout hé mouéz :

21. É penn strolladou ar bobl é c’harm ; war-harz persier kéar é prézég, ô lavarout :

22. Bété pégeit, bugaligou, é karot-hu ar vugaléach ? Bété pégeit ar ré ziskian̄t a c’hoan̄tai ar péz a zô noazuz d’ézhô, hag ar ré ziboell a gasai ar wiziégez ?

23. Distrôit out va c’hélen ; chétu é skuḻinn va spéred war-n-hoc’h, hag é rôinn da glevout d’é-hoc’h va c’homziou,

24. O véza ma em eûz galvet, ha n’hoc’h eûz két va sélaouet ; ma em eûz astennet va dourn, ha n’en deûz dén sellet ouz-in ;